Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/392

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
358
eil levr samuel,

gouezfé ; râg ann éjenned a win̄ké hag hé lékéa da gôstézi.

7. Droug a zavaz enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄ enn abek d’hé herder : hag Oza a varvaz énô é-tâl arc’h Doué.

8. Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou : hag al léac’h-zé a zô bét galvet Kastiz Oza, bétég henn.

9. Ha David en dôé eunn aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag a lavaraz : Pénaoz é teûi arc’h ann Aotrou em zî ?

10. Ha na fellaz két d’ézhan̄ é vijé kaset arc’h ann Aotrou d’hé dî é kéar David : hôgen lakaad a réaz hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.

11. Hag arc’h ann Aotrou a choumaz é tî Obédédom eûz a C’het a-héd tri miz ; hag ann Aotrou a vennigaz Obédédom hag hé holl dî.

12. Neûzé é oé rôet da anaout d’ar roué David pénaoz en dôa ann Aotrou benniget Obédédom ha kémen̄d en dôa, enn abek da arc’h Doué. David éta a iéaz hag a zigasaz arc’h Doué eûz a dî Obédédom da géar David gan̄t lévénez : ha David en dôa gan̄t-han̄ seiz bagad barzed, hag eul leûé évit viktim.

13. Ha pa hô dôa gréat ar ré a zouge arc’h ann Aotrou c’houéac’h kammed, hén̄ a gennigé eunn éjenn hag eunn tourz.

14. Ha David a zan̄sé kémen̄d ha ma hellé dirâg ann Aotrou, goudé béza lékéat eunn éfod lin war hé gein.

15. Ével-sé David hag holl dî Israel a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou gan̄t lévénéz ha gan̄t soun ar c’herniel-boud.

16. Ha pa oé deûtet arc’h ann Aotrou é kéar David, Michol, merc’h Saül, péhini a zellé dré eur prénestr, a wélaz ar roué David ô tan̄sa hag ô lammout dirâg ann Aotrou ; hag hî a réaz goab anézhan̄ enn hé c’haloun.

17. Hag ar ré-man̄ a zigasaz ébarz arc’h ann Aotrou, hag a lékéaz anézhi enn hé léac’h é-kreiz ann telt en dôa steñet David évit-hi : ha David a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h dirâg ann Aotrou.

18. Ha pa en dôé peûr-genniget ar sakrifisou-losk hag ar sakrifisou a béoc’h, é vennigaz ar bobl é hanô Aotrou ann arméou.

19. Hag hén̄ a rôaz da holl bobl Israel, kenn d’ar oazed, kenn d’ar merc’hed, da bép-hini eunn dors vara, hag eunn tamm kîk bevin rôstet, hag eur gouiñ poazet gan̄t éôl. Hag ann holl bobl a iéaz-kuît, pép-hini d’hé dî.

20. Neûzé David a zistrôaz évit binnisien hé dî : ha Michol, merc’h Saül, ô véza deûet da ziambrouga David, a lavaraz d’ézhan̄ : Pébez gloar a zô bét hiriô évit roué Israel, oc’h en em zizôlei dirâk mitisien hé zervicherien, hag oc’h en em ziskouéza enn noaz ével eur farvel !

21. Ha David a lavaraz da Vichol : Dirâg ann Aotrou péhini en deûz va dilennet ken̄toc’h égéd da dâd hag hé holl dî, ha péhihi en deûz gourc’hémennet d’in ma vijenn da benn war bobl ann Aotrou é Israel,

22. É c’hoariin hag é teûinn da véza distéroc’h égét n’ounn bét : hag é vézinn uvel dirâk va daoulagad : ha mui a c’hloar am bézô dirâg ar mitisien a béré éc’h eûz komzet d’in.

23. Râk-sé Michol, merc’h Saül, n’é dôé mâb é-bét bété deiz hé marô.


————


VII. PENNAD.


David a fell d’ézhan̄ sével eunn templ d’ann Aotrou : hôgen Doué a rô da anaout d’ézhan̄ pénaoz é vézô savet gan̄d hé vâb.


1. Pa oé azézet ar roué enn hé di, ha pa en dôé rôet ann Aotrou ar péoc’h d’ézhan̄ a bép tû a berz hé énébourien,

2. Hen a lavaraz d’ar profed Natan : Na wélez-té két pénaoz é choumann enn eunn ti sedr, ha pénaoz eo lékéat arc’h Doué é-kreiz ar c’hrec’hin ?

3. Ha Natan a lavaraz d’ar roué : Kéa, grâ kémen̄d a zô enn da galoun ; râg ann Aotrou a zô gan-éz.

4. Hôgen enn nôz-zé é komzaz ann Aotrou out Natan, ô lavarout :