Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/351

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
317
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

Jozué ar Betsamit, hag a choumaz énô. Hôgen béz’ éz oa énô eur méan brâz. Hag hî ô véza trouc’het a dammou koat ar c’harr, a lékéaz war-n-ézhan̄ ann diou vioc’h évit kenniga ar sakrifiz-losk d’ann Aotrou.

15. Hôgen al Lévited a ziskennaz arc’h Doué, hag ar skrîn a oa enn hé c’hichen, é péhini édô ar skeûdennou aour, hag é lékéjon̄t anézhô war ar méan brâz. Hag ar Vetsamited a gennigaz enn deiz-zé sakrifisou-losk ha viktimou d’ann Aotrou.

16. Hag ar pemp prin̄s ar Filistined, goudé béza gwélet kémen̄t-sé a zistrôaz da Akkaron enn deiz-zé.

17. Chétu aman̄ ar réoriou aour a gennigaz ar Filistined évid hô féc’hed : Azot unan, Gaza unan, Askalon unan, Gét unan, Akkaron unan :

18. Ha razed aour hervez ann niver eûz a geriou ar Filistined, er pemp provin̄s, adaleg ar c’heriou muriet bétég ar bourc’hiou divur, ha bétég ar méan brâz Abel, war béhini hô dôa lékéat arc’h ann Aotrou, hag a zô c’hoaz hiriô é park Jozué ar Betsamit.

19. Hôgen ann Aotrou a skôaz war dûd Betsamez, ô véza m’hô dôa sellet oud arc’h ann Aotrou ; skei a réaz war zék dén ha tri-ugen̄t eûz ar ré-vrâz, ha war han̄ter-kan̄t mil dén eûz ar ré vihan eûz ar bobl. Hag ar bobl a wélaz, ô véza m’en dôa ann Aotrou skôet gan̄t-hô gan̄d eur gouli ker brâz.

20. Ha tûd Betsamez a lavaraz : Piou a hellô choum enn hé zâ dirâg ann Aotrou-zé, ann Doué san̄t-zé ? Hag é tî péhini ac’hanomp é piñô-hén̄ ?

21. Hag hî a gasaz kannaded étrézé tûd Kariatiarim évit lavarout d’ézhô : Ar Filistined hô deûz digaset arc’h ann Aotrou, diskennit, ha kasit-hi gan-é-hoc’h.


————


VII. PENNAD.


Kâs a réeur ann arc’h da Gariatiarim. Ar Filistined a zô trec’het.


1. Tûd Kariatiarim a zeûaz éta hag a zigasaz gan̄t-hô arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi é tî Abinadab é Gabaa. Hag hî a wéstlaz Éléazar, hé vâb, évit mirout arc’h ann Aotrou.

2. Kalz a amzer a ioa abaoé ma édô arc’h ann Aotrou é Kariatiarim (râg ugen̄t vloaz a ioa dijâ), hag holl di Israel a éhané oc’h heûlia ann Aotrou.

3. Neûzé Samuel a gomzaz oud holl di lsrael, ô lavarout : Mar tistrôit oud ann Aotrou a greiz hô kaloun, tennit eûz hô kreiz ann douéed a-ziavéaz, Baalim hag Astarot ; hag aozit hô kalounou d’ann Aotrou, ha na zervichit némét-han̄ ; hag hén̄ a zennô ac’hanoc’h eûz a zaouarn ar Filistined.

4. Bugalé Israel a zistolaz éta Baalim hag Astarot, hag a zervichaz ann Aotrou hép kén.

5. Ha Samuel a lavaraz : Strollit Israel holl é Masfat, évit ma pédinn ann Aotrou évid-hoc’h.

6. Hag hî en em zastumaz é Masfat : tenna a réjon̄t dour a skuḻchon̄t dirâg ann Aotrou ; hag hî a iunaz enn deiz-zé, hag a lavaraz énô : Péc’het hon eûz a-eneb ann Aotrou. Ha Samuel a varnaz bugalé Israel é Masfat.

7. Ha pa glevaz ar Filistined pénaoz é oa strollet bugale Israel é Masfat, prin̄sed ar Filistined a biñaz a-énep Israel. Ha pa glévaz bugalé Israel kémen̄t-sé, hô dôé aoun râg ar Filistined :

8. Hag é léverchon̄t da Zamuel : Na ehan két da c’harmi évid-omp étrézég ann Aotrou hon Doué, évit ma tennô ac’hanomp eûz a zaouarn ar Filistined.

9. Ha Samuel a géméraz eunn oan-léaz, hag a gennigaz anézhan̄ krenn d’ann Aotrou : ha Samuel a c’harmaz oud aon Aotrou évid Israel, hag ann Aotrou a zélaouaz out-han̄.

10. Hôgen en̄dra ma kennigé Samuel hé sakrifiz-losk, ar Filistined a zeûé d’ann emgann a-énep Israel : ann Aotrou a lekéaz da straka he gurun gan̄d eunn trouz brâz war ar Filistined enn deiz zé ; hag hén̄ a spoun̄taz-meûrbéd anézhô, hag hô zréc’haz dirâg Israel.

11. Ha tûd Israel ô véza éat er-méaz eûz a Vasfat, a iéaz war lerc’h ar Filistined, hag a skôaz gan̄t-hô bétég eul léac’h a oa dindân Betkar.