Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/376

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
342
levr ken̄ta samuel,

naoz n’eûz em dourn na drouk na fallagriez, ha n’em eûz két péc’het enn da énep ; hôgen té a aoz spiou a-énep va buez, évid hé lémél digan-en.

13. Ra varnô ann Aotrou étré mé ha té, ha ra ven̄jô ann Aotrou ac’hanoun diouz-id : hôgen na zavô két va dourn war-n-oud.

14. Diouc’h al lavar kôz : eûz ar ré fallâgr é teû ar fallagriez : na zavô ket éta va dourn war-n-oud.

15. War-lerc’h piou éz éz, roué Israel ? War-lerc’h piou éz éz ? War-lerc’h eur c’hi marô éz éz, ha war-lerc’h eur c’hoanen.

16. Ra vézô ann Aotrou barner ha ra varnô étré mé ha té : ra zellô ha ra varnô va zra-mé, ha ra dennô ac’hanoun eûz da zaouarn.

17. Hôgen goudé m’en dôé David komzet ével-sé out Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄ : Ha né két houn-nez da vouéz, va mâb David ? Ha Saül a zavaz hé vouéz enn eur wéla.

18. Hag hén̄ a lavaraz da Zavid : Gwelloc’h oud égéd-oun : râk n’éc’h eûz gréat némét vâd d’in, ha n’em eûz gréat néméd drouk d’id.

19. Ha té éc’h eûz diskouézet hiriô ar mâd éc’h eûz gréad d’in, pa en deûz ann Aotrou va lékéat étré da zaouarn, ha n’éc’h eûz két va lazet.

20. Râk piou eo ann hini a gâv hé énébour, hag hé lez da von̄t enn hé hen̄t héb ôber drouk d’ézhan̄ ? (T). Ra zistolô d’id ann Aotrou ann drugarez éc’h eûz bét em c’hén̄ver enn deiz-man̄.

21. Hag ô véza ma ouzoun ervâd a-vréma pénaoz é tléez réna, ha ma vézô enn da zourn rouan̄télez Israel,

22. Tou d’in dré ann Aotrou pénaoz na zispenni két va gwenn em goudé, ha na denni két va hanô eûz a dî va zâd.

23. Ha David hé douaz da Zaül. Saül éta a zistrôaz d’hé dî ; ha David hag hé dûd a biñaz é lec’hiou kréva.


————


XXV. PENNAD.


Marô Samuel. David a zimez gand Abigail ha gan̄d Ac’hinoam.


1. Hôgen Samuel a varvaz, hag holl Israel en em strollaz, hag a wélaz anézhan̄ ; hag hî a vésiaz anézhan̄ enn hé dî é Ramata. Ha David a zavaz, hag a ziskennaz da zistrô Faran.

2. Hôgen béz’ éz oa eunn dén é distrô Maon, péhini en dôa hé vadou war ar C’harmel : pinvidik-brâz é oa ann dén-zé ; tri mil dan̄vad ha mil gavr en dôa : ha c’hoarvézoud a réaz ma touzaz hé zén̄ved war ar C’harmel.

3. Hanô ann dén-zé a oa Nabal, hag hanô hé c’hrég Abigail : ar c’hrég-zé a oa fûr ha kaer ; hôgen hé ozac’h a oa kalet, ha drouk, ha fallagr. Eûz a wenn Kaleb é oa.

4. Pa glévaz David enn distrô pénaoz Nabal a douzé hé zén̄ved,

5. E kasaz dék paotr-iaouan̄k, hag é lavaraz d’ézhô : Piñit war ar C’harmel, hag îd da gavout Nabal, ha saludit-hén̄ gan̄t péoc’h em hanô :

6. Ha livirit d’ézhan̄ : Ra vezô ar péoc’h d’am breûdeûr ha d’id ; ra vézô ar péoc’h d’as tî, ra vézô ar peoc’h da gémen̄d éc’h eûz.

7. Kléved em eûz pénaoz da vugelien péré a oa gan-é-omp enn distrô a zô ô touza da zén̄ved : biskoaz n’hon eûz hô heskinet, ha biskoaz n’eo bét dian̄ket hini eûz hô dén̄ved, é-keit ma in̄t bét gan-é-omp war ar C’harmel.

8. Goulenn-hén̄ digan̄d da dûd, hag hî hel lavarô d’id. Hôgen bréma ra gavô da zervicherien trugarez dirâk da zaoulagad ; râg enn eunn deiz mâd é teûomp : rô d’as servicherien, ha da Zavid, da vâb, ar péz en em gavô dindân da zourn.

9. Pa oé deûet paotred David, é léverchon̄t kémen̄t-sé da Nabal é hanô David ; hag é tavchon̄t.

10. Hôgen Nabal ô komza out paotred David, a lavaraz : Piou eo David ? Ha piou eo mâb Isai ? Kalz a zervicheriena zô hiriô hag a dec’h diouc’h hô mistri.

11. Ha kéméroud a rinn-mé va ba-