Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/412

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
eil levr samuel,

11. Koulskoudé lôd eûz a dûd Joab, péré a oa choumet é-tâl korf-marô Amasa, a lavaras : Chétu ann hini a fellé d’ézhan̄ béza da réner da Zavid é léac’h Joab.

12. Hôgen Amasa gôlôet a c’hoad a oa gourvezet é-kreiz ann hen̄t. Hag eur ré ô wélout pénaoz é choumé ann holl bobl enn hé zâ évit selloud out-han̄, a voun̄taz anézhan̄ eûz ann hen̄t enn eur park, hag a chôlôaz anézhan̄ gan̄d eur van̄tel, gan̄d aoun na choumfé enn hô zâ ar ré a dréméné, enn abek d’ézhan̄.

13. Pa oé éta tennet diwar ann hen̄t, ann holl a iéaz gan̄t Joab war-lerc’h Séba, mâb Bokri.

14. Hôgen hén̄ ô treûzi holl vreûriézou Israel, a iéaz da Abéla, ha da Vetmaac’ha : hag ann holl dûd zilennet en em strollaz war hé drô.

15. Don̄d a réjon̄d éta, hag é stourmchon̄t out-han̄ é Abéla hag é Betmaac’ha ; hag hî a zavaz kembotou war-drô da gear, ha grounnet é oé kéar : hag ar ré holl a oa gan̄t Joab, a glaské ann doaré da ziskara ar vûr.

16. Hag eur vaouez fûr eûz a géar a griaz : Sélaouit, sélaouit, ha livirid da Joab : Tôsta aman̄, ha mé a gomzô ouz-id.

17. Ha pa oé tôstéet-hén̄, é lavaraz-hî d’ézhan̄ : Ha té eo Joab ? Hag hén̄ a lavaraz : Mé eo. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Sélaou komziou da vatez. Hag hén̄ a lavaraz : Hô sélaoui a rann.

18. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Enn eul lavar kôz é lavared : Néb a c’houlennô kuzul, ra c’houlennô é Abéla : hag ével-sé é teûen̄t a-benn eûz hô zrâ.

19. Ha né két mé eo a lavar ar wirionez enn Israel ? Ha té a fell d’id disman̄tra kéar, ha diskara ar vamm é Israel. Pérâg é fell d’id kâs-da-gét digwéz ann Aotrou ?

20. Ha Joab a respoun̄taz hag a lavaraz : Doué ra virô, Doué ra virô ; na zeûann nag évid disman̄tra nag évid diskara.

21. N’eûz kéd a véneg eûz a gémen̄t-sé ; hôgen eunn dén eûz a vénez Éfraim, hanvet Séba, mâb Bokri, a zô en em zavet a-énep ar roué David. Laka-hén̄ hép-kén étré hon daouarn, ha nî a bellai diouc’h kéar, hag ar vaouez a lavaraz da Joab : Chétu éz éeur da deûrel hé benn d’id dreist ar vûr.

22. Neûzé éz éaz-hî da gaoud ar bobl, hag é komzaz out-hô gan̄t furnez : hag hî ô véza trouc’het penn Séba, mâb Bokri, a daolaz anézhan̄ da Joab. Hag hén̄ a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag hî a zistrôaz eûz a zirâg ar géar, hag en em dennaz dindân hé delt. Hôgen Joab a zistrôaz da gavout ar roué da Jéruzalem.

23. Joab éta a oa é penn holl armé Israel ; ha Banaias, mâb Joiada, war ar Sérétied hag ar Félétied.

24. Aduram a oa da benn war ann teltou, ha Josafat, mâb Abilud, war ann diellou.

25. Siva a oa skrivañer ; ha Sadok hag Abiatar béleien-vrâz.

26. Hag Ira eûz a Jair a oa bélek da Zavid.


————


XXI. PENNAD.


Naounégez enn Israel. David a laka da vézia eskern Saül ha Jonaias.


1. É amzer David é oé eunn naounégez hag a badaz tri bloaz. Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou. Hag ann Aotrou a lavaraz : Enn abek da Zaül eo, ha d’hé dî a oa eunn ti a c’hoad ; ô véza ma en deûz lazet ar C’habaonited.

2. Hôgen ar roué ô véza galvet ar C’habaonited, a lavaraz d’ézhô : (Râg ar C’habaonited na oan̄t két bugalé Israel, hôgen eul loden divéza eûz ann Amorréed. Bugalé Israel hô dôa gréat eul lé d’ézhô, ha koulskoudé Saül a fellaz d’ézhan̄ hô heskina, ével enn abek da vugalé Israel ha Juda.)

3. David a lavaraz éta d’ar C’habaonited : Pétrâ a rinn-mé d’é-hoc’h ? Ha pétrâ a vézô da zic’haou d’é-hoc’h, évit ma vennigot digwéz ann Aotrou ?

4. Hag ar C’habaonited a lavaraz d’ézhan̄ : Na c’houlennomp nag ar-