drôaz étrézég ann hen̄t eûz a harzou krec’hen Séboim, râg-énep d’ann distrô.
19. Hôgen n’en em gavé gôf é-béd é holl vrô Israel : rag ar Filistined hô dôa miret out kémen̄t-sé, gan̄d aoun na rajé ann Hébréed klézeier ha goafiou.
29. Réd é oa éta da holl Israel diskenni da gavout ar Filistined évit lemma hô souc’hiou, hag hô figellou, hag hô bouc’hili, hag hô gwiñédou.
21. Râk-sé lemm ar souc’hiou, hag ar pigellou, hag ar ferc’hier, hag ar bouc’hili a oa divoédet hô broudou, hép na oant évit hô gwellaat. (M).
22. Ha pa oé deûet deiz ann emgann, n’en em gavaz na klézé na goaf e dourn hini é-béd eûz ar ré a oa gan̄t Saül ha Jonatas, némét gan̄t Saül hép-kén ha Jonatas, hé vâb.
23. Hôgen gward ar Filistined a zeûaz er-méaz eûz a Vac’hmas.
1. C’hoarvézout a réaz eunn deiz pénaoz Jonataz, mâb Saül, a lavaraz da eunn dén-iaouan̄k, hé floc’h : Deûz, ha déomp étrézé gward ar Filistined, a zô enn tû-hon̄t : hôgen na lavaraz két kémen̄t-sé d’hé dâd.
2. Hôgen Saül a choumé er penn pella eûz a C’habaa dindân eur wezen-grénad a oa é Magron : hag ar bobl a ioa gan̄t-han̄ a oa war-drô c’houec’h kan̄t dén.
3. Hag Ac’hias, mâb Ac’hitob, breûr Ic’habod, mâb Finéez, mâb Héli bélék-brâz ann Aotrou é Silô, a zougé ann éfod. Ha na wié két ar bobl péléac’h é oa éat Jonatas.
4. Hôgen el léac’h dré béhini é poanié Jonataz da biña évit tréménout étrézé gward ar Filistined, éz oa diou roc’h a bép tû uc’hel-brâz ha garô ann eil hag ében, ha bégek é doaré den̄t : hag unan anézhô a oa hanvet Bosez, hag ében Séné.
5. Unan eûz ar rec’hier a oa trôet war-zû ann han̄ter-nôz râg-enep da Vac’hmas, hag ében war-zû ar c’hrésteiz râg-énep da C’habaa.
6. Hôgen Jonatas a lavaraz d’ann dén-iaouan̄k, hé floc’h : Deûz ha tréménomp bété gward ar ré zienwaded-zé : martézé e stourmô ann Aotrou évid-omp : râk né két diez d’ann Aotrou tréc’hi gan̄t kalz pé gan̄t nébeût.
7. Hag hé floc’h a lavaraz dézhan̄ : Grâ ar péz a blijô d’as kaloun : kéa el léac’n ma kiri, ha mé as heûliô é pep léac’h.
8. Ha Jonatas a lavaraz : Chétu éz éomp étrézég ann dûd-zé. Ha pa vézimp bét gwélet gan̄t-hô,
9. Ma lévéron̄t dé-omp ével-henn : Choumit kén n’az aimp d’hô kavout ; choumomp el léac’h m’émomp, ha na biñomp két étrézég enn-hô.
10. Hôgen ma lévéron̄t : Piñit étrézég enn-omp ; piñomp, râg ann Aotrou en dévézô hô lékéat étré hon daouarn : houn-nez a vézô ann arouéz dé-omp.
11. En em ziskouéza a réjon̄t éta hô daou da ward ar Filistined ; hag ar Filistined a lavaraz : Chétu ann Hébréed a zeû er-méaz eûz ar c’héviou é péré é oan̄t éat da guza.
12. Ha tûd ar ward a gomzaz out Jonatas hag oud hé floc’h, hag a lavaraz : Piñit étrézég enn-omp, hag é tiskouézimp d’é-hoc’h eunn dra. Ha Jonatas a lavaraz d’hé floc’h : Piñomp, deûz war va lerc’h : râg ann Aotrou en deûz hô lékéat étré daouarn Israel.
13. Jonatas a biñaz éta ô krapa gan̄d hé zaouarn ha gan̄d hé dreid, hag hé floc’h war hé lerc’h. Evel-sé lôd a gouézaz dirâk Jonatas, hag hé floc’h a zeûé war hé lerc’h a lazé ar ré all.
14. Hen-nez a oé ar c’hen̄ta gouli, é péhini Jonatas hag hé floc’h a lazaz war-drô ugen̄t dén, war eunn dachen zouar né oa két lédanoc’h éget ann han̄ter euz a eur park a zô daou éjenn évit arat enn eunn dervez. (T).
15. Hag eur burzud a c’hoarvézaz er c’hamp ha war ar méaz : hag ar ré holl eûz ar gward a oa éat da breiza, a oé spoun̄tet-brâz, hag ar vrô a oé kéflusket : hag é c’hoarvézaz ével eur burzud a berz Doué.