Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/428

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
trédé levr ar rouéed,

c’hourc’hémennou, ô kerzout dré-z-hô, mé a grétai enn-oud va gér, em eûz lavaret da Zavid da dâd.

13. Ha mé a choumô é-kreiz bugalé Israel, ha na zilézinn két va fobl a Israel.

14. Salomon a zavaz éta ann tî, hag hé beûr-zavaz.

15. Hag hén̄ a c’hôlôaz môgeriou ann tî enn diabarz gan̄t elfennou sedr, eûz a leûr ann tî bété lein ar môgeriou ; ha bétég ar zôlier, hô gôlôaz gan̄t koat sedr enn diabarz : hag hén̄ a c’hôlôaz leûr ann tî gan̄t elfennou sapr.

16. Sével a réaz ivé é gwéled ann templ elfennou sedr eûz a ugen̄t ilinad, eûz al leûr bétég al lein ; hag hén̄ a réaz ann diabarz eûz ann orakl, é san̄t ar zen̄t.

17. Hôgen ann templ en dôa daou-ugen̄t ilinad adalek dôr ann orakl.

18. Hag ann holl dî enn diabarz a oa gôlôet gan̄t sedr, ha frammou ar c’hoat a oa gréat gan̄t kalz a ijin, ha kin̄klet gan̄t kizelladuriou ha mouluriou : gôlôet é oa holl gan̄d elfennou sedr ; ha na wéled két a vein er vôger.

19. Hôgen ann orakl a réaz é-kreiz ann tî, enn diabarz anézhan̄, évit lakaad énô arc’h kévrédigez ann Aotrou.

20. Hôgen ann orakl en dôa ugen̄d ilinad a héd, hag ugen̄d ilinad a léd, hag ugen̄t ilinad a uc’helded : hag hén̄ a chôlôaz hag a wiskaz anézhan̄ gan̄d aour ar glana, hag a c’hôlôaz ann aoter gan̄t koat sedr.

21. Gôlei a réaz ivé ann tî dirâg ann orakl gan̄d aour ar glana, hag é stagaz ann taolennou gan̄t tachou aour.

22. Né oa nétrâ enn templ ha na oa gôlôet a aour : hag ann aoter a oa dirâg ann orakl a oa ivé gôlôet holl a aour.

23. Ober a réaz ivé enn orakl daou gérubin gan̄t koat olived, eûz a zég ilinad a uc’helded.

24. Unan eûz a askellou ar gérubined é dôa pemb ilinad, hag ébén é dôa ivé pemb ilinad : ével-sé éz oa dég ilinad adalek pennn eunn askel bété penn ébén.

25. Ann eil gérubin en dôa ivé dég ilinad, eûz a eunn hévélep men̄t, hag ann daou gérubin a oa eûz a eunn hévélep labour ;

26. Da lavaroud eo, m’en dôa unan eûz ar gérubined dég ilinad a uc’helded, hag égilé kémen̄d all.

27. Lakaad a réaz ar gerubined é-kreiz ann templ enn diabarz : hôgen ar gérubined a astenné hô diou-askel ; hag askel eur c’hérubin a stoké oud eur vôger, hag askel ann eil gérubin a stoke oud ar vôger all : hôgen hô diou-askel all a stoké ann eil oud ébén é-kreiz ann templ.

28. Gôlei a réaz ivé gan̄d aour ar gérubined.

29. Kizelladuriou ha mouluriou a en̄gravaz war vôgeriou ann templ trô-war-drô ; hag hen̄ a réaz enn-hô kérubined, ha barrou-palmez, ha livadurésiou a bép doaré ; ével pa zeûjen̄t er-méaz, ha pa zavchen̄t eûz ar vôger.

30. Gôlei a réaz ivé gan̄d aour leûr ann tî, enn diabarz hag enn diavéaz.

31. Évit mon̄d enn orakl é réaz dôriouigou koat olived, ha postou a bemp rann.

32. Ann diou zôr-zé a réaz gan̄t koat olived : hag hén̄ a en̄gravaz enn-hô skeûdennou kérubined, ha doaréou barrou-palmez, ha kizelladuriou a zavé dreist : hag hén̄ hô gôlôaz gan̄d aour, kenn ar gerubined, kenn ar barrou-palmez, hag ann traou all.

33. Ober a réaz ivé é dôr ann templ postou koat olived a bévar rann :

34. Ha diou zôr koat-sapr enn daou dû : ha pép dôr a oa daou-bléget, hag a zigoré oc’h en em zerc’hel stâg hô diou.

35. Hag hén̄ a en̄gravaz kérubined, ha barrou-palmez, ha kizelladuriou a zavé dreist : hag hén̄ hô gôlôaz holl gan̄t taolennou aour diouc’h ar réol hag ar skouér.

36. Sével a réaz ivé al leûr a-ziabarz gan̄t tri diazez mein kompez, hag eunn diazez koat sedr.

37. Tî ann Aotrou a oé diazézet er pévaré bloaz, é mîz zio.

38. Hag enn unnékved bloaz, é mîz Bul (hen-nez eo ann eizved mîz) é oé peûr-c’hréat ann tî, é pép korn anézhan̄ hag é pép tra. (T). É seiz vloaz éta é savaz anézhan̄.


————