véza ma eo kik : hag hé zeisiou a vézô eûz a c’houec’h-ugen̄t vloaz.
4. Lan̄gouinéien a ioa war ann douar enn deisiou-zé. Goudé éta ma’z éaz bugalé Doué da gaout merc’hed ann dûd, ha ma téûaz ar ré-man̄ da c’hénel, hô bugalé a oé tùd c’halloudek ha brudet-brâz enn amzer gôz.
5. Hôgen Doué ô wélout pénaoz fallagriez ann dûd a oa brâz war ann douar, ha pénaoz ann holl ioul eûz hô c’haloun a oa douged d’ann droug é péb amzer,
6. En dôé keûz da véza gréad ann dén war ann douar. Ha treûzet gan̄t glac’har bété gwéled hé galoun ;
7. Lémel a rinn, émé-z-han̄, diwar-c’horré ann douar, ann dén em eûz krouet, adaleg ann dén bétég al loéned, adaleg al loéned-stlej betég ann evned eûz ann én̄v ; Râk keûz am eûz da véza gréat anézhô.
8. Hôgen Noé a gavaz trugarez dirâg ann Aotrou.
9. Chétu aman̄ nested Noé : Noé a oé eunn dén gwirion hag eunn dén mâd a bép hen̄t (T) enn hé amzer ; gan̄d Doué é kerzaz.
10. Hag ec’h en̄géhen̄taz tri mâb, Sem, Ram ha Jafeth.
11. Hôgen ann douar a oa saotret dirâk Doué, ha leûn a fallagriez.
12. Pa wélaz éta Doué pénaoz é oa saotret ann douar (râk pép kig en dôa saotret hé hen̄d war ann douar),
13. E lavaraz da Noé : Divez ann holl gik a zô deûed dira-z-oun ; leùn eo ann douar gan̄t fallagriez ann dûd, ha mé hô c’hollô gan̄d ann douar.
14. Gra d’id eunn arc’h gan̄d koad kompézet ; kamprouigou (M) a ri enn arc’h, hag é lifri anézhi gan̄t pék-tanô enn diabarz hag enn diavéaz.
15. Hag ével-henn her gri : Ann héd eûz ann arc’h a vézô eûz a dri c’han̄t ilinad, al léd eûz a han̄ter-kan̄t ilinad hag ann huelded eûz a drégon̄t ilinad.
16. Eur prénestr a ri enn arc’h, hag al lein anezhan̄ a ri eûz a eunn ilinad : dôr ann arc’h a likii enn hé c’hostez : dindân al lein é ri tri c’hembod : ar gwéled, ar c’hamprou hag ann trédé kembot. (M).
17. Chétu mé a ia da zigas douréier al livaden war ann douar évit ma likiinn da vervel ann holl gik, é péhini éma ar c’houéz eûz ar vuez dindân ann én̄v ; kémen̄d a zô war ann douar a vézô beûzet.
18. Lakaad a rinn va c’hévrédigez gan-éz ; hag éz i ébarz ann arc’h, té ha da vipien, da c’hrég ha gragez da vipien gan-éz.
19. Lakaad a ri ivé enn arc’h daou loen eûz a bép gwenn zô (M), pâr ha pârez, evit ma vévin̄t gan-éz.
20. Eûz ann evned diouc’h hô gwenn, eûz al loéned pévar zroadek diouc’h hô gwenn, hag eûz al loéned-stlej, diouc’h hô gwenn, daou eûz a bép gwenn a ielô ébarz gan-éz, évit ma hellin̄t béva.
21. Kéméroud a ri ivé gan-éz eûz a gémen̄t boéd a helleur da zibri, hag hen tougi gan-éz enn arc’h : hag é vézô da voéd kenn évid-od, kenn évit-hô.
22. Noé a réaz ’ta kemen̄d en dôa Doué gourc’hémennet d’ézhan̄.
1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Noé : Kéa enn arc’h, té ha da holl diad ; râg gwélet em eûz pénaoz é oaz gwirion dira-z-oun é-kreiz ar rumm tûd-man̄.
2. Eûz al loéned c’hlan kémer seiz ha seiz, pâred ha pârézed : hag eûz al loéned louz daou ha daou, pâred ha pârézed.
3. Hag ivé eûz a evned ann én̄v seiz ha seiz, pâred ha pârézed ; évit ma vézô miret hô gwenn war-c’horré ann douar holl.
4. Râg goudé seiz dévez all c’hoaz, mé a lakai da c’hlaôia war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ha daou ugen̄t nôzvez : hag é laminn diwar-c’horré ann douar ann holl ré véô am eûz gréat.
5. Noé a réaz ’ta kémend en dôa