Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/455

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
421
hervez ann hébréed, ar c’hen̄ta eûz a valakim.

vélep doaré ma heûliaz ann idolou hô dôa gréat ann Amorréed, péré en dôa ann Aotrou kaset-da-gét a zirâk bugalé Israel.

27. Pa glevaz Ac’hab ar geriou-zé, é rogaz hé ziḻad, é c’hôlôaz hé gîg gan̄d eur zaé-reûn, hag é iunaz, hag kouskaz er zâc’h, hag é kerzaz hé benn izel.

28. Ha gér ann Aotrou a gomzaz oud Élias, ann Tesbit, ô lavarout :

29. Ha na wélez-té két péger vuéléet eo Ac’hab dira-z-oun ? Pa eo éta en em vuéléet enn abek d’in, na gasinn két ann drouk enn hé zeisiou-hén̄ ; hôgen é deisiou hé vâb é kasinn ann drouk war hé dî.


————


XXII. PENNAD.


Ac’hab a zô lazet. Oc’hoziaz hé vâb a rén enn hé léac’h.


1. Tri bloaz a dréménaz héb brézel étré ar Siria hag Israel.

2. Hôgen enn trédé bloaz Jozafat, roué Juda, a ziskennaz étrézé roué Israel.

3. (Ha roué Israel a lavaraz d’hé servicherien : Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz Ramot-Galaad a zô d’é-omp, hag é an̄kounac’héomp hé zenna eûz a zaouarn roué Siria ?)

4. Hag hén̄ a lavaraz da Jozafat : Ha don̄d a rî-dé gan-én̄ da stourmi out Ramot-Galaad ?

5. Ha Jozafat a lavaraz da roué Israel : Mé a zô ével-d-oud ; va fobl ha da bobl n’in̄t néméd unan ; va marc’heien a zô da varc’heien. Jozafat a lavaraz ivé da roué Israel : Goulenn kuzul hiriô, mé az péd, digan̄t gér ann Aotrou.

6. Roué Israel éta a zastumaz ar broféded, war-drô pévar c’han̄t anézhô, hag a lavaraz d’ézhô : Ha mé a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé choum é péoc’h ? Hag hî a lavaraz : Piñ, hag ann Aotrou hé lakai é dourn ar roué.

7. Ha Jozafat a lavaraz : Ha n’eûz két aman̄ eur profed-bennâg d’ann Aotrou, évit ma c’houlennimp kuzul digan̄t-han̄ ?

8. Ha roué Israel a lavaraz da Jozafat : Choum a ra eunn dén dré béhini é hellomp goulenni kuzul digan̄d ann Aotrou : hôgen mé am eûz kas out-han̄, ô véza na ziougan d’in nétrâ a vâd, hôgen droug hép-kén ; Michéas eo, mâb Jemla. Ha Jozafat a lavaraz d’ézhan̄ : O roué, na gomz két ével-sé.

9. Roué Israel a c’halvaz éta unan eûz ar ré spaz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hast, ha digas din Michéas, mâb Jemla.

10. Hôgen roué Israel ha Jozafat, roué Juda, a oa azézet pép-hini war hé drôn, gwisket gan̄d diḻad roué, er pors dirâk dôr Samari ; hag ann holl broféded a ziougané dira-z-hô.

11. Sédésias, mâb Kanaana, a réaz ivé évit-han̄ kerniel houarn, hag a lavaraz : Evel-henn é lavar ann Aotrou : Gan̄d ar ré-man̄ é kéfluski ar Siria, kén na vézô kaset-da-gét gan-éz.

12. Hag ann holl broféded a ziougané war-eunn-drô, ô lavarout : Piñ da Ramot-Galaad, ha kéa gan̄d eûr ; hag ann Aotrou hé lakai é daouarn ar roué.

13. Hôgen ar c’hannad a oa éat évit gervel Michéas, a gomzaz out-han̄, ô lavarout : Chétu ann holl brofeded a ziougan mâd d’ar roué : ra vézô da lavar hén̄vel oud hô ré, ha diougan traou mâd.

14. Ha Michéas a lavaraz d’ézhan̄ : Ével ma eo béô ann Aotrou, é livirinn ar péz a lavarô d’în ann Aotrou.

15. Don̄d a réaz éta dirâg ar roué, hag ar roué a lavaraz dézhan̄ : Michéas, ha nî a dlé mon̄d da Ramot-Galaad évit brézélékaat, pé choum é péoc’h ? Ha Michéas a lavaraz d’ézhan̄ : Piñ, ha kéa gan̄d eûr, hag ann Aotrou hé lakai é daouarn ar roué.

16. Hôgen ar roué a lavaraz d’éz-han̄ : Da bédi ha da zaspédi a rann, é hanô ann Aotrou, ra gomzi ouz-in néméd hervez ar wirionez.

17. Hag hen̄ a lavaraz : Gwélet em eûz Israel holl skiñet er ménésiou ével dén̄ved hép mésaer. Hag ann Aotrou en deûz lavaret : Ar ré zé n’hô deûz