Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/338

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
ar varnerien.

11. Hag ann dra-man̄ a dléot da virout : Lazit kémen̄t paotr ha kémen̄t maouez é dévézô anavézet goâz ; hôgen mirit ar gwerc’hézed.

12. Ha kavet é oé é Jabez-Galaad pévar c’han̄t gwerc’hez, péré na oan̄t bét é gwélé goâz é-béd ; hag hî a gasaz anézhô d’ar c’hamp é Silo, é brô Kanaan.

13. Hag hî a gasaz kannaded da vugalé Ben̄jamin, péré a oa war roc’h Remmon, évit lavarout d’ézhô pénaoz é tigémerchen̄t anézhô é péoc’h.

14. Neûzé é tistrôaz bugalé Bén̄jamin, hag é oé rôet d’ézhô da c’hragez merc’hed eûz a Jabez-Galaad : hôgen na oé két kavet ré all da rei d’ézhô enn hévélep doaré.

15. Hag Israel holl a oé glac’haret-brâz, hag en dôé keûz éz oa kollet unan eûz a vreûriézou Israel.

16. Hag hénaoured ar bobl a lavaras : Pétrâ a raimp-ni d’ar ré all, péré n’hô deûz két bet a c’hragez ? Râk holl verc’hed breûriez Ben̄jamin a zô bét lazet.

17. Ha nî a dlé lakaad hon holl bréder, hag hon holl boan, évit na vézô két kollet unan eûz a vreûriézou Israel.

18. Koulskoudé na hellomp két rei d’ézhô hor merc’hed, ô véza ma omp dalc’het gan̄d hol lé hag ar gwall-béden hon eûz gréat, pa hon eûz lavaret : Milliget ra vézô ann hini a rôi unan eûz hé verc’hed da c’hrég da vipien Ben̄jamin.

19. Eunn dézô a gémerchon̄t hag é léverchon̄t : Chétu lid ann Aotrou a vireur bép ploaz é Silo, péhini a zô diazézet war-zû ann han̄ter-nôz eûz a géar Vétel, ha war-zû ar sâv-héol eûz ann hen̄t a ia eûz a Vétel da Zichem, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz a géar Lébona.

20. Hag hî a c’hourc’hémennaz da vipien Ben̄jamin, ô lavarout : It, ha kuzit er gwiniennou.

21. Ha pa wélot merc’hed Silo ô ton̄d da zan̄sa hervez ar c’hîz, dilammit râk-tâl eûz ar gwiniennou, ha krapit pép-hini unan anézhô da c’hrég, ha distrôit da vrô Ben̄jamin.

22. Ha pa zeûi hô zadou hag hô breûdeûr d’en em glemma ac’hanoc’h ha da c’hourdrouza, é livirimp d’ézhô : Hô pézet truez out-hô, râk n’hô deûz két hô c’hrapet dré wîr ar vrézélidi hag ann drec’herien ; hôgen pa hô deûz hô goulennet digan-é-hoc’h, n’hoc’h eûz két hô rôet, hag oc’h kiriek a zé.

23. Ha bugalé Benjamin a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô : ha diouc’h ann niver ma oan̄t, pép-hini anézhô a grapaz unan eûz ar merc’hed a zan̄sé, evit béza da c’hrég d’ézhan : hag ô véza distrôet d’hô brô, é savchon̄t keriou hag é choumchon̄t enn-hô.

24. Bugalé Israel a zistrôaz ivé d’hô zeltou, pep-hini enn hé vreûriez hag enn hé diad. Enn amzer-zé na oa két a roué enn Israel, hôgen pép-hini a réa ével ma kavé éz oa mâd da ôber.


————