1. Enn amzer eur barner, pa c’hourc’hémenné ar varnerien, é c’hoarvézaz naounégez er vrô. Eunn dén a guitaaz Bétléhem Juda, évit mon̄d é brô ar Voabited gan̄t hé c’hrég hag hé zaou vâb.
2. Élimélek a réad eûz a hé-man̄, ha Noémi eûz hé c’hrég : hé zaou vâb a oa hanvet, unan anézhô Mahalon, hag égilé Chélion. Ginidig é oan̄t eûz a Éfrata é Bétléhem Juda. Éad é brô ar Voabited, é choumchon̄t énô.
3. Élimélek, pried Noémi, a varvaz, hag hî a choumaz gan̄d hé mipien.
4. Ar ré-man̄ a géméraz évit gragez merc’hed Moabitézed, unan hanvet Orfa, hag ébén Ruth. Choum a réjon̄t énô dék vloaz.
5. Hô-daou é varvchon̄t, da lavaroud eo, Mahalon ha Chélion : ha Noémi en em gavaz é diouer eûz hé daou vâb hag eûz hé fried.
6. Sével a réaz évit kuitaat brô ar Voabited, ha distrei d’hé hini, gan̄d hé diou verc’h-kaer ; râk klévet é doa pénaos en dôa ann Aotrou sellet a druez oud hé bobl, ha rôet boéd dézhô.
7. Kuitaad a réaz éta léac’h hé ergerz, gan̄d hé diou verc’h-kaer : hag ô véza é penn ann hen̄t évid distrei da zouar Juda,
8. É lavaraz d’ézhô : Id da dî hô mamm : ra rai ann Aotrou trugarez enn hô kén̄ver, ével ma hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ar ré a zô marô hag em c’hén̄ver~mé.
9. Ra rai d’é-hoc’h kaoud ann éhan é tî ar priéjou a zigouézô gan-é-hoc’h, hag hî a bokaz d’ézhô. Ar ré-man̄ enn eur zével hô mouez en em lékéaz da wéla,
10. Ha da lavarout : Mon̄d a raimp gan-éz étrézé da bobl.
11. Ha Noémi a lavaraz d’ézhô : Distrôit, va merc’hed, pérâg é teûit-hu gan-én̄ ? Ha béz’ am eûz-mé c’hoaz (T) mipien em c’hôv, évit ma helfac’h gédal priéjou digan-én̄ ?
12. Distrôit, va merc’hed, hag ît-kuît : râg a vréman̄ ounn koazet gan̄d ar gôzni, ha n’ounn két mâd évit ar briédélez : ha pa helfenn zô-kén béza brazézet ha gwilioudi eûz a vipien enn nôz-man̄,
13. Mar c’hoan̄tait gédal bété ma teûin̄t brâz hag enn oad da zimézi, ken̄toc’h é viot deûet kôz, égét na viot dimézet. Na rît két ann dra-zé, va merc’hed, mé hô péd ; râg hô klac’har a wask ré war va c’haloun, ha dourn ann Aotrou a zô savet war-n-oun.
14. En em lakaad a réjon̄t a-névez da zével hô mouez ha da wéla : Orfa a bokaz d’hé mamm-gaer hag a iéaz-