ann deiz, hag é tôsta ar pardaez : choum c’hoaz hiriô em zî, hag en em laouéna, ha war-c’hoaz en em likii enn hen̄t évid distrei d’as tî.
10. Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar ; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.
11. Ha pa oan̄t dijâ tôst da Jébus, ha ma teûé ann nôz é léac’h ann deiz, é lavaraz ar paotr d’hé vestr : Deûz, mé az péd, ha distrôomp étrézé kéar ar Jébuséed ha choumomp enn-hi.
12. Hag hé vestr a lavaraz d’ézhan̄ : N’az inn két é kéar eur bobl a-ziavéaz, ha né két eûz a vugalé Israel ; hôgen mé a dréménô bété Gabaa :
13. Ha pa vézinn arruet énô, é choumimp er géar-zé, pé da-vihana é kéar Rama.
14. Tréménoud a réjon̄d éta é-biou da Jébus, hag é kerzchon̄t bépréd ; hag ann héol a guzaz dira-z-hô pa oan̄t war-harz Gabaa, a zô é breûriez Ben̄jamin :
L5. Hag hî a zistrôaz évit choum énô. Ha pa oen̄t éat ébarz, éc’h azézchon̄t el leûr-ger ; râk dén na fellé d’ézhan̄ hô digémérout hag hô herberc’hia.
16. Ha chétu é teûaz eunn dén kôz, péhini a zistrôé eûz ar park hag eûz hé labour war ar pardaez, péhini a oa hé-unan eûz a venez Éfraim, hag a choumé ével eunn diavésiad é Gabaa ; râk tûd ar vrô-zé a oa bugalé Jémini.
17. Ann dén kôz ô sével hé zaoulagad a wélaz eunn dén azézet el leûr-gér gan̄d hé bakadou : hag hén̄ a lavaraz d’ezhan̄ : A béléac’h é teûez ? Ha péléac’h éz éz ?
18. Hag al Lévit a lavaraz d’ézhan̄ : eûz a Vétléhem Juda é teûomp, hag éz éomp d’ar géar a zô war gostez ménez Éfraim, a béléac’h é oamp éat da Vétléhem : ha bréma éz éomp da dî Doué, ha dén na fell d’ézhan̄ hon digémérout enn hé dî,
19. Pétrâ-bennâg ma hon eûz kôlô ha foenn évid ann azéned, ha bara ha gwîn évid-oun hag évit da blâc’h hag évit ar paotr a zô gan-én̄. N’hon eûz ézomm a nétrâ néméd eûz a herberc’h.
20. Hag ann dén kôz a lavaraz d’éz-han̄ : Ra vézô ar péoc’h gan-éz ; mé a rôiô d’id kémen̄t ha ma éc’h eûz ézomm ; hôgen hép-kén na choum két, mé az péd, war al leûr-ger.
21. Hag hén̄ a lékéaz al Lévit da von̄d enn hé di, hag a voétaz ann azéned : ha goudé ma hô dôé gwalc’het hô zreid, hô lékéaz da ôber banvez.
22. Pa édon̄t ô banvéza hag ô nerza hô c’horfou ô tibri hag oc’h éva, goudé skuizder ann hen̄t, é teûaz tûd eûz ar géar-zé, mipien Bélial (da lavaroud eo, hép reiz), péré ô véza kelc’hiet tî ann dén kôz, a zeûaz da skei war ann ôr, ô c’harmi out perc’hen ann tî, enn eul lavarout : Kâs er-méaz ann dén a zô éat enn da dî, évit ma wallimp anézhan̄.
23. Hag ann dén kôz a iéaz er-méaz d’hô c’havout, hag a lavaraz : Na rît két, va breûdeûr, na rit két ann drouk-zé ; râg ann dén-zé a zô deûet em zî da herberc’hia ; éhanid éta ar follen̄tez-zé.
24. Eur verc’h gwerc’h em eûz, hag ann dén-zé en deûz hé c’hrég : hô c’hâs a rinn d’é hoc’h évid hô mézékaat ha gwalc’ha hô kwall-ioul : hô pédi a rann hép-kén na réot két ar fallagriez-zé a-énep reiz é-kén̄ver eur goâz.
25. Na fellé két d’ar ré-man̄ rei hô grâd d’hé lavar ; ha pa wélaz al Lévit kémen̄t-sé, é kasaz d’ézhô hé c’hrég, hag é lézaz anézhi d’hô gwallerez : hag ar ré-man̄ goudé béza gwallet anézhi a-héd ann nôz, hé lézaz da von̄t pa oé deûet ar min̄tin.
26. Hôgen ar c’hrég, pa oé diaézet ann dévalien, a zeûaz oud dôr ann tî, é péhini é choumé hé ozac’h, hag é kouézaz énô.
27. Pa oé deûet ar min̄tin, é savaz ann ozac’h hag é tigoraz ann ôr évit heûlia hé hen̄t : ha chétu hé c’hrég a oa gourvézet é-tâl ann ôr, hag hé daouarn astennet war ann treûzou.
28. Hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa kousket, a lavaraz d’ézhi : Saô, ha kerzomp. Hôgen hî na lavaraz gér ; hag hén̄ ô krédi pénaoz é oa marô, hé c’héméraz hag hé lékéaz war eunn azen ; hag hén̄ a zistrôaz d’hé géar.