Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/426

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
trédé levr ar rouéed,

21. Hôgen Salomon en dôa dindân hé c’halloud ann holl rouan̄télésiou adaleg ar ster bété brô ar Filistined, ha bétég harzou ann Éjipt : hag hî a gennigé d’ézhan̄ rôou, hag a choumaz dindân hé véli é-pâd ann holl zeisiou eûz hé vuez.

22. Boéd Salomon a oa bemdez eûz a drégon̄t korus bleûn̄-gwiniz, ha tri-ugen̄t korus bleûd ;

23. Dég éjenn lard, hag ugen̄t éjenn oud ar peûri, ha kan̄t tourz, hép nivéri ar c’hig hémolc’h, ar c’hirvi, ann iourc’hed, ar bualed, hag ann evned lardet.

24. Râg mestr é oa war ann holl vrô a ioa enn tû all d’ar ster, adalek Tafsa bété Gazan, hag holl rouéed ar vrôiou-zé : hag hén̄ en doa ar péoc’h é pép tû trô-war-drô.

25. Juda hag Israel a choumaz éta héb aoun é-béd, pép-hini dindân hé winien, ha dindân hé fiézen, adalek Dan bété Bersabéé, é holl zeisiou Salomon.

26. Ha Salomon en dôa enn hé varchosiou daou-ugen̄t mil marc’h évid ar c’hirri, ha daouzék mil évid ar varc’heien.

27. Hag ann oviserien eûz ar roué a béré hon eûz komzet a vagé anézhô : hag hî a lékéa enn hé amzer gan̄t kalz a bréder war daol ar roué Salomon, kémen̄d a oa réd d’ézhan̄.

28. Hi a gasé ivé heiz ha kôlô évid ar c’hézeg hag al loéned all el léac’h ma oa ar roué, hervez ann urs a oa bét rôet d’ézho.

29. Doué a rôaz ivé da Zalomon eur furnez hag eur poell brâz-meûrbéd, hag eunn éc’honder a galoun hén̄vel out tréaz ar môr.

30. Ha furnez Salomon a oa dreist furnez holl ré ar sâv-héol hag ann holl Éjiptianed.

31. Hag hén̄ a oa furoc’h égéd ann holl dûd ; furoc’h égéd Étan, ann Ezrahit, égéd Héman, ha Kalkoî, ha Dorda, mipien Mahol ; hag hén̄ a oa brudet-brâz é-touez ann holl vrôadou trô-war-drô.

32. Salomon a lavaraz ivé tri mil parabolen : hag hén̄ a réaz mil kanaouen ha pemp.

33. Hag hén̄ a skrivaz ivé diwar-benn ar gwéz, adaleg ar sedr a zô war al Liban, bétég ar sikadez a zeû er-méaz eûz ar vôger : hag hén̄ en deûz skrivet ivé diwar-benn al loéned, hag ann evned, hag ann aéred, hag ar pésked.

34. Don̄d a réa tûd eûz ann holl vrôiou évit sélaoui furnez Salomon, hag a berz ann holl rouéed eûz ann douar évit klevout hé furnez.


————


V. PENNAD.


Hiram, roué Tir, a rô da Zalomon ar c’hoat a zô réd évit sével ann templ.


1. Hiram, roué Tir, a gasaz ivé hé zervicherien étrézé Salomon : râk klevet en dôa pénaoz é oa bét éôliet da roué é léac’h hé dâd ; râg Hiram a oa bét bépréd miñoun da Zavid.

2. Hôgen Salomon a gasaz étrézeg Hiram, ô lavarout :

3. Té a oar pétrâ é oa ioul David, va zâd, ha pénaoz n’en deûz két gellet sével eunn ti é hanô ann Aotrou hé Zoué, enn abek d’ar brézéliou a c’hourdrouzé anézhan̄ trô-war-drô, kén n’en divijé ann Aotrou lékéat hé énébourien dindân roudou hé dreid.

4. Hôgen bréma ann Aotrou, va Doué, en deûz rôet d’in ann éhan trô-war-drô : ha n’em eûz nag énébour, nag énébiez.

5. Râk-sé é fell d’in sével eunn ti é hanô ann Aotrou, va Doué, ével ma en deûz komzet ann Aotrou oud David, va zâd, ô lavarout : Da vâb péhini a likiinn enn da léac’h war da drôn, hen-nez eo a zavô eunn tî em hanô.

6. Gourc’hémenn éta d’as servicherien trouc’ha évid-oun gwéz-sedr eûz al Liban ; ha va zervicherien a vézô gan̄d da ré : ha mé a rôi d’as servicherien ar gôbr a c’houlenni : râk té a oar pénaoz n’eûz dén é-touez va fobl a oufé trouc’ha ar c’hoat ével ar Sidonied.

7. Ha pa glevaz Hiram geriou Sa-