Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/449

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
415
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

holl bobl, a lavaraz : Bété pégeit é viot-hu kamm enn daou dû ? Mar d’eo Doué ann Aotrou, heûlit-hén̄ ; hôgen mar d-eo doué Baal, heûlit-hén̄. Hag ar bobl na lavaraz gér.

22. Hag Élias a lavaraz c’hoaz d’ar bobl : eûz a broféded ann Aotrou n’eûz choumet néméd-oun : hôgen eûz a broféded Baal éz eûz pévar c’han̄t han̄ter-kan̄t dén.

23. Ra vézô rôet d’é-omp daou éjenn ; ra zilennin̄t évit-hô unan eûz ann éjenned, ha goudé ma hô dévézô hé drouc’het a dammou, ra lakain̄t anézhan̄ war ar c’heûneûd, hép lakaat tân dindân : ha mé a gémérô ann éjenn all hag a lakai anézhan̄ war ar c’heûneûd, hép lakaat tân dindân.

24. Galvit hanvou hô touéou, ha mé a c’halvô hanô va Aotrou : hag ann Doué a zelaouô dré ann tân, ra vézô hén̄ Doué. Hag ann holl bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Kennig mâd.

25. Hag Élias a lavaraz da broféded Baal : Dilennit eunn éjenn évid-hoc’h, hag aozit-hén̄ da-gen̄ta, ô véza ma oc’h kalz : ha galvit hanvou hô touéed, hép lakaat tân dindân.

26. Hag hî ô véza kéméret ann éjenn a oa bét rôet d’ézhô, a aozaz anézhan̄ : hag hî a c’halvaz hanô Baal adaleg ar min̄tin bété krésteiz, ô lavarout : Baal, sélaou ouz-omp. Hôgen na oa mouéz é-béd a gémen̄t a respoun̄té : hag hî a lammé war ann aoter hô dôa gréat.

27. Ha pa oé deûet krésteiz, Élias a réaz goab anézhô, ô lavarout : Garmit kréoc’h ; râk doué eo, ha martézé é komz, pé éma enn eunn hostaleri, pé enn hen̄t, pé évit-gwir é kousk, hag eo réd hé zihuna.

28. Hag hî a c’harmaz gan̄d eur vouéz gré, hag a réaz trouc’hou enn-hô hô-unan hervez hô c’hiz gan̄t kon̄tilli ha gan̄t kon̄tilligou, kén na skuḻé ar goâd war-n-ézhô.

29. Hôgen pa oé tréménet krésteiz, en̄dra ma édon̄t ô tiougani, ha ma oa deûet ann amzer é péhini é tlied kenniga ar sakrifiz, ha na gleved na mouéz, na dén é-béd ô respoun̄ta, nag ô sélaoui oud hô fédennou.

30. Élias a lavaraz d’ann holl bobl : Deûit d’am c’havout. Ha pa oé tôstéet ar bobl out-han̄, é savaz aoter ann Aotrou a oa bét freûzet.

31. Hag hén̄ a géméraz daouzék méan hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Jakob, out péhini en dôa komzet ann Aotrou, ô lavarout : Israel a vézô da hanô ;

32. Hag hén̄ a zavaz gan̄d ar vein-zé eunn aoter é hanô ann Aotrou, hag é réaz eur c’han, é doaré daou an̄t war-drô d’ann aoter.

33. Hag hén̄ a aozaz ar c’heûneûd, hag a drouc’haz ann éjenn a dammou, hag a lékéaz anézhan̄ war ar c’heûneûd ;

34. Hag é lavaraz : Kargit leûn pévar fôd dour (T), ha taolit-hô war ar sakrifiz-losk, ha war ar c’heûneûd. Ha c’hoaz é lavaraz : Grid eunn eil wéach ével-sé. Ha p’hô dôé gréat eunn eil wéach, é lavaraz : Grîd eunn drédé wéach : hag hî a réaz eunn drédé wéach.

35. Hag ann doureier a rédé war-drô d’ann aoter, hag an̄tou ar c’hân a oa leûn.

36. Ha pa oé deûet ar préd da genniga ar sakrifiz-losk, Élias ar profed a dôstaaz, hag a lavaraz : Aotrou, Doué Abraham, hag Izaak, hag Israel, diskouéz hiriô pénaoz oud Doué Israel, ha pénaoz ounn da zervicher, hag em eûz gréat kémen̄t-man̄ dré da chourc’hémenn.

37. Sélaou ouz-in, Aotrou, sélaou ouz-in, évit ma teskô ar bobl-man̄ pénaoz oud ann Aotrou Doué, hag éc’h eûz lékéat hô c’haloun da zistrei ouz-id. (T).

38. Neûzé tân ann Aotrou a gouézaz, hag a vévézaz ar sakrifiz-losk, hag ar cheûneûd, hag ar vein, hag ar poultr, hag ann dour a oa er c’hân a oé dizéc’het gan̄t-han̄.

39. Pa wélaz ar bobl kémen̄t-sé, en em daolaz war hé génou, hag é lavaraz : Ann Aotrou eo, Doué hé-unan, ann Aotrou eo, Doué hé-unan.

40. Hag Élias a lavaraz d’ézhô : Krôgit é proféded Baal, ha na dec’het hini anézhô. Ha p’hô dôé krôget enn-hô, Élias hô c’hasaz é bars froud Kizou, hag hô lazaz énô.