Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/423

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
389
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

Doué dirâk David va zâd, ha ma éc’h eûz skoaziet va zâd enn hé holl labouriou.

27. Salomon éta a gasaz-kuît Abiatar, évit na vijé mui belek d’ann Aotrou ; évit ma vijé sévénet gér ann Aotrou en dôa lavaret é Silo diwar-benn ti Héli.

28. Hôgen ar c’helou-zé ô véza deûet da Joab, péhini a oa éat a dû gan̄d Adonias, ha n’en dôa két heûliet Salomon ; é tec’haz Joab da dabernakl ann Aotrou, hag é krôgaz é korn ann aoter.

29. Ha rôet é oé da anaout d’ar roué Salomon pénaoz é oa tec’het Joab étrézé tabernakl ann Aotrou, ha ma oa é-tâl ann aoter. Ha Salomon a gasaz Banaias, mâb Joiada, ô lavarout : Kéa, ha lâz-hén̄.

30. Ha Banaias a iéaz é tabernakl ann Aotrou, hag a lavaraz da Joab : Chétu pétrâ a lavar d’id ar roué : Kéa er-méaz. Hag hén̄ a lavaraz : N’az inn két er-méaz ; hôgen aman̄ é varvinn. Banaias a zanévellas kémen̄t-sé d’ar roué, ô lavarout : Chétu pétrâ en deûz lavaret ha respoun̄tet Joab d’in.

31. Hag ar roué a lavaraz d’ézhan̄ : Grâ ével m’en deûz lavaret. Lâz-hén̄, hag hé laka er béz, hag é tenni diwar-n-oun ha diwar di va zâd ar goad dinam a zô bét skuḻet gan̄t Joab.

32. Hag ann Aotrou a zistolô hé c’hoad war hé benn hé-unan, ô véza ma en deûz lazet daou zén gwirion ha gwelloc’h égét-han̄ ; ha ma en deûz lazet gan̄d ar c’hlézé, hép gouzoud da Zavid va zâd, Abner, mâb Ner, prin̄s armé Israel, hag Amasa, mâb Jéter, prin̄s armé Juda.

33. Hag hô goad a zistrôio war benn Joab, ha war benn hé wenn da-vikenn. Hôgen ra rôi ann Aotrou eur péoc’h peûr-baduz da Zavid ha d’hé wenn, d’hé di ha d’hé drôn.

34. Banaias, mâb Joiada, a biñaz éta, en em daolaz war-n-ézhan̄ hag hé lazaz : hag hén̄ a oé bésiet enn hé dî hé-unan enn distrô.

35. Hag ar roué a lékéaz Banaias, mâb Joiada, enn hé léac’h é penn ann armé, ha Sadok da Vélek-brâz é léac’h Abiatar.

36. Ar roué a gasaz ivé da c’hervel Sémei, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Saô d’id eunn ti é Jéruzalem, ha choum énô ; ha n’az â er méaz na tu-man̄ na tu-hon̄t.

37. Râg é pé zeiz-bennâg éz i er-méaz, hag é treûzi froud Sédron, gwéz pénaoz é vézi lazet : ha da c’hoad a gouezô war da benn da-unan.

38. Ha Sémei a lavaraz d’ar roué : Mâd eo ar gér : ével m’en deûz lavaret ann aotrou va roué, é vézô gréat gan̄d hé zervicher. Ha Sémei a choumaz pell é Jéruzalem.

39. Hôgen da benn tri bloaz é c’hoarvézaz pénaoz sklaved Sémei a dec’haz étrézég Akis, mâb Maac’ha, roué Get : ha rôet é oé da anaout da Zémei pénaoz é oa éat hé sklaved da C’het.

40. Ha Sémei a zavaz, hag a zibraz hé azen : hag hén̄ a iéaz da gavoud Akis é Get évit goulenni hé sklaved, hag a zigasaz anézhô eûz a C’het.

41. Hôgen rôet é oé da anaout da Zalomon pénaoz é oa bét éat Sémei eûz a Jéruzalem da C’het, hag é oa distrô.

42. Hag hén̄ a gasaz d’hé c’hervel, hag a iavaraz d’ézhan̄ : Ha n’em eûz-mé két touet d’id dré ann Aotrou, ô lavarout : É pé zeiz-bennâg ma’z i er-méaz tu-man̄ ha tu-hon̄t, gwéz pénaoz é vézi lékéat d’ar marô ? Ha té éc’h eûz lavaret d’in : Mâd eo ar gér em eûz klevet.

43. Pérâg éta n’éc’h eûz-té két miret lé ann Aotrou, hag ar gourc’hémenn em boa rôet d’id ?

44. Hag ar roué a lavaraz da Zémei : Té a oar ann holl zroug a damall da galoun d’id, hag éc’h eûz gréat a-énep David va zâd : ann Aotrou en deûz distolet da zrougiez war da benn da-unan.

45. Hag ar roué Salomon a vézô benniget, ha trôn David a vézô stard dirâg ann Aotrou da-vikenn.

46. Ar roué éta a rôaz hé c’hourc’hémenn da Vanaias, mâb Joiada : hag he-man̄ a ieaz er-méaz, a skôas gan̄t Sémei hag a lazaz anézhan̄.


————