Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/421

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
387
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

38. Sadok éta ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed, ha Banaias, mâb Joiada, hag ar Sérétied, hag ar Félétied a ziskennaz ; hag hî a lékéaz Salomon da biña war vulez ar roué David, hag a gasaz anézhan̄ da C’hihon.

39. Ha Sadok ar Bélek-brâz, a géméraz eur c’horñad éôl eûz ann tabernakl, hag a éôliaz Salomon. Hag hî a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag ann holl bobl a lavaraz : Bézet béô roué Salomon.

40. Hag ann holl bobl a biñaz war hé lerc’h, ha kalz anézhô a c’hoarié gan̄t sutellou, hag en em laouénéé kaer : hag ann douar a zassoné gan̄d hô cholori.

41. Hôgen Adonias, hag ar ré holl a oa bét pédet gan̄t-han̄, a glevaz, pa oa echu ar banvez : ha Joab ô véza klevet son ar c’horn-boud, a lavaraz : Pétrâ eo ann trouz hag ann dispac’h a zô é kéar ?

42. Ha pa gomzé c’hoaz, Jonatas, mâb Abiatar, ar bélek a zeûaz ; hag Adonias a lavaraz d’ézhan̄ : Deûz ébarz, râg eunn dén kalouneg oud, hag é tigasez kélou mâd.

43. Ha Jonatas a lavaraz da Adonias : É-nép doaré, râg ar roué David hon aotrou en deûz lékéat Salomon da roué :

44. Hag hén̄ en deûz kaset gan̄t-han̄ Sadok ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed, ha Banaias, mâb Joiada, hag ar Sérétied, hag ar Félétied : hag hî hô deûz hé lékéat war vulez ar roué.

45. Ha Sadok ar Bélek-brâz, ha Natan ar profed hô deûz hé éôliet da roué é Gihon : hag ac’hanô in̄t piñet oc’h en em laouénaat dré ar géar holl ; hen-nez eo ann trouz hoc’h eûz klevet.

40. Salomon zô-kén a zô azézet war drôn ar rouan̄télez.

47. Ha servicherien ar roué a zô deûet, hag hô deûz benniget ar roué David hon aotrou, ô lavarout : Ra lakai Doué hanô Salomon dreist da hanô, ha ra zavô hé drôn uc’héloc’h égéd da drôn. Hag ar roué a azeûlaz war hé wélé,

48. Hag a lavaraz : Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, péhini en deûz rôet hiriô d’in unan évid azéza war va zrôn, ha mé c’hoaz oc’h hé wélout.

49. Ar ré holl éta péré a oa bét pédet gan̄d Adonias a oé spoun̄tet, hag a zavaz ; hag hî a iéaz pép-hini enn hé hen̄t.

50. Hôgen Adonias, péhini en dôa aoun râk Salomon, a zavaz, hag a iéaz-kuît, hag a grôgaz é korn ann aoter.

51. Ha lavaret é oé da Zalomon : Chétu Adonias, péhini gan̄d ann aoun en deûz râg ar roué Salomon, a zô harpet é korn ann aoter, hag a lavar : Ra douô d’in hiriô ar roué Salomon, pénaoz na lazô két hé zervicher gan̄d ar c’hlézé.

52. Ha Salomon a lavaraz : Mar d-eo bét eunn dén mâd, na gouézô két d’ann douar eur vléven hep-kén eûz hé benn : hôgen mar béz kavet droug enn-han̄, é-varvô.

53. Ar roué Salomon a gasaz éta, évit tenna Adonias dioc’h ann aoter. Hag hén̄ a zeûaz, hag a azeûlaz ar roué Salomon. Ha Salomon a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa d’as tî.


————


II. PENNAD.


Aliou divéza David da Zalomon. Adonias ha Joab a zô lazet.


1. Hôgen deiz marô David a dostéé, hag hén̄ a rôaz ann aliou-man̄ da Zalomon hé vâb, ô lavarout :

2. Mon̄d a rann enn hen̄t é péhini é tlé mon̄d ann holl dûd : en em nerza, ha béz eunn dén.

3. Gra gourc’hémennou ann Aotrou, da Zoué, ha kerz enn hé hen̄chou ; ha mir hé lidou, hag hé gélennou, hag hé varnédigézou, hag hé desténiou, ével ma eo skrivet é lézen Moizez, évit ma wézi pétrâ éc’h eûz da ôber, ha war bé dû é tléez trei ;

4. Évit ma sévénô ann Aotrou ar gér en deûz rôet d’in, ô lavarout : Ma vîr da vipien hô hen̄chou, ha mar kerzon̄t dira-z-oun er wirionez, a greiz hô c’haloun hag a greiz hô éné,