Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/347

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
313
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

gan̄t-hô ann tammou ken̄ta eûz a sakrifisou Israel, va fobl ?

30. Râk-sé é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Lavaret hag aslavaret em eûz pénaoz da dî ha tî da dâd a zervichfé dira-z-oun da-vikenn ; hôgen bréma, émé ann Aotrou, éma pell kémen̄t-sé diouz-in : râk néb a énorô ac’hanonn, éc’h énorinn anézhan̄ ; ha néb a zisprizô ac’hanoun, é tisprizinn anézhan̄.

31. Chétu é teûi eunn amzer, é péhini é trouc’hinn da vréac’h, ha bréac’h tî da dâd, évit na vézô dén kôz é-bed enn da dî.

32. Ha té a wélô da géférer enn templ, é holl eûr-vâd Israel : ha na vézô bikenn mui a zén kôz enn da dî.

33. Koulskoudé na bellainn két a-grenn ar ré holl eûz da wenn diouc’h va aoter : hôgen lakaad a rinn da zaoulagad da den̄valaat ha da galoun da zizéc’ha : hag al lôd brâz eûz da dî a varvô pa vezin̄t deûet d’ann oad a zén.

34. Hag ar péz a vézô da arouéz d’id, eo ar péz a c’hoarvézô gan̄d da zaou vâb, Ofni ha Finéez : enn eunn hévélep deiz é varvin̄t hô-daou.

35. Ha mé a lakai da zével d’in eur bélek féal, péhini a rai hervez va c’haloun hag hervez va éné : ha mé a zavô d’ézhan̄ eunn ti féal, hag hén̄ a gerzô bépréd dirâk va C’hrist.

36. Hôgen c’hoarvézoud a rai pénaoz néb a choumô eûz da dî, a zeûi évit ma vézô pédet évit-han̄ ; hag hén̄ a gennigô eur péz arc’han̄t hag eunn dors vara, hag é lavarô : Rô d’in, mé az péd, lôd ar bélek (T), évit ma tebrinn eur génaouad bara.


————


III. PENNAD.


Diskléria a ra Doué da Zamuel ar péz êz â da ôber a-énép tî Héli.


1. Hôgen ar bugel Samuel a zerviché ann Aotrou dirâg Héli ; ha gér ann Aotrou a oa talvouduz-brâz enn deisiou-zé, ha na oa két a wélédigez anat.

2. C’hoarvézout a réaz eunn deiz, pénaoz Héli a oa kousket enn hé léac’h ; hag hé zaoulagad a oa deûet da dévalaat, ha na hellé két gwélout :

3. Abarz ma oa mouget kleûzeur Doué, é kouské Samuel é templ ann Aotrou, el léac’h ma édô arc’h-Doué :

4. Hag ann Aotrou a c’halvaz Samuel. Hag hén̄ a lavaraz : Chétu mé.

5. Hag hén̄ a rédaz étrézég Héli, hag a lavaraz : Chétu mé : râk va galvet éc’h eûz. Hag Héli a lavaraz : n’em eûz két da c’halvet : distrô, ha kousk. Ha Samuel a iéaz-kuît hag a gouskaz.

6. Hag ann Aotrou a c’halvaz adarré Samuel. Ha Samuel, ô véza savet, a iéaz étrézég Héli, hag a lavaraz : Chétu mé ; râk va galvet éc’h eûz. Hag Héli a lavaraz : N’em eûz két da c’halvet, va mâb : distrô, ha kousk.

7. Hôgen Samuel na anavézé két c’hoaz ann Aotrou, ha gér ann Aotrou né oa két bét c’hoaz disklériet d’ézhan̄.

8. Hag ann Aotrou a c’halvaz adarré Samuel eunn trédé gwéach. Hag hén̄ ô véza savet, a iéaz etrézég Héli,

9. Hag a lavaraz : Chétu mé ; râk va galvet éc’h eûz. Héli a anavézaz neûzé pénaoz en dôa ann Aotrou galvet ar bugel ; hag é lavaraz da Zamuel : Kéa, ha kousk : ha mar da c’halveur c’hoaz eur wéach, é liviri : Komz, Aotrou ; râk da zervicher a zélaou. Samuel a iéaz éta hag a gouskaz enn hé léac’h.

10. Hag ann Aotrou a zeûaz, a zavaz hag a c’halvaz ével m’en dôa galvet ken̄t : Samuel, Samuel. Ha Samuel a lavaraz : Komz Aotrou ; râk da zervicher a zélaou.

11. Hag ann Aotrou a lavaraz da Zamuel : Chétu éz ann da ôber eunn dra enn Israel ha piou-bennâg hé c’hlevô, é voudô hé ziskouarn d’ézhan̄.

12. Ober a rinn enn deiz-zé, a-énep Héli hag a-énep hé dî, kémen̄d em eûz lavaret (T) : déraoui ha peûr-ôber a rinn.

13. Râk diouganet em eûz d’ézhan̄ pénaoz é varnchenn hé dî da-vikenn, enn abek d’hé fallagriez ; râk pétrâ-bennâg ma wié pénaoz hé vipien en