Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/446

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
412
trédé levr ar rouéed,

11. Ha pa rénaz, ha pa oé azézet war hé dron, é skôaz gan̄d holl dî Baasa, ha na lézaz hini anézhô, na kéren̄t na miñouned.

12. Zambri éta a gasaz-da-gét holl dî Baasa, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou da Vaasa dré c’hénou Jéhu, ar profed,

13. Enn abek da holl béchéjou Baasa, ha da béc’héjou Éla, hé vâb, péré hô dôa péc’het, ha lékéat Israel da béc’hi , oc’h heskina ann Aotrou, Doué Israel, gan̄t hô fougéou.

14. Obcriou all Éla, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?

15. Er seizved bloaz war-n-ugen̄t eûz a Asa, roué Juda, Zambri a rénaz é Tersa é-pâd seiz dervez : hôgen ann armé a c’hrounné Gébbéton, kéar d’ar Filistined.

16. Pa glevaz Israel pénaoz é oa en em zispac’het Zambri, ha pénaoz en dôa lazet ar roué, é lékéjont holl da roué d’ézhô Amri, péhini a oa enn amzer-zé prin̄s armé Israel er c’hamp.

17. Hag Amri a biñaz eûz a C’hebbéton, hag Israel holl gan̄t-han̄ ; hag hî a c’hrounnaz Tersa.

18. Pa wélaz Zambri pénaoz é oa daré kéar da véza stourmet, éz éaz ébarz ar palez, hag hén̄ en em zévaz gan̄t tî ar roué, hag a varvaz,

19. Er béc’héjou en dôa gréat oc’h ôber ann drouk dirâg ann Aotrou, hag ô kerzout é hen̄t Jéroboam, hag er péc’hed en dôa gréat ô lakaad Israel da béc’hi.

20. Oberiou all Zambri, hag hé zispac’h, hag hé waskérez, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?

21. Neûzé pobl Israel en em rannaz war zaou-han̄ter ; ann han̄ter eûz ar bobl a heûliaz Tebni, mâb Ginet, évid hé lakaad da roué ; hag ann han̄ter all a heûliaz Amri.

22. Hôgen ar bobl a oa gan̄d Amri a oé tréac’h d’ar bobl a oa war heûl Tebni, mâb Ginet : ha pa oé marô Tebni, é rénaz Amri hé-unan.

23. Er bloaz unan ha trégon̄t eûz a Asa, roué Juda, é rénaz Amri war Israel ; hag hén̄ a rénaz daouzék vloaz : é Tersa é rénaz c’houec’h vloaz.

24. Hag hén̄ a brénaz ménez Samari digan̄t Somer évid daou dalan̄t arc’han̄t : hag hén̄ a zavaz énô eur géar a c’halvaz Samari, diouc’h hanô Somer, perc’hen ar ménez.

25. Hôgen Amri a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou ; ha gwasoc’h é réaz égéd ar ré holl a oa bét enn hé raok.

26. Hag hén̄ a gerzaz é holl hen̄t Jéroboam, mâb Nabat, hag er béc’héjou en dôa gréat ô lakaad Israel da béc’hi évid heskina ann Aotrou gan̄d hé fougéou.

27. Oberiou all Amri, hag ar stourmou en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet el levr ann ôberiou a bép bloaz eûz a rouéed Israel ?

28. Hag Amri a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é Samari ; hag Ac’hab hé vâb a rénaz enn hé léac’h.

29. Ac’hab, mâb Amri, a rénaz war Israel enn eizved bloaz ha trégon̄t eûz a Asa, roué Juda : hag Ac’hab, mâb Amri, a rénaz war Israel é Samari é-pâd daou vloaz war-n-ugen̄t.

30. Hag Ac’hab, mâb Amri, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, gwasoc’h égéd ar ré holl a oa bét enn hé raok.

31. Na oé két a-walc’h gan̄t-han̄ kerzout é péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat : kéméroud a réaz ouc’h-penn da c’hrég Jézabel, merc’h Etbaal, roué ar Sidonied : mon̄d a réaz ivé hag é servichaz Baal, hag éc’h azeûlaz anézhan̄.

32. Hag hén̄ a lékéaz aoter Baal é templ Baal, en dôa savet é Samari ;

33. Hag hén̄ a blan̄taz eur c’hoat sakr : hag Ac’hab a iéaz mui-oc’h-vui enn hé béc’hed, hag a heskinaz ann Aotrou, Doué Israel, dreist ann holl rouéed a Israel a oa bét enn hé raok.

34. Enn hé amzer, Hiel eûz a Vétel a zavaz Jérikô : war Abiram hé gen̄ta-ganet é taolaz ann diazez anézhî, ha war Zégub, hé vâb iaouan̄ka, é lékéaz hé dôriou, hervez gér ann Aotrou, en dôa lavaret da c’hénou Jozué, mâb Nun.


————