holl dûd ; hag ac’hanô eo é skiñaz ann Aotrou anézhô war-c’horré ann holl vrôiou.
10. Chétu aman̄ nested Sem : Sem en dôa kan̄t vloaz pa en̄géhen̄taz Arfaksad, daou vloaz goudé al livaden.
11. Ha goudé ma oé en̄géhen̄tet Arfaksad, Sem a vévaz pemp kan̄t vloaz, hag en dévoé mipien ha merc’hed.
12. Arfaksad a vévaz pemp ploaz ha tregon̄t, hag a en̄géhen̄taz Salé.
13. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Salé, Arfaksad a vévaz tri bloaz ha pemzeg ugen̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
14. Salé a vévaz trégon̄t vloaz, hag a en̄géhen̄taz Héber.
15. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Héber, Salé a vévaz tri bloaz ha pévar c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
16. Héber a vévaz pévar bloaz ha trégon̄t, hag a en̄géhen̄taz Faleg.
17. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Faleg, Héber a vévaz pévar c’han̄t vloaz ha trégon̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
18. Faleg a vévaz tregon̄t vloaz, hag a en̄gehen̄taz Réu.
19. Ha goudé ma oé en̄gehen̄tet Réu, Faleg a vévaz naô vloaz ha daou c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
20. Réu a vévaz daou vloaz ha trégon̄t, hag a en̄géhen̄taz Sarug.
21. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Sarug, Réu a vévaz seiz vloaz ha daou-c’han̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
22. Sarug a vévaz trégon̄t vloaz, hag a en̄géhen̄taz Nakor.
23. Ha goudé béza en̄géhen̄tet Nakor, Sarug a vévaz daou c’han̄t vloaz ; hag en dévoe mipien ha merc’hed.
24. Nakor a vevaz naô bloaz war-n-ugen̄t, hag a en̄géhen̄taz Taré.
25. Ha goudé beza en̄géhen̄tet Taré, Nakor a vevaz naon̄ték vloaz ha kan̄t ; hag en dévoé mipien ha merc’hed.
26. Taré a vévaz dék vloaz ha tri-ugen̄t, hag a en̄géhen̄taz Abram, Nakor, hag Aran.
27. Chétu aman̄ nésted Taré : Taré a en̄géhen̄taz Abram, Nakor hag Aran. Hag Aran a en̄géhen̄taz Lot.
28. Aran a varvaz a-raok Taré hé dâd, é brô hé c’hanédigez, é Ur ar C’haldéed.
29. Hôgen Abram ha Nakor a géméraz péb a c’hrég : grég Abram a oa hanvet Sarai, ha grég Nakor a oa hanvet Melka, merc’h Aran, tâd Melka, tâd Jeska.
30. Hôgen Sarai a oa bréc’han̄, ha n’é dôa ked a vugalé.
31. Taré a géméraz Abram hé vâb, ha Lot mâb Aran, mâb hé vâb, ha Sarai hé verc’h-kaer, grég Abram hé vâb, hag hô c’hasaz er-méaz eûz a Ur ar C’haldéed, évid mon̄d é douar Kanaan ; hag éz éjon̄t bétég Haran, hag é choumjon̄t énô.
32. Ha deisiou Taré a oé eûz a bemp ploaz ha daou c’han̄t, hag é varvaz é Haran.
1. Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Abram : Kéa kuit eûz da vrô hag eûz da géren̄tiez, hag eûz a di da dâd, ha deûz d’ar vrô a ziskouézinn d’id.
2. Ha mé az lakai da benn da eur bobl vrâz, ha mé az pennigô ; brudet-brâz é rinn da hanô, hag é vézi benniget.
3. Mé a vennigô ar ré az pennigô, hag a villigô ar ré az milligô, hag ann holl vrôadou eûz ann douar a vézô benniget enn-oud.
4. Abram éta a ieaz-kuit ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’éz-han̄, ha Lot a iéaz gan̄t-han̄ ; pemzék vloaz ha tri-ugen̄t en dôa Abram pa’z éaz-kuid eûz a Haran.
5. Kéméroud a réaz gan̄t-han̄ Sarai hé c’hrég, ha Lot mâb hé vreûr, ann holl vadou hô dôa, ha kémen̄d a oa ganet d’ézhô é Haran : hag éz éjon̄t-kuit évit mond é douar Kanaan. Ha pa oen̄d deûed enn-han̄,
6. Abram a dreûzaz ar vrô bétég eul leac’h hanvet Sichem, bétég ann