Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/447

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
413
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.


XVII. PENNAD.


Élias a zô maget gan̄d ar brini. Mâb eunn in̄tan̄vez a zistrô a varô da véô.


1. Hag Élias ann Tesbiad, unan eûz ar ré a choumé é Galaad, a lavaraz da Ac’hab : Evel ma eo béô ann Aotrou, Doué Israel, dirâk péhini émounn em zâ, na vézô na glîz na glaô er bloasiou-man̄, néméd diouc’h lavar va génou.

2. Ha gér ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :

3. Kéa ac’hann, ha trô war-zû ar sâv-héol, hag en em guz é-harz Karit, péhini a zô e-kén̄ver ar Jourdan.

4. Hag énô éc’h évi eûz ar froud ; ha mé em eûz gourc’hémennet d’ar brini d’az boéta énô.

5. Mon̄d a réaz éta, hag é réaz hervez gér ann Aotrou : ha pa oé éat-kuît, é choumaz é-tal froud Karit, péhini a zô é-kén̄ver ar Jourdan.

6. Ar brini a zigasé d’ézhan̄ bara ha kîk diouc’h ar min̄tin hag ivé bara ha kîk diouc’h ar pardaez ; hag hén̄ a évé eûz ar froud.

7. Hôgen a-benn eunn nébeûd dervésiou é tizec’haz ar froud ; râk na oa két kouézet a c’hlaô war ann douar.

8. Neûzé gér ann Aotrou a gomzaz out-han̄, ô lavarout :

9. Saô, ha kéa da Zarefta ar Sidonied, hag é choumi énô : râg gourc’hémennet em eûz da eur c’hreg in̄tan̄vez d’az boéta énô.

10. Sével a réaz, hag éz éaz da Zarefta. Ha pa oé deûet da bors kéar, é wélaz eur c’hrég in̄tan̄vez péhini a zastumé keûneûd ; hag hén̄ hé galvaz, hag a lavaraz d’ézhi : Rô d’in eur banné dour enn eur pôd, ma évinn.

11. Ha p’az éa-hi évid hé gerc’hout, é c’harmaz-hén̄ adrén̄ hé c’hein, ô lavarout : Digas ivé d’in, mé az péd, eur génaouad bara enn da zourn.

12. Hag hî a lavaraz : Ével ma eo béô ann Aotrou, da Zoué, n’em eûz kéd a vara, hôgen hép-kén eur vôzad bleûd enn eur pôd, hag eur banné éôl enn eul léstrik : chétu é tastumann daou damm keûneûd, évit mon̄d-ébarz, hag hé aoza évid-oun hag évit va mâb, évit ma tebrimp ha ma varvimp.

13. Hag Élias a lavaraz dézhi : N’az péz kéd a aoun ; hôgen kéa, ha grâ ével ma éc’h eûz lavaret. Koulskoudé grâ d’in da-gen̄ta gan̄d ar bleûd-zé eur bara bihan poazet dindân al ludu, ha digas-hén̄ d’in : ha goudé é ri évid-oud hag évid da vâb.

14. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Ar bleûd a zô er pôd na ziouérô két, hag ann éôl a zô el lestrik na vihanai két, kén na vézô deûet ann deiz é péhini é tlé ann Aotrou rei dour war-c’horré ann douar.

15. Hag hî a iéaz, hag a réaz hervez gér Élias : hag hén̄ a zébraz, hag hî ivé, hag hé holl dî : hag abaoé ann deiz-zé,

16. Ar pôd bleûd na ziouéraz két, hag al lestrik éôl na vihanaaz két, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou, dré c’hénou Élias.

17. Goudé-zé é c’hoarvézaz pénaoz é kouézaz klan̄v mâb grég ann tî-zé ; hag hé glén̄ved a oa ker kré, na choumaz c’houézaden é-béd enn-han̄.

18. Hag hî a lavaraz da Élias : Pétrâ a zô étré mé ha té, dén Doué ? Ha deûet oud-dé étrézég enn-oun évid digas da goun d’in va fallagriézou, hag évit laza va mâb ?

19. Hag Élias a lavaraz d’ézhi : Rô d’in da vâb. Hag hén̄ a géméraz anézhan̄ eûz hé divrec’h-hî, hag hé zougaz er gampr é péhini é choumé, hag a lékéaz anézhan̄ war hé wélé hé-unan.

20. Hag hén̄ a c’harmaz oud ann Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, va Doué, ha glac’haret éc’h eûz-té ivé ann in̄tan̄vez é-tî péhini ounn boétet gwella ma hell, bété laza hé mâb ?

21. Hag hén̄ en em astennaz, hag en em geidaz teir gwéach war ar bugel, hag a c’harmaz étrézeg ann Aotrou, hag a lavaraz : Aotrou, va Doué, ra zistrôi, mé az péd, éné ar bugel-zé enn hé greiz.

22. Hag ann Aotrou a zélaouaz out mouéz Élias : hag éné ar bugel a zistrôaz enn hé greiz, hag é tistrôaz a varô da véô.

23. Hag Élias a géméraz ar bugel,