Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
ar c’hanédigez.

en̄géhen̄tet Seth, a oé eùz a eiz kan̄t vloaz ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.

5. Hag ann boll zeisiou eûz a vuez Adam a oé eûz a naô c’han̄t vloaz ha trégon̄t, hag é varvaz.

6. Seth a vévaz ivé pemp ploaz ha kan̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Énos.

7. Ha Seth a vévaz, goudé béza en̄géhen̄tet Énos, seiz vloaz hag eiz kan̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

8. Hag holl zeisiou Seth a oé eûz a zaouzék vloaz ha naô c’hant, hag é varvaz.

9. Enos a vévaz dék vloaz ha pévar-ugen̄t, hag ec‘h en̄géhen̄taz Kainan.

10. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Kainan , Énos a vévaz pemzék vloaz hag eiz kan̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

11. Hag holl zeisiou Énos a oé eûz a bemp ploaz ha naô c’han̄t, hag é varvaz.

12. Kainan a vévaz dék vloaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Malaléel.

13. Ha goudé ma oé ganet (T) Malaléel, Kainan a vévaz eiz kan̄t vloaz ha daou-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz mipien ha merc’hed.

14. Hag holl zeisiou Kainan a oé eûz a zék vloaz ha naô c’han̄t, hag é varvaz.

15. Malaléel a vévaz pemp ploaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Jared.

16. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Jared, Malaléel a vévaz eiz kan̄t vloaz ha trégon̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

17. Hag holl zeisiou Malaléel a oé eûz a eiz kan̄t vloaz pemzék ha pévar-ugen̄t, hag é varvaz.

18. Jared a vévaz daou vloaz hag eiz-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Hénoch.

19. Ha goudé béza en̄gehen̄tet Henoch, Jared a vévaz eiz kan̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

20. Hag holl zeisiou Jared a oé eûz a naô c’hant vloaz daou ha tri ugen̄t, hag é varvaz.

21. Hénoch a vévaz pemp ploaz ha tri-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Matusala.

22. Hag Hénoch a gerzaz gan̄d Doué : ha goudé béza en̄géhen̄tet Matusala, é vévaz tri c’han̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

23. Hag holl zeisiou Hénoch a oé eûz a dri c’han̄t vloaz pemp ha tri-ugen̄t.

24. Hag é kerzaz gan̄d Doué, ha né oé gwelet mui, ô véza m’en dôa Doué hé géméret gan̄t-han̄.

25. Matusala a vévaz seiz vloaz ha naô-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz Lamech.

26. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Lamech, Matusala a vévaz seiz kan̄t vloaz daou ha pévar-ugen̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

27. Hag holl zeisiou Matusala a oé eûz a naô c’han̄t vloaz naô ha tri-ugen̄t, hag é varvaz.

28. Hôgen Lamech a vévaz daou vloaz ha naô-ugen̄t, hag ec’h en̄géhen̄taz eur mâb ;

29. Hag é c’halvaz anézhan̄ Noé, ô lavarout : hé-man hon dic’hlac’harô eûz a ôbériou hag eûz a labouriou hon daouarn, enn douar en deûz milliget ann Aotrou.

30. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Noé, Lamech a vévaz pemp kan̄t vloaz pemzék ha pévar ugen̄t, hag en dévoé mipien ha merc’hed.

31. Hag holl zeisiou Lamech a oé eûz a zeiz kan̄t vloaz seiték ha tri-ugen̄t, hag é varvaz. Hôgen Noé, pa oé deûed d’ann oad a bemp kan̄t vloaz, a en̄géhen̄taz Sem, Kam ha Jafeth.


————


VI. PENNAD.


Eûz al Livaden.


1. Hôgen pa oé deûet ann dûd da greski é niver (T) war ann douar ha pa hô dôé bét merc’hed,

2. Bugalé Doué ô wélout pénaoz merc’hed ann dûd a oa kaer, a géméraz gragez é-touez ar ré hô dôa dilennet.

3. Ha Doué a lavaraz : Va Spéréd na choumô kéd enn dén da-vikenn,