Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/364

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
levr ken̄ta samuel,

deûz két ken-nébeût ann Aotrou dilennet hen-nez.

10. Isai a zigasaz éta hé zeiz vâb dirâk Samuel ; ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄ : N’en deûz dilennet ann Aotrou hini eûz ar ré-zé.

11. Ha Samuel a lavaraz da Isai : Hag ar ré-zé eo da holl vipien ? Hag hén̄ a lavaraz : Unan bihan a choum c’hoaz, hag éma-hén̄ ô peûri ann dén̄ved. Ha Samuel a lavaraz da Isai : Kâs d’hé gerchout : râk na azézimp két ouc’h taol kén na vézô deûet aman̄.

12. Kâs a réaz éta, hag é oé digaset dî. Hôgen ruspin é oa, a zoaré gaer ha koan̄t da wélout. Hag ann Aotrou a lavaraz : Saô, éôḻ anézhan̄ ; râg hennez eo.

13. Samuel a géméraz éta ar c’horn éôl hag a éôliaz anézhan̄ é kreiz hé vreûdeûr : ha spéred ann Aotrou a zeûaz war Zavid enn deiz-zé, hag a choumaz abaoé. Ha Samuel a zavaz hag a iéaz da Ramata.

14. Hôgen spéred ann Aotrou a iéaz-kuît diouc’h Saül, hag eur spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géfluské anézhan̄.

15. Ha servicherien Saül a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a géflusk ac’hanod.

16. Mar kâv-mâd hon aotrou, hé zervicherien a zô war-drô d’ézhan̄, a gerc’hô eunn dén a wézô séni gan̄d ann délen, évit, pa grôgô enn-od ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, ma sounô gan̄d hé zourn, ha ma en em gavi gwelloc’h.

17. Ha Saül a lavaraz d’hé zervichericn : Klaskid éta d’in eur ré hag a wézô séni ervâd gan̄d ann délen, ha digasit-hén̄ d’in.

18. Hag unan eûz ar baotred a lavaraz : Chétu em eûz gwélet mâb Isai, ar Bétléhémit, a oar séni gan̄d ann délen, a zô eunn dén kré-brâz, dén a vrézel, fûr enn hé gomziou, ha dén kaer : hag ann Aotrou a zô gan̄t-han̄.

19. Saül a gasaz éta kan̄naded da Isai évit lavarout d’ézhan̄ : Kâs d’in da vâb David a zô er peûrvan.

20. Isai a géméraz éta eunn azen war béhini é lékéaz bara hag eur pôdad gwîn hag eur menn gavr, hag hô c’hasaz da Zaül dré zourn David, hé vâb.

21. Ha David ô véza deûet da gavout Saül, a choumaz enn hé zâ dira-z-han̄. Ha Saül a garaz anézhan̄ kalz hag hel lékéaz da floc’h d’ézhan̄.

22. Ha Saül a gasaz da lavarout da Isai : Ra choumô David dira-z-oun ; râk kavet en deûz grâs dirâk va daou-lagad.

23. Ével-sé bé wéach ma krôgé é Saül ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou, David a géméré hé délen, hag a souné war-n-ézhi gan̄d hé zaouarn, ha Saül a oa fréalzet, hag en em gave gwelloc’h : râg ar spéred droug a déc’hé diout-han̄.


————


XVII. PENNAD.


David a lâz Goliat gan̄d eunn taol batalm.


1. Hôgen ar Filistined ô véza dastumet hô arméou évid ar brézel, en em strollaz é Soko-Juda, hag a steñaz hô c’hamp étré Soko hag Azéka, war harzou Dommim.

2. Saül ivé ha bugalé Israel ô véza en em zastumet, a zeûas da draon̄ien ann Térébin̄t hag a reizaz hô armé évit stourmi oud ar Filistined.

3. Hag ar Filistined a oa war eur ménez enn eunn tû, hag Israel a oa war eur ménez enn eunn tû all : hag eunn draon̄ien a oa étré-z-hô.

4. Hag eunn dén a oa bastard a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined : Goliat a réad anézhan̄ ; eûz a C’hét é oa ha c’houéac’h ilinad hag eur raouen a-héd en dôa.

5. Eunn tôg-arm en dôa war hé benn, ha gan̄d eunn harnez skan̄tennek e oa gwisket ; hag hé harnez a boézé pemp mil sikl arm.

6. Morzédennou arm en dôa war hé ziwesker ; hag eunn diren arm a c’hôlôé hé ziskoaz.

7. Fust hé wâf a oa ével karvan ar wiaderien ; hag houarn hé wâf a boézé c’houec’h kan̄t sikl houarn : hag hé floc’h a iéa enn hé raok.