Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/388

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
354
eil levr samuel,

Abner, tri c’han̄t ha tri-ugen̄t, péré a oé lazet.

32. Hag hî a géméraz Asael, hag a vésiaz anézhan̄ é béz hé dâd é Bétléhem : ha Joab hag hé dûd goudé béza kerzet a-héd ann nôz, a zeûaz da Hébron da c’houlou-deiz.


————


III. PENNAD.


Israel en em rô da Zavid.


1. Eur brézel hïr a oé éta étré tî Saül ha tî David : ha David ô von̄t bépréd araok, hag oc’h en em grévaat mui-oc’h-vui, ha ti Saül ô koaza a-zeiz-é-deiz.

2. Ha mipien a oé ganet da Zavid é Hébron : hag ar c’hen̄ta-ganet a oé Ammon, eûz a Ac’hinoam ar Jezraélitez.

3. Ha goudé hé man̄ Kéléab, eûz a Abigail, grég Nabal eûz ar C’harmel : hag ann trédé Absalom, mâb Maac’ha, merc’h Tolmai, roué Gésur.

4. Hag ar pevaré Adonias, mâb Haggit : hag ar pempved Safalia, mâb Abital.

5. Hag ar c’houec’hved Jetraam, eûz a Égla, grég David. Ar ré-zé a zô bét ganet da Zavid é Hébron.

6. An̄dra éta édô brézel étré tî Saül ha tî David, Abner, mâb Ner, a oa é penn tî Saül.

7. Hôgen Saül en dôa bét eur zerc’h hanvet Resfa, merc’h Aia. Hag Isboset a lavaraz da Abner :

8. Pérâg oud-dé bét ô kaout serc’h va zâd ? Hag hé-man̄ héget-brâz gan̄t geriou Isboset, a lavaraz : Hag eur c’hi ounn, mé péhini a zô savet hiriô a-énep Juda, mé péhini em eûz gréat trugarez é-kén̄ver tî Saül, da dâd, hag é-ken̄ver da vreûdeûr ha da géren̄t-nés, mé péhini n’em eûz két da lékéat étré daouarn David ; ha té a zeû hiriô d’am heskina enn-abek da eur vaouez ?

9. Ra rai Doué kémen̄t-sé hag ouc’h-penn da Abner, ma na rann két é-kén̄ver David ével ma en deûz touet ann Aotrou diwar hé benn ;

10. O lakaad ar rouan̄télez da von̄t-kuît eûz a dî Saül, hag ô sével trôn David war Israel ha war Juda adalek Dan bété Bersabéé.

11. Hag Isboset na grédaz lavarout nétrâ d’ézhan̄, ô véza m’en dôa aoun ra-z-han̄.

12. Abner éta a gasaz kannaded da Zavid évit lavarout d’ézhan̄ eûz hé berz : Da biou eo ar vrô zé ? Hag évit lavarout c’hoaz : Grâ kévrédigez gan-én̄, ha va dourn a vézô gan-éz, hag é tigasinn holl Israel étrézég enn-oud.

13. Ha David a lavaraz : Ervâd : mé a rai kévrédigez gan-éz ; hôgen eunn dra a c’houlennann digan-éz, ô lavarout : Na wéli két ac’hanoun kén n’az pézô digaset d’in Michol, merc’h Saül. Goudé-zé é teûi hag é wéli ac’hanoun.

14. Hôgen David a gasaz kannaded da Isboset, mâb Saül, ô lavarout : Distol d’in Michol, va grég, gan̄t péhini ounn dimézet évit kan̄t pôd-mézen Filistined.

15. Isboset éta a gasaz hag a dennaz anézhi dioud hé ozac’h Faltiel, mâb Lais.

16. Hé ozac’h a iéaz war hé lerc’h enn eur wéla bété Baturim, hag Abner a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha distrô. Hag hén̄ a zistrôaz.

17. Neûzé Abner a gomzaz oud hénaoured Israel, ô lavarout : Pell zô é klaskit David da roué war-n-hoc’h.

18. Grît-hén éta bréma, pa eo gwir pénaoz en deûz komzet ann Aotrou oud David, ô lavarout : Dré zourn David, va zervicher, é tenninn va fobl a Israel eûz a zaouarn ar Filistined, hag eûz hé holl énébourien.

19. Abner a gomzaz ivé out Ben̄jamin. Hag hén̄ a iéaz da Hébron évit lavarout da Zavid kémen̄d a oa bét kavet mâd gan̄d Israel ha gan̄t Ben̄jamin holl.

20. Don̄ta réaz éta da gavout David é Hébron, hag ugen̄t den gan̄t-han̄. Ha David a réaz eur banvez da Abner ha d’ar ré a oa gan̄t-han̄.

21. Hag Abner a lavaraz da Zavid : Sével a rinn hag é strollinn Israel holl étrézé té, va aotrou ha va roué ha mé a rai kévrédigez gan-éz, hag é