1. Enn deisiou-sé né oa két a roué enn Israel, ha breûriez Dan a glaské douarou évit choum enn-hô : râk bétég ann deiz-zé né dôa két bét hé lôd gan̄d ar breûriézou all.
2. Bugalé Dan a gasaz éta eûz a Saraa hag eûz a Estaol pemp dén kalounek-brâz eûz hô gwenn hag eûz hô c’héren̄tiez, évit spia ar vrô ha lakaad évez mâd out-hi ; hag hî a lavaraz d’ézhô : Id, hag évésaid oud ar vrô. Ar ré-man̄ ô véza éat enn hen̄t a zeûaz da vénez Éfraim, hag ô véza éat é tî Mikas, éc’h éhanchon̄t énô.
3. Hag hî a anavézaz al Lévit iaouan̄k diouc’h hé vouéz, hag ô véza choumet gan̄t-han̄, é léverchon̄t d’éz-han̄ : Piou en deûz da gaset aman̄ ? Pétrâ a réz aman̄ ? Da bétrâ eo bét fellet d’id don̄t aman̄ ?
4. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Evel-henn hag ével-henn en deûz gréat Mikas d’in ; ha gôbr en deûz rôet d’in évit ma vézinn da vélek d’ézhan̄.
5. Neûzé ar ré-man̄ a bédaz anézhan̄ da gémérout kuzul digan̄d ann Aotrou, évit mac’h helfen̄t gouzout hag hî a vijé euruz enn hô hen̄t hag a zeûjé (T) a-benn eûz hô dézô.
6. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id é péoc’h ; ann Aotrou a zell oud hoc’h hen̄t hag oud hoc’h ergerz.
7. Ar pemp dén éta a iéaz hag a zeûaz da Lais : hag hî a wélaz ar bobl a choumé er géar-zé, hervez boaz ar Sidonied, héb aoun é-béd, é péoc’h, hag é fisian̄s, héb énébour é-béd, pinvidik-brâz, pell eûz a Zidon, ha rannet diouc’h ann dûd all.
8. O véza distrôet étrézég hô breûdeûr é Saraa hag é Estaol, ha pa c’houlennaz ar ré-man̄ digan̄t-hô pétrâ hô dôa gréat, é léverchon̄t d’ézhô :
9. Savit, ha piñomp étrézég enn-hô : rak nî hon eûz gwélet eur vrô binvidik-vrâz ha strujuz : bézit war évez, na zaléit két ; déomp da gémérout anézhi ; n’hor bézô poan é-béd.
10. Mon̄d a raimp é-touez tûd leûn a fisian̄s, enn eur vrô éc’hon-brâz, hag ann Aotrou a rôiô d’é-omp al léac’h-zé, é péhini na ziouer nétrâ eûz a gémen̄t a gresk war ann douar.
11. Mon̄d a réaz éta eûz a vreûriez Dan, da lavaroud eo, eûz a Zaraa hag eûz a Estaol, c’houec’h kan̄t dén armet évid ar brézel.
12. Hag hî a biñaz hag a steñaz hô c’hamp é Kariatiarim Juda : hag abaoé neûzé al léac’h-zé a zô bét hanvet kamp Dan ; hag hén̄ a zô adré Kariatiarim.
13. Achanô é trémenchon̄t da vénez Éfraim : ha pa oen̄t deûet da dî Mikas,
14. Ar pemp dén a oa bét kaset ken̄t évid évésaat out brô Lais, a lavaraz d’hô breûdeûr all : C’houi a oar pénaoz enn tiez-zé éz eûz eunn éfod ha térafimou, hag eur skeûden kizellet, hag unan teûzet : gwélit pétrâ a fell d’é-hoc’h da ôber.
15. Hag hî, ô véza en em zistrôet eunn nébeût, a iéaz é tî al Lévit iaouan̄k, a oa é kéar Mikas ; hag é léverjon̄t deiz-mâd d’ézhan̄.
16. Hôgen ar c’houec’h kan̄t dén, péré a oa hô armou gan̄t-hô, a choumaz é-tâl ann ôr.
17. Hag ar ré a oa éat ébarz tî ann dén-iaouan̄k a lékéa hô foan évit kâs gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann térafimou, hag ar skeûden deûzet ; hag ar bélek a oa enn hé zâ é-tâl ann ôr, gan̄d ar c’houec’h kan̄t dén kalounek a oa ô c’hortozi énô.
18. Ar ré éta a oa éat ébarz a gasaz gan̄t-hô ar skeûden kizellet, hag ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden deûzet. Hag ar bélek a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rît-hu ?
19. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Taô, ha laka da vîz war da c’hénou : ha deûz gan-é-omp, évit ma hor bézô ac’hanod da dâd ha da vélek. Péhini eo ar gwella d’id, pé béza bélek é-tî eunn dén hé-unan, pé enn eur vreûriez hag enn eunn tiad é Israel ?
20. Al Lévit ô klevout kémen̄t-sé, a rôaz hé c’hrâd d’hô lavar ; hag ô kémérout ann éfod, hag ann idolou, hag ar skeûden kizellet, éz éaz-kuît gan̄t-hô.