Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/410

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
376
eil levr samuel,

zeûaz bétég ar Jourdan ; hag holl Juda a zeûaz bété Galgala é-raog ar roué, évid hé lakaad da dreuzi ar Jourdan.

16. Hôgen Séméi, mâb Géra, mâb Jémini, eûz a Vahurim, a zeûaz affô hag a ziskennaz gan̄t tûd Juda é-raog ar roué David,

17. Gan̄t mil dén eûz a Ven̄jamin : ha Siba, paotr eûz a di Saül, a zeûaz ivé, hag hé bemzék vâb, hag ugen̄t servicher a oa gan̄t-han̄ : hag hî ô treûzi ar Jourdan é-raog ar roué,

18. A dréménaz ar gwéviou, évit lakaad da dreûzi ti ar roué, hag évid ôber diouc’h hé c’houc’hémenn. Séméi éta, mâb Gésa, a stouaz dirâg ar roué pa dreûzé ar Jourdan,

19. Hag a lavaraz d’ézhan̄ : Na réz két d’in hervez va fallagriez, va aotrou ; ha n’az péz kéd a goun eûz a wallou da zervicher enn deiz ma oud éat er-méaz eûz a Jéruzalem, aotrou va roué ; ha na vir két kemen̄t-sé enn da galoun.

20. Râk mé, da zervicher, a anavez va féc’hed, ha râk-sé eo ounn deûet hiriô ar c’hen̄ta eûz a holl dî Jozef, hag ounn diskennet é-raog ann aotrou, va roué.

21. Hag Abizai, mâb Sarvia, a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha na vézô két lazet Séméi évid ar geriou-zé, pa en deûz milliget éôliet ann Aotrou ?

22. Ha David a lavaraz : Pétrâ a zô étré c’houi ha mé, mipien Sarvia ? Pérâg é teûit-hu da énebourien d’in hiriô ? Hag hiriô é tlé béza lazet eunn dén é Israel ? Ha na ouzoun-mé két pénaoz eo hiriô ounn bét lékéat da roué war Israel ?

23. Hag ar roué a lavaraz da Seméi : Na varvi két : hag hén̄ hen touaz d’ézhan̄.

24. Mifiboset, mâb Saül, a ziskennaz ivé é-raog ar roué, héb béza gwalc’het hé dreid, na béza trouc’het hé varô : ha n’en dôa két gwalc’het hé ziḻad abaoé ann deiz é péhini é oa éat-kuît ar roué, béteg ann hini ma tistrôaz é péoc’h.

25. Ha pa oé deûet da ziambrouga ar roué é Jéruzalem, é lavaraz David d’ézhan̄ : Pérâk, Mifiboset, n’oud két deûet gan-én̄ ?

26. Hag hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou va roué, va zervicher en deûz va zouellet ; ha mé da zervicher em eûz lavaret d’ézhan̄ dibra d’in eunn azen, évit piña war-n-ézhan̄ ha mon̄d war-lerc’h ar roué, ô véza ma ounn kamm, mé da zervicher.

27. É Iéac’h-sé, eo éat da damalloud ac’hanoun, da zervicher, dira-z-oud ô va roué : hôgen té, aotrou va roué, a zô ével eunn éal Doué : grâ ac’hanoun ar péz a giri.

28. Râk pétrâ-bennâg ma oa holl dî va zâd dellézeg a varô é-kén̄ver ann aotrou va roue, éc’h eûz va lékéat, mé da zervicher, da zibri oud da daol : pé wîr em bé-mé ’ta d’en em glemma ? Pé da bétrâ é teûfenn-mé pelloc’h da c’harmi out va roué ?

29. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a lavarfez ouc’h-penn ? Ar péz em eûz lavaret a choumô : Té ha Siba, rannit ar madou.

30. Ha Mifiboset a lavaraz d’ar roué : R’hô c’hémérô holl, pa eo deûet hiriô é péoc’h ann aotrou va roué enn hé dî.

31. Berzellai eûz a C’halaad a ziskennaz ivé eûz a Rogélim, a dreûzaz ar Jourdan gan̄d ar roué, hag a oa daré da von̄t war hé lerc’h enn tû all d’ar ster.

32. Hôgen Berzellai eûz a C’halaad a oa kôz-brâz, da lavaroud eo en dôa pévar-ugen̄t vloaz. Boéd en dôa rôet d’ar roué, pa en em gavé er c’hamp ; râg eunn dén pinvidik-brâz é oa.

33. Ar roué éta a lavaraz da Verzellai : Deûz gan-én̄, évit ma choumi é péoc’h gan-én̄ é Jéruzalem.

34. Ha Berzellai a lavaraz d’ar roué : Péd bloaz a choum d’in c’hoaz da véva, évit ma helfenn piña da Jéruzalem gan̄t va roué ?

35. Pévar-ugen̄t vloaz ounn hiriô : ha kré a-walc’h eo va skian̄chou, évid anaoud ar c’houék dioud ar chouerô ? Évit tan̄va ar bôéta hag ann éva, évit sélaoui mouéz ar ganerien hag ar ganérézed ? Pérâg da zervicher a ziaezfé ann aotrou va roué ? (T).

36. Mon̄d a rinn c’hoaz eunn nébeût war da lerc’h enn tû all d’ar Jourdan, mé da zervicher : hôgen n’em eûz két talvézet ann distrô-zé.