Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/453

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
419
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

d’ézhan̄ : Chétu hon eûz klevet pénaoz rouéed tî Israel a zô habask : lékéomb éta séier war hon dargreiz, ha kerdin oud hor gouzouk, ha déomp étrézé roué Israel : martézé é savétai hor buéz.

32. Lakaad a réjon̄t éta séier war hô dargreiz, ha kerdin oud hô gouzouk, hag éz éjon̄t étrézé roué Israel, hag é léverchon̄t d’ézhan̄ : Bénadad, da zervicher, a lavar : Lez va buez gan-én̄, mé az péd. Hag hén̄ a lavaraz : Mar d-eo c’hoaz béô, va breûr eo.

33. Ann dûd-zé a wélaz é kémen̄t-sé eunn arouéz vâd, hag a géméraz buan ar gér-zé eûz hé c’hénou, hag é léverchon̄t : Da vreûr Bénadad. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Id, ha digasit-hén̄ d’in. Bénadad a zeûaz éta er-méaz d’hé gavout, hag hén̄ hel lékéaz da biña war hé garr.

34. Ha Bénadad a lavaraz d’ézhan̄ : Ar c’heriou en dôa kéméret va zâd war da dâd-dé, a zistolinn d’id : ha grâ d’id gwileriou é Damas, ével m’en deûz great va zâd é Samari : ha pa hor bezô gréat kévrédigez, éz inn-kuît diouz-id. Ac’hab éta a réaz kévrédigez gan̄t-han̄, hag hé lézaz da von̄t.

35. Neûzé unan eûz a vipien ar broféded a lavaraz d’hé genvreûr hervez gér ann Aotrou : Skô gan-én̄. Hag hé-man̄ na fellaz két d’ézhan̄ skei gan̄t-han̄.

36. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄ : O véza né két fellet d’id sélaoui mouéz ann Aotrou, chétu p’az î diouz-in, é vézi lazet gan̄d eul léon. Ha pa oé éat pellik diout-han̄, eul léon en em gavaz gan̄t-han̄ hag a lazaz anézhan̄.

37. Hôgen ô véza kavet eunn dén all, é lavaraz d’ézhan̄ : Skô gan-én̄. Hag hé-man̄ a skôaz gan̄t-han̄, hag hé c’hlazaz.

38. Ar profed éta a iéaz, hag en em gavaz é-raog ar roué enn hen̄t, hag hén̄ en em zic’hizaz ô teûrel poultr war hé benn ha war hé zaoulagad.

39. Ha pa oa éat ar roué é-biou, é c’harmaz oud ar roué, hag é lavaraz : Da zervicher a oa éat er-méaz évit stourmi a dôst : ha pa dec’hé eunn dén, eur ré hen digasaz d’in, hag a lavaraz : Mir ann dén-zé : ha mar da kuît, da vuez a vézô évid hé vuez, pé é paéi eunn talan̄t arc’han̄t.

40. Hag en̄dra ma oann kéflusket, ha ma trôenn tu-man̄ ha tu-hon̄t, é tec’haz kerken̄t. Ha roué Israel a lavaraz d’ézhan̄ : Honn-nez eo da varn, éc’h eûz rôet da-unan.

41. Hôgen hén̄ a héjaz râk-tâl ar poultr diwar hé benn, ha roué Israel a anavézaz anézhan̄ ével unan eûz ar broféded.

42. Hag hé-unan̄ a lavaraz d’ar roué : Ével-henn é lavar ann Aotrou : O véza ma éc’h eûz lézet da von̄t-kuît eûz da zourn eunn dén a dlié mervel, da vuez a vézô évid hé vuez, ha da bobl évid hé bobl.

43. Hôgen roué Israel a zistrôaz d’hé dî, ô tisprizout ar péz en dôa klevet, hag é teûaz ébarz Samari, kounnar vrâz enn-han̄.


————


XXI. PENNAD.


Ac’hab a gémer dré nerz gwinien Nabot.


1. Goudé ann traou zé, enn hévéleb amzer, Nabot, ar Jézraélit, en dôa eur winien é Jézrael, war-harz palez Ac’hab, roué Samari.

2. Hag Ac’hab a lavaraz da Nabot : Rô d’in da winien, évit ma rinn évid-oun eur c’harz louzou mâd da zibri, ô véza ma éma tôst d’am zî ; ha mé a rôi d’id évit-hi eur winien welloc’h : pé mar d-eo gwell gan-éz, hé briz enn arc’han̄t, kémen̄d ha ma tâl.

3. Ha Nabot a lavaraz d’ézhan̄ : Doué ra virô na rôfenn d’id digwéz va zadou.

4. Ac’hab éta a zistrôaz d’hé dî kounnaret-brâz, ha broézek enn abek d’ar gér en dôa lavaret d’ézhan̄ Nabot, ar Jézraélit, ével-henn : Na rôinn két d’id digwéz va zadou. Hag hén̄ oc’h en em deûrel war hé wélé, a drôaz hé benn oud ar vôger, ha na zébraz két a vara.

5. Hôgen Jézabel, hé c’hrég, a zeûaz