Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/433

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

38. Kémen̄d dén eûz da bobl Israel a gennigô d’id hé wéstlou pé hé bédennou ; hag oc’h anaout gouli hé galoun, ma astenn hé zaouarn enn tî-man̄ ;

39. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz al léac’h é péhini é choumez : en em unvani a ri gan̄t-hô hag é ri dézhô, da bép-hini hervez hé hen̄chou, diouc’h ma wéli hô c’haloun (râk n’eûz néméd-oud a anavézché kaloun holl vugalé ann dûd),

40. Évit ma toujin̄t ac’hanod é holl zeisiou ha ma vévin̄t war c’horré ann douar, éc’h eûz rôet d’hon tadou.

41. Pa zeûi eunn diavésiad, péhini na vézô két eûz da bobl, eûz a eur vrô bell enn abek d’as hanô (râk klevet é vézô mének é pép tû eûz da hanô brâz, hag eûz da zourn kré, hag eûz da vréac’h astennet),

42. Pa vézô deûet éta, ha pa en dévézô pédet el léac’h-man̄,

43. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz ann oabl é péhini é choumez ; hâg é rî kémen̄d a c’houlennô ann diavésiad ; évit ma teskô holl boblou ann douar douja da hanô, ével ma ra da bobl Israel, ha ma wélin̄t hô-unan pénaoz eo bét galvet da hanô war ann ti-man̄ em eûz savet.

44. P’az ai da bobl d’ar brézel a-éneb hé énébourien, dré ann hen̄t dré béhini éz pézô hô c’haset ; mar pédon̄t ac’hanod, ô sellout oud ar géar éc’h eûz dilennet, hag oud ann tî em eûz savet enn da hanô,

45. Té a zélaouô eûz ann én̄v hô fédennou, hag hô goulennou, hag a varnô anézhô.

46. Mar péc’hon̄t enn da énep (râk n’eûz dén e-béd ha na béc’hché) ; hag ô von̄t drouk enn-oud enn hô énep, mar lékéez anézhô étré daouarn hô énébourien : ha mar bézon̄t kaset da sklaved é douar hô énébourien a bell pé a dôst ;

47. Ha mar gréon̄t pinijen enn hô c’haloun é léac’h hô sklavérez ; ha mar tistrôon̄t ouz-id enn hô sklavérez, ha mar pédon̄t ac’hanod, ô lavarout : Péc’het hon eûz, droug ha fallagriez hon eûz gréat :

48. Ha mar tistrôon̄t ouz-id eûz a greiz hô c’haloun, hag eûz a greiz hô éné, é douar hô énébourien e péhini é vézin̄t bét kaset sklaved ; ha mar pédon̄t ac’hanod, ô sellout oud ann douar éc’h eûz rôet d’hô zadou, hag oud ar géar éc’h eûz dilennet, hag oud ann templ am eûz savet d’as hanô :

49. Té a zélaouô eûz ann én̄v, eûz ann oabl é péhini éma da drôn, hô fédennou hag hô goulennou, hag a varnô anézhô :

50. En em unvani a rî gan̄d da bobl péhini en deûz péc’het enn da énep, ha disteûrel a rî d’ézhô ann holl fallagriézou hô deûz gréat ouz-id : ha té a lakai da zével trugarez er ré gan̄t péré é vézin̄t sklaved, évit ma hô dévézô truez out-hô.

51. Râk da bobl ha da zigwéz in̄t ; ha té eo éc’h eûz hô zennet eûz a vrô ann Éjipt, eûz a greiz ar fourn houarn :

52. Évit ma vézô digor da zaoulagad out péden da zervicher, ha da bobl Israel, ha ma sélaoui out-hô é kémen̄t goulenn a rain̄t d’id.

53. Râk té eo éc’h eûz hô rannet eûz a douez holl boblou ann douar, da zigwéz d’id, ével ma éc’h eûz hé lavaret dré c’hénou Moizez, da zervicher, pa éc’h eûz tennet hon tadou eûz ann Éjipt, ô Aotrou, va Doué.

54. Hôgen pa en dôé Salomon peûr-genniget ar beden, hag ar goulenn-zé d’ann Aotrou, é savaz eûz a zirâg aoter ann Aotrou : râk lékéat en dôa hé zaoulin d’ann douar, hag astennet en dôa hé zaouarn étrézég ann én̄v.

55. Hag hén̄ a zavaz, hag a vennigaz holl vagad Israel, gan̄d eur vouéz kré, ô lavarout :

56. Benniget ra vézô ann Aotrou, péhini en deûz rôet ann éhan d’hé bobl Israel, hervez kémen̄d en dôa lavaret : n’eûz két kouézet eur gér hép-kén, eûz ann holl ré vâd a zô bét lavaret gan̄t Moizez hé zervicher.

57. Ra vézô ann Aotrou, hon Doué, gan-é-omp, ével ma eo bét gan̄d hon tadou ; na zilézet két ac’hanomp, ha na zistolet két ac’hanomp.

58. Hôgen ra dennô hor c’halounou étrézég enn-han̄, évit ma kerzimp enn hé holl hen̄chou, ha ma virimp hé