Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/418

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
eil levr samuel, a c’halvomp eil levr ar rouéed.

19. Ha David a biñaz, hervez gér Gâd ha gourc’hémenn ann Aotrou.

20. Hag Aréuna ô sellout, a wélaz ar roué hag hé zervicherien a zeûé étrézég enn-han̄.

21. Hag ô véza éat er-méaz, en em strin̄kaz war hé c’hénou dirâg ar roué, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é teû ann aotrou, va roué, da gavout hé zervicher ? Ha David a lavaraz d’ézhan̄ : Evit préna digan-éz da leûr, ha sével eunn aoter d’ann Aotrou, évit ma éhanô al lazérez a gouéz war ar bôbl.

22. Hag Aréuna a lavaraz da Zavid : Kéméret ha kenniget ann aotrou, va roué, ar péz a gavô mâd. Chétu éjenned évid ar sakrifiz-losk, hag eur c’harr, ha géviou éjenned é léac’h keûneûd.

23. Ar roué Aréuna a rôaz kémen̄t-sé d’ar roué. Hag Aréuna a lavaraz d’ar roué : Ra zigémérô ann Aotrou, da Zoué, da wéstl.

24. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Na rinn két ar péz a fell d’id ; hôgen ann dra-zé a bréninn digan-éz ; ha na genniginn két é sakrifiz-losk d’ann Aotrou, va Doué, ar péz n’en dévézô koustet nétrâ d’in. David a brénaz éta al leûr, hag ann éjenned évit han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t :

25. Ha David a zavaz énô eunn aoter d’ann Aotrou, hag a gennigaz sakrifisou-losk ha sakrifisou a béoc’h. Hag ann Aotrou en em unvanaz gan̄d ar vrô, hag ar gouli a éhanaz é Israel.


————