Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/39

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
ar c’hanédigez.

6. Hag ann Aotrou a lavaraz d’éz-han̄ : Pérâg eûz savet buanégez enn-od ? ha pérâk da zremm ef-hi gwévet ?

7. Mar gréz mâd ha na vézi-dé két gôpréet ; ha mar gréz fall, ha na zeûi kei râk-tâl ar péc’hed oud da zôr ? Hôgen hé ioul a vézô dindan-oud ha trec’hi a ri anézhi.

8. Ha Kain a lavaraz d’hé vreùr Abel : Déomb er-méaz. Ha pa édon̄t er-méaz, é savaz Kain a éneb hé vreùr Abel hag hel lazaz.

9. Hag ann Aotrou a lavaraz da Gain : pe léac’h éma Abel da vreûr ? Hag hén̄ a lavaraz : N’oun két : ha mirer va breûr ounn-mé ?

10. Ha Doué a lavaraz d’ezhan̄ : Pétrâ éc’h eûs-té gréat ? Mouéz goâd da vreûr a c’harm étrézég enn-oun eûz ann douar.

11. Bréma éta é vézi milliget war ann douar, péhini en deûz digoret hé c’hénou, ha digéméret goâd da vreûr eûz da zourn.

12. Pa labouri anézhan̄, na rôio kéd hé frouez d’id ; tec’hout ha kan̄tréa a ri (T) war ann douar.

13. Ha Kain a lavaraz d’ann Aotrou : Ré vrâz eo va gwall évit ma helfenn kaout ann distol anézhan̄.

14. Chétu am c’hasit-kuit hiriô diwar ann douar (T), hag é kuzinn a zira-z-hoc’h ; hag é vézinn ô tec’hout hag ô kan̄tréa (T) war ann douar ; Piou-bennâg éta am c’havô, am lazô.

15. Hag ann Aotrou a lavaraz d’ez-han̄ : Nann, kémen̄t-sé na c’hoarvézô két ; hôgen piou-bennâg a lazô Kain, a vézô gwanet seiz gwéach. Hag ann Aotrou a lékéaz eunn arouéz war Gain, evit na lazché kéd anézhan̄ piou-bennâg hen c’havché.

16. Ha Kain ô véza éat kuit eûz a-zirâg ann Aotrou, a choumaz divrôet war ann douar war-zû ar vrô a zô é sâv-héol Eden.

17. Hôgen Kain a anavézaz hé c’hrég, péhini a zeûaz da véza brazez, hag a c’hanaz Hénoch : hag é savaz eur géar, hag é c’halvaz anézhi Hénoch eûz a hanô hé vâb.

18. Hénoch a en̄géhen̄taz Irad, hag Irad a en̄géhen̄taz Mariael, ha Mariael a en̄géhen̄taz Matusael, ha Matusael a en̄géhen̄taz Lamech.

19. Péhini a géméraz diou c’hrég, unan hanvet Ada, hag ébén Sella.

20. Hag Ada a c’hanaz Jabel, péhini a oé ann tâd eûz ar ré a choum dindân ann teltou, hag eûz ar vesaérien.

21. Hé vreûr a oa hanvet Jubal : hen-nez a oé ann tâd eûz ar ré a gân gan̄d ann délen ha gan̄d ann ogrou.

22. Sella a c’hanaz ivé Tubalkain, péhini a oé morzolier hag ôbérour é kémen̄t labour arem hag houarn. Noéma a oa c’hoar da Dubalkain.

23. Ha Lamech a lavaraz d’hé c’hragez Ada ha Sella : sélaouit va mouéz, gragez Lamech, klevit va lavar : ô véza ma em eûz lazet eunn dén en deûz va gouliet hag eunn dén-iaouan̄k en deûz bronduet ac’hanoun. (M).

24. E vézô rôet seiz kastiz évit Kain : hôgen évit Lamech dék kwéach ha tri-ugen̄t seiz gwéach.

25. Hag Adam a anavézaz adarré hé c’hrég : hag hi a c’hanaz eur mâb, hag a c’halvaz anézhan̄ Seth, ô lavarout : Doué en deûz lékéad eun-oun gwenn eur mâb all é léac’h Abel a zô bét lazet gan̄t Kain.

26. Ganet é oé ivé eur mâb da Zeth, péhini her c’halvaz Enos ; hen-nez a oé ar c’hen̄ta ô pidi gan̄d lid (M) hanô ann Aotrou.


————


V. PENNAD.


Eûz a nested Adam bété Noé.


1. Chétu aman̄ levr nested Adam. Enn deiz ma krouaz Doué ann dén, her gréaz diouc’h hévélédigez Doué.

2. Goâz ha maouez hô c’hrouaz, hag é vennigaz anézhô ; hag é c’halvaz anézhô Adam, enn deiz ma oen̄t krouet.

3. Hôgen Adam a vévaz dék vloaz ha c’houec’h ugen̄t ; hag éc’h en̄géhen̄taz eur mâb diouc’h hé skeùden hag hé hévélédigez, hag é c’halvaz anézhan̄ Seth.

4. Ha deisiou Adam, goudé béza