Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/362

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328
levr ken̄ta samuel,

4. Saül éta a rôaz hé c’hourc’hémennou d’ar bobl, hag hén̄ a nivéraz anézhô ével ein, daou c’han̄t mil dén war droad, ha dék mil eûz a dûd Juda.

5. Ha pa oé deûet Saül bété kéar Amalek, é steñaz spiou er froud.

6. Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed : Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô ; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.

7. Ha Saül a dréc’haz ann Amalékitéd, adaleg Hévila bétég ann hen̄t a ia da Zur, a zô râg-énep d’ann Éjipt.

8. Hag hén̄ a geméraz Agag, roué ann Amalékited ez-véô, hag a lazaz ann holl bobl gan̄d ar c’hléze.

9. Hôgen Saül hag ar bobl a espernaz Agag, hag ar péz a oa gwella enn dén̄ved, hag enn éienned, hag enn tourzed, hag enn diḻad, hag é kémen̄t a oa kaer ; ha na fellaz két dézhô hô bévézi : hôgen kémen̄d a oa astud ha displéd a oé kaset-da-gét gan̄t-hô.

10. Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Samuel, ô lavarout :

11. Keûz em eûz da véza lékéat Saül da roué, ô véza ma en deûz va dilézet, ha n’en deûz két sévénet va c’homziou. Ha Samuel a oé glac’haret, hag é c’harmaz oud ann Aotrou héd ann nôz.

12. Ha pa zavaz Samuel ken̄t ann deiz évit mon̄d da gavout Saül diouc’h ar min̄tin, é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül war ar c’harmel hag en dôa savet évit-han̄ eunn or a énor, hag ô véza deûet ac’hanô, é oa diskennet da C’halgala. Samuel éta a iéaz da gavout Saül ; ha Saül a gennigé d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, eûz a bréveûdiou ar preiz en dôa kéméret war Amalek.

13. Ha pa oé deûet Samuel étrézé Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄ : Benniget ra vézi gan̄d ann Aotrou. Mé em eûz sévénet gér ann Aotrou.

14. Ha Samuel a lavaraz : Pétrâ eo éta ar bégiérez dén̄ved-zé a zeû out va diskouarn, hag ar bléjerez éjenned a glévann ?

15. Ha Saül a lavaraz : eûz a Amalek in̄t bét digaset ; râg ar bobl en deûz espernet ar péz a oa a wella enn dén̄ved hag enn éjenned, évit hô c’henniga d’ann Aotrou, da Zoué, é sakrifiz ; rag ar ré all a zô bét lazet gan-é-omp.

16. Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül : Kâv-hén̄ mâd, hag é rôinn da anaoud d’id ar péz en deûz lavaret din ann Aotrou enn nôz-man̄. Komz, émé Saül.

17. Ha Samuel a lavaraz : Pa oaz bihanik dirâk da zaoulagad da-unan, ha n’oud két bét lékéat da benn war vreûriézou Israel ? Hag ann Aotrou en deûz da éôliet da roué war Israel.

18. Hag ann Aotrou en deûz da gaset enn hen̄t hag en deûz lavaret : Kéa ha lâz ar béc’herien, ann Amalékited : ha stourm out-hô kén na vézin̄t lazet holl.

19. Pérâg éta n’éc’h eûz-té két sélaouet mouéz ann Aotrou, hag oud en em drôet oud ar preiz, hag éc’h eûz gréat ann drouk dirâg daoulagad ann Aotrou ?

20. Ha Saül a lavaraz da Zamuel : Enn-énep, sélaouet em eûz mouéz ann Aotrou, ha baléet em eûz enn hen̄t dré béhini en deûz va c’haset ann Aotrou : digaset em eûz Agag, roué Amalek, hag ann Amalékited em eûz lazet.

21. Hôgen ar bobl en deûz kéméret eûz ar preiz dén̄ved hag éjenned, ével ar préveûdi eûz ar ré a zô bét lazet, évid hô gwéstla d’ann Aotrou, hé Zoué, é Galgala.

22. Ha Samuel a lavaraz : Ha sakrifisou-losk, ha viktimou eo a c’houlenn ann Aotrou ; ha na c’houlenn két ken̄toc’h é vé sen̄tet oud hé vouéz ? Râk gwelloc’h eo ar zen̄tidigez égéd ar viktimou ; ha brasoc’h eo sélaoui égét kenniga eunn tourz lard.

23. Râg ével eur péc’hed a sorsérach eo béza amzen̄t ; hag ével ann drouk a idolatri eo énébi oud hé c’hrâd. O véza éta ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ann Aotrou en deûz da zistolet évit na vézi két roué.

24. Ha Saül a lavaraz da Zamuel : Péc’het em eûz ô véza ma em eûz torret gér ann Aotrou ha da c’heriou