évid éréa Samson hag évid disteûrel d’ézhan̄ ann droug en deûz gréat d’éomp.
11. Tri mil den eûz a vreûriez Juda a ziskennaz éta da géô roc’h Étam hag a lavaras da Zamson : Ha na ouzoud-dé két pénaoz ar Filistined hô deûz galloud war-n-omp ? Pérâg éc’h eûz-té gréat kémen̄t-sé ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével ma hô deûz gréat d’in, em eûz gréat dézhô.
12. Deûed omb, émé-z-hô, évid da éréa, ha da lakaad ac’hanod étré daouarn ar Filistined. Ha Samson a lavaraz dézhô : Touit, ha rôit hô kér d’in pénaoz na lazot két ac’hanoun.
13. Hag hî a lavaraz : Na lazimp két ac’hanod, hôgen da éréa a raimp, hag é likiimp ac’hanod étré hô daouarn. Hag hî a éréaz anézhan̄ gan̄d diou gorden névez, hag a zigasaz anézhan̄ eûz a roc’h Étam.
14. Pa oé deûet hén̄ da léac’h ar Garvan, ha pa zeûé ar Filistined d’hé gavout eno eur c’harmi, spéred ann Aotrou a grogaz é Samson : hag ével ma losk al lin kerken̄t ha ma tôsta ann tân out-han̄, ével-sé ar c’herdin gan̄t péré é oa éréet a dorraz hag en em zistagaz.
15. Hag ô véza kavet eur garvan, da lavaroud eo, eur garvan azen, a oa war ann douar, é kéméraz anézhi hag é lazaz gan̄t-hi mil dén.
16. Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄d eur garvan azen, gan̄t karvan ébeûl eunn azénez em eûz hô zréc’het hag em eûz lazet mil dén.
17. Ha p’en dôé peûr-lavaret kémen̄t-sé enn eur gana, é taolaz ar garvan eûz hé zourn hag é c’halvas al léac’h-zé Ramat-Léchî, da lavaroud eo, krec’hen ar garvan.
18. Hag ô véza deûet da gaout eur sec’hed brâz, é c’harmaz oud ann Aotrou hag é lavaraz : Té éc’h eûz rôet da zourn d’as servicher enn dieûb brâs-man̄ hag enn tréac’h : ha chétu é varvann gan̄d ar séc’hed hag é kouézinn étré daouarn ar ré zienwadet.
19. Ann Aotrou éta a zigoraz unan eûz a gilden̄t ar garvan azen, hag é tilammaz dour anézhan̄. Hag hén̄ a évaz, hag a wellaaz d’hé spéred, hag a zistrôaz d’hé ners. Râk-sé eo bét hanvet al léac’h-zé bétég henn : feun̄teun ar garvan dré bidi Doué. (T).
20. Ha Sâmson a varnaz Israel é deisiou ar Filistined é-pâd ugen̄t vloaz.
1. Neûzé Samson a iéaz da C’haza hag a wélaz énô eur vaouez c’hast ; hag az éaz d’hé c’havout.
2. Pa glevaz ar Filistined kémen̄t-sé, ha ma teûaz ar vrûd enn hô zouez pénaoz é oa deûet Samson é kéar, é kelc’hchon̄t anézhan̄ hag é lékéjon̄t gwarded out pors kéar : hag énô é c’hédchon̄t anézhan̄ didrouz a-héd ann nôz, évid hé laza diouc’h ar min̄tin p’az ajé er-méaz.
3. Hôgen Samson a gouskaz bétég han̄ter-nôz : ha neûzé o véza savet, é kéméraz ann diou zôr kéar, gan̄d hô postou hag hô poten, hag ô véza hô lékéat war hé ziskoaz, é tougaz anézhô war lein ar ménez a zell oud Hébron.
4. Goudé-zé é karaz eur c’hrég a choume é traon̄ien Sorek, hag a oa hanvet Dalila.
5. Ha prin̄sed ar Filistined a iéaz d’hé c’havout hag a lavaraz dézhi : Touell anézhan̄ ha desk diout-han̄ é péléac’h en em gav enn-han̄ eunn ners ker brâz, ha pénaoz ec’h helfemp hé dréc’hi hag hé heskina goudé béza hé éréet : ha mar gréz kémen̄t-sé, é rôimp did pép-hini unnék kan̄t péz arc’han̄t.
6. Ha Dalila a lavaraz da Zamson : Lavar d’in, mé az péd, é péléac’h éma da ners ker brâz-ze, ha gan̄t pé liamm é vé réd da éréa, évit na helfez két hé derri ?
7. Ha Samson a lavaraz d’ézhi : Ma venn éréet gan̄t seiz korden gréat gan̄t nervennou, péré na vijé két c’hoaz séac’h, hôgen a vijé leiz, e vijenn gwân ével ar oazed all.
8. Ha prin̄sed ar Filistined a zigasas dézhi seiz korden ével m’é dôa lava-