Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/374

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
340
levr ken̄ta samuel,

klaskô ivé da vuez ; ha gan-én̄ é vézi diboaniet.


————


XXIII. PENNAD.


David en em denn é distrô Zif. Saül a ia war hé lerc’h hép ma hell hé dizout.


1. Neûzé é teûjon̄t da lavaroud da Zavid : Chétu ar Filistined a stourm out Seila ; hag hî a wast ar sôliérou.

2. David éta a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout : Ha mon̄d a rinn-mé, ha tréc’hi a rinn-mé ar Filistined ? Hag ann Aotrou a lavaraz da Zavid : Kéa, hag é tréc’hi ar Filistined, hag é tieûbi Seila.

3. Hag ar re a oa gan̄d David a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu nî hon eûz aoun, ha nî er Judéa : pégémen̄t é vézô brasoc’h hon aoun, mar d-éomp da Zeila a-éneb armé ar Filistined ?

4. David éta a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d ann Aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Saô, ha kéa da Zeila ; râk mé a lakai ar Filistined étré da zaouarn.

5. David éta a iéaz da Zeila gan̄d hé dûd hag a stourmaz oud ar Filistined, hag a lazaz eul lôd brâz anézhô ; kâs a réaz gan̄t-han̄ hô loéned, hag é tiboaniaz tûd Seila.

6. Hôgen p’az éaz Abiatar, mâb Akimélek, da gavout David é Seila, é tougaz gan̄t-han̄ ann Éfod.

7. Rôet é oé da anaout da Zaül pénaoz é oa deûet David da Zeila. Ha Saül a lavaraz : Doué en deûz hé lékéat étré va daouarn : kéméret eo, pa eo éat enn eur géar péhini é deûz persier ha potaḻou.

8. Ha Saül a c’hourc’hémennaz d’ann holl bobl diskenni da Zeila évit stourmi hag évit grounna David hag hé dûd.

9. Pa glévaz David pénaoz éc’h aozé Saül droug out-han̄ é-kûz, é lavaraz da Abiatar ar Bélek : Laka ann éfod.

10. Ha David a lavaraz : Aotrou, Doué Israel, klévet en deûz da zervicher pénaoz en em aoz Saül évid don̄d da Zeila da zisman̄tra kéar enn abek d’in.

11. Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun étré hé zaouarn ? Ha diskenni a rai Saül, ével ma en deûz hé glévet da zervicher ? Aotrou, Doué Israel, rô-hén̄ da anaout d’as servicher. Hag ann Aotrou a lavaraz : Diskenni a rai.

12. Ha David a lavaraz : Ha tûd Seila a lakai ac’hanoun ha va zûd étré daouarn Saül ? Hag ann Aotrou a lavaraz : Lakaad a rain̄t.

13. David éta hag hé dûd péré a oa war-drô c’houéac’h kan̄t, a iéaz-kuît eûz a Zeila hag a gildrôé tû-man̄ ha tû-hon̄t, hép gouzout war pé zû mon̄t. Ha lavaret é oé da Zaül pénaoz é oa éat David dioc’h Seila hag é oa téc’het-kuît : râk-sé na fellaz mui d’ézhan̄ mon̄d dî.

14. Hôgen David a choumé enn distrô, el lec’hiou kréva, hag hén̄ en em dennaz war vénez distrô Zif, ménez gôlôet a wéz : ha Saül a glaské anézhan̄ bemdéz ; hôgen Doué n’hel lékéaz két étré hé zaouarn.

15. Ha David a wélaz pénaoz Saül a oa deûet er-méaz évit klaskout hé vuez ; hôgen David a oa é distrô Zif er c’hoat.

16. Ha Jonatas, mâb Saül, a zavaz hag a iéaz da gavout David er c’hoat ; hag hén̄ a grévaaz hé zourn é Doué, ô lavarout dézhan̄ :

17. N’az péz két a aoun ; râk dourn Saül, va zâd, n’az kavô két ; té a rénô war Israel, ha mé a vézô da eil d’id ; ha Saül, va zâd, her goar hé-unan.

18. Hag hî hô-daou a réaz kévrédigez dirâg ann Aotrou : ha David a choumaz er c’hoat ; ha Jonatas a zistrôaz d’hé dî hé-unan.

19. Koulskoudé tûd Zif a biñaz étrézé Saül é Gabaa hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha n’éma-hén̄ két David kuzet enn hon touez el lec’hiou kréva eûz ar c’hoat, é kréac’h Hachila a zô war ann tû déou eûz ann distrô ?

20. Bréma éta ével ma eo bét c’hoan̄t d’id da ziskenni, diskenn ; ha d’éomp-ni é vézô hé lakaad étré daouarn ar roué.

21. Ha Saül a lavaraz : Benniget