kéméret gan̄t-hô tûd eûz a Faran, éz éjon̄t enn Éjipt étrézé Faraon, roué ann Éjipt, péhini a rôaz eunn tî da Adad, a lékéaz rei boéd d’ézhan̄, hag a rôaz douar d’ézhan̄.
19. Hag Adad a gavaz eunn drugarez vrâz dirâk Faraon, enn hévélep doaré ma roaz d’ézhan̄ da c’hrég c’hoar-gompez ar rouanez Tafnez, he c’hrég hé-unan.
20. Ha c’hoar Tafnez a c’hanaz d’ézhan̄ eur mâb hanvet Génubat ; ha Tafnez a vagaz anézhan̄ é ti Faraon : ha Génubat a choumé é tî Faraon gan̄d hé vugalé.
21. Pa glevaz Adad enn Éjipt pénaoz é oa kousket David gan̄d hé dadou, ha pénaoz é oa marô Joab, prin̄s ar vrézélidi, é lavaraz da Faraon : Va léz da von̄t d’am brô.
22. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ a ziouérez-té em zî, évit ma klaskfez mon̄d d’as prô ? Hag hén̄ a lavaraz : Nétrâ, hôgen da bédi a rann d’am lézel da von̄t.
23. Doué a lékéaz ivé da zével enn hé énep Razon, mâb Éliada, péhini a oa tec’het diouc’h Adarézer, roué Soba hé aotrou :
24. Hag hén̄ a strollaz tûd out-han̄, hag a zeûaz da brin̄s al laéroun, pa lazé David anézhô : hag hî a iéaz da Zamas, hag a choumaz énô, hag a lékéaz anézhan̄ da roué é Damas.
25. Hag hén̄ a oé da énébour da Israel é holl zeisiou Salomon : hag ac’hanô droug Adad, hag ar c’hâs en dôa oud Israel : hag hén̄ a rénaz é Siria.
26. Jéroboam, mâb Nabat, Éfratéad eûz a Zaréda servicher Salomon, ha péhini en dôa da vamm eur c’hrég in̄tan̄vez hanvet Sarva, a zavaz ivé hé zourn a-éneb ar roué.
27. Ha chétu aman̄ ann abeg eûz hé zispac’h a-éneb ar roué, ô véza m’en dôa Salomon savet Mello, ha m’en dôa kompézet poull kéar David, hé dâd.
28. Hôgen Jéroboam a oa eunn dén kré ha galloudek : ha Salomon ô wélout pénaoz é oa eur paotr skian̄tet-mâd ha gwén, a lékéaz anézhan̄ da benn war dellou holl dî Jozef.
29. C’hoarvézout a réaz enn amzer-zé pénaoz Jéroboam a zeûé er-méaz eûz a Jéruzalem, hag ar profed Ahias, ar Siloniad, a gavaz anézhan̄ enn hen̄t ; hag hé-man̄ en dôa war hé gein eur van̄tel névez : hôgen né oa némét-hô hô-daou er park.
30. Hag Ahias ô kémérout ar van̄tel névez a oa war-n-ézhan̄, hé rogaz é daouzek lôden.
31. Hag hen̄ a lavaraz da Jéroboam : Kémer dék lôden évid-oud ; râk chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué Israel : Chétu mé a rogô ar rouan̄télez eûz a zourn Salomon, hag é rôinn d’id dék breûriez.
32. Koulskoudé é choumô d’ézhan̄ eur vreûriez, enn abek da Zavid va zervicher, ha d’ar géar a Jéruzalem, em eûz dilennet é-touez holl vreûriézou Israel,
33. O véza ma en deûz va dilézet, ha ma en deûz azeûlet Astarté, douéez ar Sidonied, ha C’hamos, doué Moab, ha Moloc’h, doué bugalé Ammon : ha n’eo két kerzet em hen̄chou, évid ôber ar péz a oa reiz dira-z-oun, hag évit mirout va chélennou ha va barnédigézou ével David, hé dâd.
34. Na denninn két ar rouan̄télez holl eûz hé zourn ; hôgen hé lézel a rinn da réna é-pâd ann holl zeisiou eûz hé vuez, enn abek da Zavid, va zervicher, péhini em eûz dilennet, péhini en deûz miret va gourc’hémennou ha va c’hélennou.
35. Hôgen tenna a rinn ar rouan̄télez eûz a zourn hé vâb, hag é rôinn d’id dék breûriez anézhi :
36. Ha d’hé vâb é rôinn eur vreûriez, évit ma choumô bépréd eur c’hleûzeur da Zavid, va zervicher, dira-z-oun é kéar Jéruzalem, em eûz dilennet, évit ma vijé va hanô énô.
37. Hôgen té a gémérinn, hag é réni war gémen̄d a c’hoan̄tai da galoun, hag é vézi roué war Israel.
38. Mar sélaouez éta kémen̄d ha ma c’hourc’hémenninn d’id, mar kerzez em hen̄chou, ha mar gréz ar péz a zô reiz dira-z-oun, ô virout va gourc’hémennou ha va c’hélennou, ével ma en deûz gréat David, va zervicher ; mé a vézô gan-éz, hag é savinn d’id