Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/404

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
370
eil levr samuel,

omp ? Distrô, ha choum gan̄d ar roué névez, ô véza m’az oud diavésiad, ha mar d-oud deûet er-méaz eûz da vrô.

20. Abaoué déac’h oud deûet, ha réd é vé d’id-té hiriô don̄t (T) er-méaz gan-é-omp. Évid-oun, mé a ielô d’al léac’h ma tléann da von̄t : distrô-té, ha kâs da vreûdeûr gan-éz ; hag ann Aotrou a rai enn da gén̄ver trugarez ha gwirionez, ô véza ma éc’h eûz diskouézet azaouez ha féalded.

21. Hag Étai a lavaraz d’ar roué : Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô ann aotrou, va roué, é pé léac’h-bennâg ma vézi, té, aotrou va roué, pé gan̄d ar marô, pé gan̄d ar vuez, énô é vézô ivé da zervicher.

22. Ha David a lavaraz da Étai : Deûz, ha treûz. Hag Étai ar Gétéad a dreûzaz, hag ann dûd holl a oa gan̄t-han̄, hag ar ré all eûz ar bobl.

23. Ann holl a wélé gan̄d eur c’hri brâz, é-pâd ma treûzé ann holl bobl. Ar roué a dreûzaz ivé froud Sédron, hag ann holl bobl a gerzé a-héd ann hen̄t a zell oud ann distrô.

2i. Hôgen Sadok, ar Bélek-brâz, a zeûaz ivé, ha gan̄t-han̄ ann holl Lévited, péré a zougé arc’h kévrédigez Doué : hag hî a ziskennaz arc’h Doué diwar hô diskoaz. Hag Abiatar a bin̄az, kén na oé tréménet ann holl bobl a oa deûet er-méaz eûz a géar.

25. Hag ar roué a lavaraz da Zadok : Dizoug arc’h Doué da géar : mar kavann grâs dirâg ann Aotrou, é lakai ac’hanoun da zistrei, ha da wélout adarré hé arc’h, hag hé dabernakl.

26. Hôgen ma lavar d’in : Na blijez két d’in ; daré oun, graet ac’hanoun ével ma kavô d’ézhan̄ e vézô mâd. (T).

27. Hag ar roué a lavaras da Zadok ar Bélek-brâz ; O Gwéler, distrô da géar é péoc’h, ha da zaou vâb gan-éz ; Ac’himas da vâb, ha Jonatas, mâb Abialar.

28. Chétu en em guzinn é kompézennou ann distrô, kén na vézô deûet d’in kelou eûz hô perz.

29. Sadok éta hag Abiatar a zigasaz arc’h Doué da Jéruzalem hag a choumaz énô.

30. Koulskoudé David a biñé war gréac’h ar gwéz-olived, hag a biñé enn eur wéla ; mon̄d a réa war hé dreid noaz, ha gôlôet hé benn ; hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄ a biñé enn eur wéla, ha gôlôet hô fenn.

31. Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom : ha David a lavaraz : Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.

32. Ha pa biñé David war lein ar ménez, el léac’h ma tlié azeûli ann Aotrou, chétu é teûaz enn hé raok Kusai eûz a Arac’h, péhini a oa roget hé ziḻad ha gôlôet hé benn a zouar.

33. Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Mar teûez gan-én̄, é vézi eur béac’h évid-oun.

34. Hôgen mar tistrôez da géar, ha ma lévérez da Absalom : Da zervicher ounn, ô roué ; ével ma em eûz servichet da dâd, e servichinn ac’hanoud ; é kasi-da-get kuzul Ac’hitofel.

35. Hôgen béz’ éc’h eûz gan-éz ar véleien Sadok hag Abiatar : ha kémen̄d a glévi é-tî ar roué, é liviri d’ar véleien Sadok hag Abiatar.

36. Béz’ hô deûz gan̄t-hô hô daou vâb, Ac’himaas, mâb Sadok, ha Jonatas, mâb Abiatar : ha c’houi a gasô da lavaroud d’in kémen̄d hô pézô klévet.

37. Kusai éta, miñoun David, a zistrôaz da géar, hag Absalom a iéa ivé é Jéruzalem enn hévéleb amzer.


————


XVI. PENNAD.


Absalom a ia ébarz Jéruzalem. Gwalla a ra gragez-serc’hed hé dâd.


1. Pa en dôé David tréménet eunn nébeût lein ar ménez, Siba, paotr Mifiboset, a iéaz war hé arbenn gan̄t daou azen, war béré éz oa daou chan̄t bara, ha kan̄t pakad rézin séac’h, ha kan̄t gon̄vor fiez, hag eur bouch-kenn gwîn.

2. Hag ar roue a lavaraz da Ziba : Pétrâ a fell d’id da ôber gan̄d ann dra-zé ? Ha Siba a lavaraz : Ann azéned a zô évit ma piñô war-n-ézhô ser-