Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/407

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
a c’halvomp eil levr ar rouéed.

c’hrég : Péléac’h éma Ac’himaas ha Jonatas ? Hag ar c’hrég a lavaraz d’ézhô : Buan in̄t éat-kuît, goudé béza évet eunn nébeûd dour. Hag ar ré hé c’hlaské, pa n’hô c’hefchon̄t két, a zistrôaz da Jéruzalem.

21. Ha pa oé éat ar ré-zé kuît, ar ré-man̄ a zeûaz er-méaz eûz ar pun̄s, a iéaz hag a zanévellaz pép-trâ da Zavid, ô lavarout : Savit, ha treûzit buan ar ster ; râg ével-sé eo en deûz rôet Ac’hitofel kuzul enn hoc’h énep.

22. David éta a zavaz, hag ann holl bobl a oa gan̄t-han̄, hag hî a dreûzaz ar Jourdan abars goulou-deiz : ha na choumaz két unan hép treûzi ar ster.

23. Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar : hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd.

21. Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.

25. Absalom a lékéaz Amasa é penn ann armé é léac’h Joab : Amasa a oa mâb da eunn den eûz a Jezrael hanvet Jétrâ, péhini a oa éat da gaout Abigail, merc’h Naas, c’hoar Sarvia, mamm Joab.

26. Hag Israel gan̄d Absalom a steñaz hé gamp é brô Galaad.

27. Ha pa oé deûet David d’ar c’hamp, Sobi, mâb Naas, eûz a Rabbat da vugalé Ammon, ha Mac’hir, mâb Ammihel eûz a Lodabar, ha Berzellai eûz a Rogélim é Galaad,

28. A zigasaz d’ézhan̄ gwéléou, ha pellennou, ha listri prî, ha gwiniz, hag heiz, ha bleûd, hag éd-krâz, ha fâ, ha fer, ha pîz-krâz,

29. Ha mél, hag amann, ha dén̄ved, ha leûéou lard ; hag hî hô rôaz da Zavid, ha d’ar bobl a oa gan̄t-han̄, évid dibri : râg hî a grédé pénaoz ar bobl a oa man̄tret gan̄d ann naoun, gan̄d ar séc’hed, ha gan̄d ar skuizder enn distrô.


————


XVIII. PENNAD.


Lazet eo Absalom.


1. David ô véza évéséet oud ar bobl a oa gan̄t-han̄, a lékéaz war-n-ézhô millénerien ha kan̄ténerien ;

2. Hag hén̄ a lékéaz ann drédé loden eûz ar bobl dindân dourn Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Abisai, mâb Sarvia ha breûr da Joab, hag ann drédé loden dindân dourn Étai eûz a C’het ; hag ar roué a lavaraz d’ar bobl : Mé a iélô ivé er-méaz gan-é-hoc’h.

3. Hag ar bobl a lavaraz : Na zeûi két er-méaz : râk pa hô défé hor lékéat da dec’hout, na gavché két d’ézhô béza gréat kalz enn hon énep : ha pa vé kouézet ann han̄ter ac’hanomp, na vé két c’hoaz a walc’h évit-hô : râk té da-unan a zô nivéret ével dék mil. Gwelloc’h eo éta é choumfez é kéar évit ken-nerza ac’hanomp.

4. Hag ar roué a lavaraz d’ézhô : Ar péz a gefot mâd a rinn. Hag hén̄ a choumaz enn hé zî é-tâl ar pors ; hag ar bobl a iéa er-méaz a-van̄dennou, dré gan̄t dén ha dré vil dén.

5. Hag ar roué a réaz ar gourc’hémenn-man̄ da Joab, da Abisai ha da Étai, ô lavarout : Mirit d’in va mâb Absalom. Hag ann holl bobl a glévaz ar roué oc’h erbédi hé holl brin̄sed évit Absalom.

6. Ar bobl éta a gerzaz a-énep Israel, hag ann emgann a oé rôet é koad Éfraim.

7. Hag énô é oé tréc’het Israel gan̄d armé David : ha brâz é oé al lazérez enn deiz-zé ; eûz a ugen̄t mil dén é oé.

8. Ha goudé ann emgann é oen̄t skiñet dré ann holl vrô ; ha kalz muioc’h anézhô a oé lazet er c’hoat, égét na oé lazet gan̄d ar c’hlézé enn deiz-zé.

9. Absalom hé-unan a oé kavet gan̄t tûd David, hag hén̄ piñet war eur mûl ; ha pa dreméné ar mûl dindân eunn derven vrâz ha bôdek, en em reûstlaz hé benn enn derven ; hag hén̄ ô véza choumet a-ispiḻ étré ann én̄v, hag ann douar, ar mûl war béhini é oa piñet a iéaz é-biou.