a zeûjé ar môged da sével, ma tiskouézchen̄t pénaoz é oa kéméret kéar.
39. Bugalé Israel é-kreiz ann emgann pa wélchon̄t kémen̄t-sé, (râk bugalé Ben̄jamin a venné pénaoz é tec’hen̄t, hag a iéa war hô lerc’h, goudé béza lazet trégon̄t dén eûz hô armé) :
40. Ha pa wélchon̄t ével eur peûl môged a zavé eûz a géar, bugalé Ben̄jamin ô sellout ivé war hô lerc’h, a wélaz pénaoz é oa kéméret kéar, ha pénaoz é savé ar flammou étrézég ann én̄v.
41. Neûzé ar ré hô dôa gréat neûz da déc’hout, a énébaz ô tistrei a-grenn out-hô. (T). Ha bugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, en em lékéaz da dec’hout ;
42. Ha da von̄t war hen̄t ann distrô ; hôgen hô énébourien a iéaz war hô lerc’h : hag ar ré hô dôa en̄tanet kéar, a iéaz war hô arbenn.
43. C’hoarvézoud a réaz éta pénaoz é oen̄t tréc’het a bép tû gan̄d hô énébourien, ha na oé ehan é-béd d’al lazérez. Kouéza a réjon̄t marô war-zû sâv-héol Gabaa.
44. Hôgen el léac’h-zé é oé lazet triouec’h mil dén, holl tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.
45. Ar ré all eûz a vugalé Ben̄jamin ô wélout kémen̄t-sé, a dec’haz étrézég ann distrô, hag a iéaz war-zû ar roc’h hanvet Remmon. Hôgen ô véza ma oan̄t skiñet tu-man̄ ha tu-hon̄t enn tec’h-zé, é oé lazet c’hoaz pemp mil anézhô. Ha p’az éan̄t pelloc’h, bugalé Israel a iéaz war hô lerc’h hag a lazaz c’hoaz daou vil anézhô.
46. Hag ével-sé é c’hoarvézaz pénaoz ar ré holl eûz a vugalé Ben̄jamin péré a oé lazet é meûr a léac’h, a oé eûz a bemp mil dén war-n-ugen̄t, tûd-a-vrézel ha kalounek-brâz.
47. Na choumaz éta eûz a holl vreûriez Ben̄jamin, eûz ar ré a hellaz mon̄t-kuit ha tec’hout d’ann distrô, némét c’houec’h kan̄t dén, péré a choumaz war roc’h Remmon é-pâd pévar miz.
48. Hôgen bugalé Israel ô véza distrôet eûz ar brézel, a lazaz gan̄d ar c’hlézé kémen̄d a oa choumet é kéar, adaleg ann dûd bétég al loéned ; hag holl geriou hag holl vourc’hiou Ben̄jamin a oé dévet gan̄d ann tân.
1. Bugalé Israel a douaz ivé é Masfa, hag a lavaraz : Hini ac’hanomp na rôi hé verc’h da c’hrég da vipien Ben̄jamin.
2. Hag hî a zeûaz holl da di Doué é Silo, hag ô véza choumet dira-z-han̄ bétég ar pardaez, é savchon̄t hô mouéz, ha gan̄d eur iudérez brâz, en em lékéjon̄t da wéla ô lavarout :
3. Pérâg, Aotrou, Doué Israel, ef-hén̄ c’hoarvézet ann drouk-zé d’as pobl, ma eo lamet hiriô eur vreûriez eûz hor c’hreiz ?
4. An̄trônôz ô véza savet diouc’h ar min̄tin, é savchon̄t eunn aoter ; hag é kennigchon̄t énô sakrifisou-losk, ha viktimou a béoc’h, hag é léverchon̄t :
5. Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet gan̄d armé ann Aotrou ? Râg hî a oa en em wéstlet gan̄d eul lé brâz, pa oan̄t é Masfa, da laza ar ré ha na zeûjen̄t két.
6. Ha bugalé Israel ô kaout keûz eûz ar péz a oa c’hoarvézet gan̄d hô breûdeûr eûz a vreûriez Ben̄jamin, en em lékéaz da lavarout : Eur vreûriez a zô bét lamet eûz a Israel ;
7. A béléac’h é kémérin̄t-hi gragez ? Râk ni hon eûz touet holl pénaoz na rôjemp két dézhô hor merc’hed.
8. Râk-sé é léverchon̄t : Piou eûz a holl vreûriézou Israel né két piñet étrézég ann Aotrou da Vasfa ? Ha chétu e oé kavet pénaoz né oa két bét tûd Jabez-Galaad enn armé-zé.
9. (Enn amzer-zé évit-gwir pa édô bugalé Israel é Silo, n’en em gavaz énô hini anézhô.)
10. Kâs a réjon̄t éta dék mil dén kalounek-brâz, hag é c’hourc’hémenchon̄t d’ézhô : It, ha skôit gan̄d ar c’hlézé holl dûd Jabez-Galaad, kenn ar gragez, kenn ar vugalé.