Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/355

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
321
a c’halvomp levr ken̄ta ar rouéed.

arouésiou-zé gan-éz, grâ kémen̄d en em gavô da ôber, râg ann Aotrou a zô gan-éz.

8. Ha té a ziskennô em raok da C’halgala (rak mé a ziskennô d’az kavout) évit ma kennigi eur sakrifiz, ha ma lazi viktimou a béoc’h : é-pâd seiz dervez é c’hortozi ac’hanoun, kén na zeûinn d’az kavout ha na ziskouézinn d’id pétrâ a dléi da ôber.

9. Kerken̄t éta ha ma trôaz Saül hé gein évit mon̄t kuit diouc’h Samuel, Doué a rôaz d’ézhan̄ eur galoun all, hag ann holl arouésiou-zé a c’hoarvézaz gan̄t-han̄ enn deiz-zé.

10. Pa oen̄t deûet d’ar gréc’hien a oa bét merket d’ézhan̄, énô e kavchon̄t eur van̄den proféded. Ha spéred ann Aotrou en em daolaz war-n-ézhan̄, hag hén̄ a ziouganaz enn hô c’hreiz.

11. Hôgen ar ré holl péré hô dôa hé anavézet né oa két pell, ô wélout pénaoz édô gan̄d ar broféded hag é tiougané, a lavaré ann eil d’égilé : Pétrâ a zô c’hoarvézet gan̄d mâb Kîs ? Hag é-touez ar broféded éma Saül ?

12. Ha ré all a lavaré d’ézhô : Ha piou eo hô zâd-hi ? Râk-sé é oé trôet é lavar-gôlôet : hag é-touez ar broféded éma Saül ?

13. Hôgen paouéza a réaz da ziougani, hag é teûaz d’al léac’h uc’hel.

14. Hag éon̄tr Saül a lavaraz d’ézhan̄ ha d’hé baotr : Péléac’h oc’h-hu bét ? Hag hî a lavaraz : Da glask ann azénézed : hag ô véza n’hô c’havemp két, omp deûet da gavout Samuel.

15. Hag hé éon̄tr a lavaraz d’ézhan̄ : Lavar d’in pétrâ en deûz lavaret Samuel d’id.

16. Ha Saül a lavaraz d’hé éon̄tr : Lavaret en deûz d’é-omp pénaoz é oa kavet ann azénézed. Hôgen na lavaraz két d’ézhan̄ ar péz en dôa lavaret Samuel diwar-benn ar garg a roué.

17. Ha Samuel a strollaz ar bobl dirâg ann Aotrou é Hasfa :

18. Hag é lavaraz da vugalé Israel : Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israei : Mé eo em eûz tennet Israel eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tieûbet eûz a zaouarn ann Éjiptianed, hag eûz a zaouarn ann holl rouéed a c’hlac’haré ac’hanoc’h.

19. Hôgen c’houi hiriô hoc’h eûz distolet hô Toué, péhini hép-kén en deûz hô tennet eûz hoc’h holl boaniou hag eûz hoc’h holl an̄kéniou, hag hoc’h eûz lavaret : A néb hen̄t ; hôgen laka eur roué war-n-omp. Savid éta bréma dirâg ann Aotrou, hervez hô preûriézou, hag hervez hô tiadou.

20. Ha Samuel a daolaz ar sort war holl vreûriézou Israel, hag é kouézaz war vreûriez Ben̄jamin.

21. Hé deûrel a réaz neûzé war vreûriez Ben̄jamin hag hé c’héren̄tiézou, hag é kouézaz war géren̄tiez Métri, hag é teûaz bété Saül, mâb Kis. Hé glask a réjon̄d éta, ha na oé két kavet.

22. Ha goudé-zé é c’houlenchon̄t digan̄d ann Aotrou mar teûjé dî. Hag ann Aotrou a lavaraz : Chétu eo kuzet enn hé dî.

23. Hag hî a rédaz hag a zigasaz anézhan̄ ac’hanô. Ha pa zavaz é-kreiz ar bobl, en em gavaz uc’héloc’h adalek hé ziskoaz égéd ann holl bobl.

24. Ha Samuel a lavaraz d’ann holl bobl : C’houi a wél ann hini en deûz dibabet ann Aotrou, ha pénaoz n’euz hini hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl bobl. Hag ann holl bobl a griaz : Ra vévô ar Roué.

25. Neûzé Samuel a rôaz da anaout d’ar bobl lézen ar rouélez, hag a skrivaz anézhi enn eur levr a lékéaz dirâg ann Aotrou. Ha Samuel a gasaz-kuît ar bobl, pép-hini d’hé dî.

26. Saül a zistrôaz ivé d’hé dî é Gabaa, ha lôd eûz ann armé, ar ré a oa bét ténéréet hô c’haloun gan̄d Doué, a iéaz gan̄t-han̄.

27. Hôgen mipien Bélial a lavaraz : Hag hé-man̄ a hellô hon diboania ? Hag hî a zisprizaz anézhan̄, ha na zigazchon̄t két a rôou d’ézhan̄. Hôgen Saül na réaz vân oc’h hô c’hlevout.


————


XI. PENNAD.


Saül a drec’h ann Ammonited.


1. War-drô eur miz goudé, é piñaz Naas, ann Ammonit, hag é teûaz da