12. Ra zistolô ann Aotrou war-n-oud ar mâd éc’h eûz gréat, ha ra rôi ann Aotrou, Doué Israel, eur gôbr ar brasa d’id, pa oud deûet d’hé gavout, ha d’en em deûrel dindân he ziou-askel.
13. Hag hî a lavaraz : Digémer mâd em eûz kavet dirâg da zaoulagad, va aotrou ; va dic’hlac’haret éc’h eûz, ha komzet ec’h eûz out kaloun da vatez, pétrâ-bennâg n’ounn két hén̄vel oud unan eûz da blac’hed.
14. Ha Booz a lavaraz dézhi : Pa vézô préd dibri, deûz aman̄ ha debr bara, ha soub da damm er gwin-égr. Azéza a réaz éta é-kichen ar véderien : kéméroud a réaz iôd évit-hi, dibri a réaz hé gwalc’h hag é tastumaz ann tammou a choumaz a zilerc’h. (T).
15. Neûzé é savaz ac’hanô da zastumi a-névez pennou éd. Hôgen Booz a c’hourc’hémennaz d’hé baotred, ô lavarout : Ha pa c’hoan̄tafé-hi médi gan-é-hoc’h, na virit két out-hi :
16. Taolit zô-kén a-zévri lôd eûz hô malanou, ha stlapit-hô war hô lerc’h, évit m’hô dastumô hép kaout méz hag héb béza tamallet gan̄d dén.
17. Pennaoui a réaz éta er park bétég ar pardaez ; hag ô véza dournet gan̄d eur walen ar pennou éd é dôa dastumet, é kavaz a heiz war-drô ar ven̄t eûz a eunn éfi, da lavaroud eo, tri astellad.
18. Hô c’hémérout a réaz hag é tistrôaz é kéar, hag hô diskouézaz d’hé mamm-gaer : kenniga a réaz ivé hag é rôaz d’ézhi ar péz a oa choumet eûz hé boéd goudé ma é dôa debret hé gwalc’h.
19. Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi : É péléac’h éc’h eûz-té pennaouet hiriô, hag é péléac’h éc’h eûz-té labouret ? Ra vezô benniget ann hini en deûz bét truez ouz-id. Ha Ruth a rôaz da anaoud d’ézhi é tî piou é dôa labouret, hag é lavaraz pénaoz ann dén-zé a oa hanvet Booz.
20. Ha Noémi a lavaraz d’ézhi : Ra vézô benniget gan̄d ann Aotrou ; râk mired en deûz ann hévélep trugarez é-kén̄ver ar ré varô, ével m’en dôa bét é-kén̄ver ar ré véo. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Ann dén-zé a zô kâr d’é-omp.
21. Kémennet en deûz c’hôaz din, émé Ruth, da zon̄t da gaout ar véderien, kén na vézô médet hé holl éd.
22. Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi : Gwell eo d’id, va merc’h, mon̄d da védi gan̄d hé blac’hed, gan̄d aoun na rajé unan-bennâg drouk d’id enn eur park all.
28. Don̄t a réaz éta gan̄t plac’hed Booz ; hag éz éaz da védi gan̄t-hô, kén na oé dastumet ann heiz hag ar gwiniz er zoliérou.
1. Pa oé distrôet Ruth da gaout hé mamm-gaer, Noémi a lavaraz d’ézhi : Klask a rinn ma vézi é péoc’h hag az lakaat a rinn da véza ervâd. (T).
2. Ar Booz-zé, gan̄t plac’hed péhini oud bét er park, a zô kâr-néz d’é-omp, hag enn nôz-man̄ é wen̄tô hé heiz el leûr.
3. En em walc’h éta, en em lard gan̄t louzou-c’houés-vâd, gwisk da gaéra diḻad, ha diskenn d’al leûr. N’en em ziskouéz két da Vooz, kén n’en dévézô débret hag évet.
4. Ha p’az ai da gouska, évésa é pé léac’h é kouskô : mon̄d a rî dî hag é tizôlôi ar ballen war-zû ann treid ; en em deûrel a rî énô hag é choumi. Neûzé hén̄ hé-unan a lavarô did pétrâ a dléi da ôber.
5. Ha Ruth a lavaraz dézhi : Ober a rinn kémen̄d a c’hourc’hémenni d’in.
6. Hag hî a ziskennaz d’al leûr, hag a réaz kémen̄d é dôa hé mamm-gaer gourc’hémennet dézhi.
7. Ha pa en dôé Booz débret hag évet, ha pa en em gavaz laouénoc’h, éz éaz da gouska é-harz eur bern malanou : ha Ruth a zeûaz didrouz, ha goudé béza dizôlôet ar ballen war-zû ann treid, en em doalaz énô.
8. Ha chétu war-drô han̄ter-nôz é oé spoun̄tet ha néc’het Booz, pa wé-