Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/422

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
388
trédé levr ar rouéed,

na vézô tennet hini anézhô diwar drôn Israel.

5. Té a oar ivé pétrâ en deûz gréat d’in Joab, mâb Sarvia, pétrâ en deûz gréat da zaou eûz a brin̄sed armé Israel, Abner, mâb Ner, hag Amasa, mâb Jéter, péré en deûz lazet, ô skuḻa goad ar brézel er péoc’h, hag en deûz lékéat goad ann emgann war hé c’houriz a oa enn hé zargreiz, ha war hé voutou a oa enn hé dreid.

6. Ober a rî éta hervez da furnez, ha na lezi két hé vléô gwenn da ziskenni er béz é péoc’h.

7. Hôgen anaoudek é vézi é-ken̄ver mipien Berzellai eûz a C’halaad, hag hî a zebrô oc’h da daol : râg hî a zô deûet d’am ziambrouga pa dec’henn a zirâk Absalom da vreûr.

8. Béz’ éc’h eûz ivé gan-éz Sémei, mâb Géra, mâb Jémini, eûz a Vahurim, péhini en deûz gwall villiget ac’hanoun, p’az éann d’ar c’hamp : hôgen ô véza ma eo bét diskennet d’am ziambrouga pa dreûzenn ar Jourdan, mé a douaz d’ézhan̄ dré ann Aotrou, ô lavarout : N’az lazinn két gan̄t ar c’hlézé.

9. Hôgen na c’houzan̄v két é choumfé digastiz. Eunn dén fûr oud, ha té a oar pétrâ a dléez da ôber d’ézhan̄, ha mar d-eo réd lakaad hé vléô gwenn da ziskenni er béz gan̄t goad.

10. David éta a gouskaz gan̄d hé dadou, ha a oé bésiet é kéar David.

11. Hôgen ann deisiou ma rénaz David war Israel a oé eûz a zaou-ugen̄t vloaz : seiz vloaz é rénaz é Hébron, ha tri ha trégon̄t é Jéruzalem.

12. Hôgen Salomon a azézaz war drôn David hé dâd, hag hé rén en em stardaz kré.

13. Neûzé Adonias, mâb Haggit, a iéaz da gavout Betsabéé, mamm Salomon. Hag hou-man̄ a lavaraz d’ézhan̄ : Ha gan̄t péoc’h é teûez aman̄ ? Hag hén̄ a lavaraz : Gan̄t péoc’h.

14. Hag hén̄ a lavaraz : Eur gér em eûz da lavaroud d’id. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Komz.

15. Té a oar, émé-z-han̄, pénaoz é oa d’in ar rouan̄télez, ha pénaoz en dôa holl Israel va zilennet da roué : hôgen dizouget eo ar rouan̄télez, ha tréménet eo d’am breûr ; râg ann Aotrou en deûz hé rôet d’ézhan̄.

16. Bréma éta é c’houlennann eunn dra digan-éz : n’hé dinac’h két d’in em méz. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Komz.

17. Hag hén̄ a lavaraz : Mé az péd da lavarout d’ar roué Salomon (râk na hell dinac’ha nétrâ d’id), da rei d’in da c’hrég Abisag eûz a Zunam.

18. Ha Betsabéé a lavaraz : Mâd ; mé a gomzô d’ar roué évid-oud.

19. Betsabéé a zeûaz éta da gavout ar roué Salomon, évit komza out-han̄ diwar-benn Adonias. Hag ar roué a zavaz, a iéaz war hé arbenn (T), a azeûlaz, hag a azézaz war hé drôn : ha lékéat é oé eunn trôn évit mamm ar roué péhini a azézaz a zéou d’ézhan̄.

20. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Eur goulenn bihan em eûz da ôber d’id ; n’hé zinac’h két d’in. Hag ar roué a lavaraz d’ézhi : Goulenn, va mamm : râk né vé két déréad é tinac’hfenn ac’hanod.

21. Hag hî a lavaraz : Rô Abisag eûz a Zunam da c’hrég da Adonias, da vreûr.

22. Hag ar roué Salomon a respoun̄taz, hag a lavaraz d’hé vamm : Perâg é c’houlennez-té Abisag eûz a Zunam évid Adonias ? Goulenn ivé ar rouan̄télez évit-han̄ ; râk va breûr héna eo, hag évit-han̄ en deûz Abiatar, ar bélek, ha Joab, mâb Sarvia.

23. Ar roué Salomon a douaz éta dré ann Aotrou, ô lavarout : Ra rai Doué kémen̄t-sé din, hag ouc’h-penn, ma n’en deûz Adonias lavaret kémen̄t-sé a-éneb hé vuez.

24. Ha bréma, ével ma eo béô ann Aotrou, péhini en deûz va stardet, ha va lékéat war drôn David, va zâd, hag en deûz gréat d’in eunn ti, ével m’en dôa lavaret, é vézô lazet hiriô Adonias.

25. Hag ar roué Salomon a gasaz Banaias, mâb Joiada, péhini a skôaz gan̄t-han̄, hag hé lazaz.

26. Hag ar roué a lavaraz da Abiatar ar bélek : Kéa da Anatot, enn douar a zô d’id : té a dléfé mervel (T) ; hôgen n’az lazinn két hiriô, ô véza ma éc’h eûz douget arc’h ann Aotrou