293
20. Ha pa zavaz flamm ann aoter étrézég ann én̄v, éal ann Aotrou a zavaz ivé er flamm. Ha pa wélaz Manué hag hé c’hrég kémen̄t-sé, en em strin̄kchon̄t d’ann douar war hô génou ;
21. Hag éal ann Aotrou n’en em ziskouézaz mui d’ézhô. Ha Manué a vennaz râk-tâl pénaoz é oa éal ann Aotrou ;
22. Hag hén̄ a lavaraz d’hé c’hrég : Mervel a raimp évit gwîr, râg gwélet hon eûz Doué.
23. Hag hé c’hrég a lavaraz d’ézhan̄ : Ma vé bét fellet d’ann Aotrou hol laza, n’en divijé két digéméret eûz hon daouarn ar sakrifiz-losk hag ar braoued-kennig, ha n’en divijé két diskouézet d’é-omp ann holl draou-zé, na diouganet ar péz a dlé c’hoarvézout.
21. Ar c’hrég a c’hanaz éta eur mâb, hag a c’halvaz anézhan̄ Samson. Ar bugel a greskaz, hag ann Aotrou a vennigaz anézhan̄.
25. Ha spéred ann Aotrou a zeûaz da véza gan̄t-han̄ é kamp Dan, étré Saraa hag Estaol.
1. Ha Samson a ziskennaz da Damnata ; hag ô véza gwélet énô eur vaouez é-touez merc’hed ar Filistined,
2. É piñaz, hag hé rôaz da anaout d’hé dâd ha d’hé vamm, ô lavarout : Gwélet em eûz eur vaouez é Tamnata é-touez merc’hed ar Filistined : rô-hi d’in da c’hrég, mé az péd.
3. Hé dâd hag hé vamm a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’eûz két a vaouez é-touez merc’hed hor breûdeûr, hag é-kreiz hon holl bobl, évit ma fell d’id kéméroud eur c’hrég é-touez ar Filistined, péré a zô dienwadet ? Ha Samson a lavaraz d’hé dâd : Rô-hî d’in ; rak plijet é deûz d’in pa em eûz hé gwélet. (T).
4. Hôgen hé dûd na wien̄t két pénaoz é teûé kémen̄t-man̄ a berz ann Aotrou, ha pénaoz é klaské eunn abek a-éneb ar Filistined : râg enn amzer-zé ar Filistined hô dôa galloud war Israel.
5. Samson a ziskennaz éta gan̄d hé dâd hag hé vamm da Damnata. Ha pa oen̄t deûet da winiennou kéar, en em ziskouézaz eul léon iaouan̄k hag hén̄ férô hag ô iuda, hag a zeûaz étrézé Samson.
6. Hôgen spéred ann Aotrou a grogaz é Samson, hag hén̄ a ziskolpaz al leon, oc’h hé zispenna ével eur menn-gavr, pétrâ-bennâg n’en dôa nétrâ enn hé zourn : ha na fellaz két d’ézhan̄ lavarout kémen̄t-sé d’hé dâd ha d’hé vamm.
7. Hag hén̄ a ziskennaz, hag a gomzaz gan̄d ar vaouez é dôa plijet d’ézhan̄.
8. Hag a-benn eunn nébeût dervésiou pa zistrôé évid hé c’hémérout da c’hrég, é tistrôaz diwar hé hen̄t évit gwélout korf-marô al léon ; ha chétu é kavaz eunn héd gwénan hag eunn diren-vél é génou al léon.
9. Hé c’héméroud a réaz enn hé zaouarn, hag é tebré enn eur gerzout : hag ô ton̄t étrézég hé dâd hag hé vamm, é rôaz lôd d’ézhô, hag hî a zebraz ; hôgen na fellaz két d’ezhan̄ diskléria d’ézhô pénaoz en dôa kéméret ar mél é korf al léon.
10. Ann tâd a ziskennaz éta da gavout ar vaouez, hag a réaz eur banvez d’hé vâb ; râg ar c’hîz é oa ével-sé é-touez ann dud-iaouan̄k.
11. Pa oé gwélet gan̄t tûd al léac’h-zé, é rôjon̄t d’ézhan̄ trégon̄t dén-iaouan̄k évit mon̄t gan̄t-han̄.
12. Ha Samson a lavaraz d’ézhô : Mé a fell d’in rei d’é-hoc’h eur lavar-gôlôet da en̄klaskout : ma hé zisplégit d’in é-pâd ar seiz dervez eûz ar banvez, é rôinn d’é-hoc’h tregon̄t liénen ha kémen̄d all a zaéou :
13. Hôgen ma na hellit hé zispléga, é rôot d’in trégon̄t liénen ha kemen̄d all a zaéou. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Rô da lavar-gôlôet, ma her c’hlevimp.
14. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : eûz ann hini a zebr eo deûet ar boéd, hag eûz ann hini kré eo deûet ann dra