Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
312
levr ken̄ta samuel,

mek eûz ar poultr, hag é tenn ar paour eûz ann teil, évid hé lakaad da azéza gan̄d ar brin̄sed, ha rei d’ézhan̄ eunn tron a c’hloar : râg aélou ann douar a zô d’ann Aotrou, hag hén̄ eo en deûz lékéat ar béd war-n-ézhô.

9. Treid hé zen̄t a ziwallô, hag ar ré fallagr a davô enn dévalien ; râk na grévai két ann dén gan̄d hé ners hé-unan.

10. Enébourien ann Aotrou a skrijô dira-z-han̄. Hag hén̄ a lakai ar gurun da straka war-n-ézhô eûz ann en̄v : ann Aotrou a varnô pennou vrâz ann douar ; ar véli a rôi d’hé roué, hag é savô galloud hé Grist.

11. Hag Elkana a zistrôaz d’hé dî é Ramata : hag ar bugel a zerviché ann Aotrou dirâg Héli ar Bélek-brâz.

12. Hôgen mipien Héli, a oa bugalé Bélial, ha na anavézen̄t két ann Aotrou,

13. Na karg ar véléien é-kén̄ver ar bobl : râk pa lazé unan-bennâg eur viktim, paotr ar béleg a zeûé, en̄dra ma poazed ar c’hik, hag é talc’hé eur forc’hik tri-bézek enn hé zourn ;

14. Hag é lékéé anézhi er gaoter, pé er billik, pé er pôd-houarn, pé er pôd-pri : ha kémen̄d a zavé ar forc’hik, é kéméré ar bélek évit-han̄. Ével-sé é réan̄t d’ar ré holl eûz a Israel a zeûé da Zilo.

15. Abarz ma oa dévet al lard, é teûé ivé paotr ar bélek hag é lavaré d’ann hini a gennigé ar viktim : Rô d’in kîk, évit ma hé likiinn da boaza évid ar bélek : râk na gémérinn két digan-éz kîk poaz, hôgen kîk krîz.

16. Hag ann hini a gennigé ar viktim a lavaré : Ra vézô dévet hiriô da-gen̄ta al lard hervez ar c’hiz, ha kémer évid-oud kémen̄d ha ma kiri. Hag ar paotr a lavaré d’ézhan̄ : Nann ; bréma é rôi, anéz é kémérinn dré ners.

17. Hag ével-sé péc’hed ar baotred-zé a oa brâz-meûrbed dirâg ann Aotrou, ô véza ma tistrôen̄t ann dûd eûz a sakrifiz ann Aotrou.

18. Hôgen ar bugel Samuel a zerviché dirâg ann Aotrou, hag hén̄ gourizet gan̄d eunn éfod lin.

19. Hag hé vamm a réa dézhan̄ eur zaé, a zougé d’ézhan̄ d’ann deisiou lid, pa biñé gan̄d hé ozac’h évit kenniga ann hostiv liduz.

20. Hag Héli a vennigaz Elkana hag hé c’hrég, hag é lavaraz dézhan̄ : Ra rôi d’id ann Aotrou hâd eûz ar c’hrég-zé évid ar gwéstl éc’h eûz gréat d’ann Aotrou. Hag hî a zistrôaz d’hô c’héar.

21. Hag ann Aotrou a vizitaz Anna, hag hî a en̄géhen̄taz, hag a c’hanaz tri mâb ha diou verc’h : hag ar bugel Samuel a zeûaz da véza brâz dirâg ann Aotrou.

22. Hôgen Héli a oa kôz-brâz, hag hén̄ a glevaz kémen̄d a réa hé vipien é-kén̄ver Israel holl ; ha pénaoz éz éan̄t da gouska gan̄d ar merc’hed a évéséé oud dôr ann tabernakl.

23. Hag hén̄ a lavaraz dézhô : Pérâg é rît-hu ann traou-zé a glevann da lavarout gan̄d ar bobl holl, traou eûz ar ré wasa ?

24. Na rît mui kémen̄t-sé, va mipien : râk né két eur vrud vâd a glevann, pénaoz é likîd pobl ann Aotrou da derri hé c’hourc’hémennou.

25. Mar péc’h eunn dén a-énep eunn dén, é hell Doué béza habaskéet enn hé gén̄ver : hôgen mar péc’h eunn dén a-énep ann Aotrou, piou a bédô évit-han̄ ? Hag hî na glevchon̄t két mouéz hô zâd ; ô véza ma fellé d’ann Aotrou hô lakaad da vervel.

26. Hôgen ar bugeï Samuel a grévéé hag a greské, hag a blijé da Zoué kerkouls ha d’ann dûd.

27. Koulskoudé eunn dén Doué a zeûaz da gavout Héli, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Ha n’ounn két en em ziskouézet splann da dî da dâd, pa édon̄t enn Éjipt é tî Faraon ?

28. Hag hé zilennet em eûz é-kreiz holl vreûriézou Israel évit béza da vélek din, évit ma piñché oud ann aoter, ma tevché ézan̄s d’in ha ma tougché ann éfod dira-z-oun : ha rôed em eûz da dî da dâd lôd eûz a holl sakrifisou bugalé Israel.

29. Pérâg hoc’h eûs-hu distolet a daoliou treid va viktim hag ann traou em eûz gourc’hémennet da genniga d’in enn templ. Hag hoc’h eûz-hu énoret hô mipien dreist-oun, ô tibri