9. Ha Booz ô komza oud ann hénaoured hag oud ann holl : Testou oc’h, émé-z-han̄, hiriô, pénaoz kémen̄d a zô bét da Élimélek, ha da C’hélion, ha da Vahalon a zô d’in, pa em eûz hé brénet digan̄t Noémi.
10. Ha pénaoz é kémérann da c’hrég Ruth, ar Voabitez, grég Mahalon, évit ma tigasinn a-névez hanô ann hini a zô marô enn hé zigwéz, gan̄d aoun na vé kollet hé hanô enn hé diégez, é-touez hé vreûdeûr hag hé bobl. C’houi, émé-vé, a zô testou eûz a gémen̄t-man̄.
11. Ann holl hobl a ioa out porz-kéar, hag ann hénaoured a lavaraz : Nî a zô testou. Ra lakai ann Aotrou ar c’hrég-man̄, péhini a ia enn da dî, hén̄vel out Rachel ha Lia, péré hô deûz savet ti Israel, évit ma vézô eur skouér a furnez enn Éfrata, ha ma é dévezô eunn hanô kaer é Bétléhem.
12. Ra zeûio ivé da dî, ével ti Farez, péhini a c’hanaz Tamar da Juda, gan̄d ar wenn a rôi ann Aotrou d’id dioud ar plac’h-iaouan̄k-man̄.
13. Booz a géméraz éta Ruth hag a zimézaz gan̄t-hi : mon̄d a réaz d’hé c’havout, hag ann Aotrou hé lékéaz da en̄géhen̄ta ha da c’hénel eur mâb.
14. Hag ar gragez a lavaraz da Noémi : Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini ne két fellet d’ezhan̄ é vé da diégez hép nésted, nag é vé kollet hé hanô enn Israel :
15. Évit m’az pézô eur mâb da zic’hlac’hari da galoun, ha da vaga da gôzni : râg ganet eo gan̄d da verc’h-kaer, péhini az kâr ; ha kalz gwelloc’h eo d’id égét m’az pé seiz mâb.
16. Ha Noémi ô véza kéméret ar bugel, hél lékéaz war hé barlen ; ha né oa némét-hi oc’h hé vaga hag oc’h hé zougen.
17. Ar gragez hé amézégézed en em laouénéé gan̄t-hi, ô lavarout : Eur mâb a zô ganet da Noémi : hag hî a c’halvaz anézhan̄ Obed : hen-nez a oé tâd Isai, tâd David.
18. Chétu aman̄ nésted Farez : Farez a oé tâd Esron (T) ;
19. Esron a oé tâd Aram ; Aram a oé tad Aminadab (T) ;
20. Aminadab a oé tâd Nahason ; Nahason a oé tâd Salmon (T) ;
21. Salmon a oé tâd Booz ; Booz a oé tâd Obed (T) ;
22. Obed a oe tâd Isai ; Isai a oé tâd David. (T).