Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/463

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
429
hervez ann hébréed, ann eil eûz a valakim.

gel, hag hé zougaz d’hé vamm ; hag hî hé lékéaz war hé barlen bété krésteiz, hag hén̄ a varvaz.

21. Hag hî a biñaz, hag a lékéaz anézhan̄ war wélé ann dén Doué ; hag ô véza serret ann ôr, éz éaz er-méaz.

22. Hag é c’halvaz hé ozac’h, hag é lavaraz d’ézhan̄ : Kâs gan-én̄, mé az péd, unan eûz ar baotred, hag eunn azénez, évit ma rédinn bétég ann dén Doué, ha ma tistrôinn.

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi : pérâg éz éez-té d’hé gavout ? Né kéd hiriô ar c’hen̄ta eûz ar mîz, nag ar Sabbat. Hag hî a lavaraz : Mon̄d a rinn.

24. Hag hî a zibraz ann azénez, hag a lavaraz d’ar paotr : Kâs ac’hanoun, ha va c’hâs buan, ha na ra kéd a zalé d’in enn hen̄t : grâ ar péz a c’hourc’hémennann d’id.

25. En em lakaad a réaz éta enn hen̄t, hag é teûaz da gavout ann dén Doué war vénez Karmel. Pa hé gwélaz ann dén Doué dira-z-han̄, é lavaraz da C’hiézi hé baotr : Chétu ar Zunamitez-zé.

26. Kéa éta war hé arbenn ha lavar d’ezhi : Ha mâd éma ann doaré gan-éz, ha gan̄d da ozac’h, ha gan̄t da vâb ? Hag hî a lavaraz : Mâd.

27. Ha pa oé deûet-hî da gavout ann den̄ Doué war ar ménez, en em skrin̄kaz d’hé dreid ; ha Giézi a dôstaaz évid hé zenna alesé. Hôgen ann dén Doué a lavaraz : Lez-hî ; râg hé éné a zô gwall c’hlac’haret, hag ann Aotrou en deûz hé guzet ouz-in, ha n’en deûz két hé rôet da anaout d’in.

28. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ha goulennet em eûz-mé eûr mâb digan̄t va aotrou ? Ha n’em eûz mé két lavaret d’id : Na doueli két ac’hanoun ?

29. Neûzé hén̄ a lavaraz de C’hiézi : Gouriz da zargreiz, ha kémer va bâz enn da zourn, ha kéa. Mar kavez eur ré enn hén̄t, na zalud két anézhan̄ ; ha mar salud eur ré ac’hanod, na zalud két anézhan̄ ; hag é liki va bâs war benn ar bugel.

30. Hôgen mamm ar bugel a lavaraz da Élizéus : Ével ma eo béô ann Aotrou, ha ma eo béô da éné, n’az kuitainn két. Hag hén̄ a zavaz hag a iéaz war hé lerc’h-hi.

31. Hôgen Giézi a oa éat enn hô raok, hag en dôa lékéat ar vâz war benn ar bugel ; ha na zeûaz d’ézhan̄ nag al lavar, nag ar skian̄t. Hag hén̄ a iéaz war arbenn d’hé vestr, hag a zanévellaz d’ézhan̄, ô lavarout : Né két distrôet ar bugel a varô da véô. (T).

32. Ha pa zeûaz Élizéus enn tî, chétu ar bugel marô a oa gourvézet war hé wéle-hén̄.

33. Ha pa oé éat er gampr, é serraz ann ôr war-n-ézhan̄, ha war ar bugel, hag é pédaz ann Aotrou.

34. Hag hén̄ a biñaz, hag a c’hourvézaz war ar bugel : hag é lékéaz hé c’hénou war hé c’hénou, hag hé zaoulagad war hé zaoulagad, hag hé zaouarn war hé zaouarn ; hag hén̄ en em astennaz war-n-ézhan̄, ha kig ar bugel a oé tommet,

35. Hag hén̄ a zistrôaz, hag a valéaz enn ti tû-man̄ ha tû-hon̄t : hag é piñaz, hag é c’hourvézaz war-n-ézhan̄ : hag ar bugel a zic’hénaouaz seiz gwéach, hag a zigoraz hé zaoulagad.

36. Hag Élizeus a c’halvaz Giézi hag a lavaraz d’ézhan̄ : Galv ar zunamitez-zé. Hag hî ô véza bét galvet, a zeûaz d’hé gavout. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhi : Kémer da vâb.

37. Hag hî a zeûaz, hag en em strin̄kaz d’hé dreid, hag a azeûlaz hé dremm d’ann douar : hag hî a géméraz hé mâb hag a iéaz-kuît.

38. Hag Élizéus a zistrôaz da C’halgala. Hôgen naounégez a oa er vrô, ha mipien ar broféded a choumé gan̄t-han̄ ; hag hen̄ a lavaraz da unan eûz hé baotred : Kémer eur pôd brâz, ha laka boéd da boaza évit mipien ar broféded.

39. Hag unan a iéaz er-méaz évit dastumi louzou er parkéier : hag hén̄ a gavaz ével eur winien c’houez, a béhini é tastumaz gwéz-irvin leiz hé van̄tel : hag ô véza distrôet, hô draḻaz é pôd ar boéd ; râk na wié két pétrâ é oa.

40. Neûzé é rôjon̄t da Zibri d’ar genvreûdeûr : ha p’hô dôé tan̄véet ar ré-man̄ eûz ar boéd, é c’harmchon̄t, ô lavarout : Dén Doué, éma ar marô er pôd-zé ; ha na helchon̄t két dibri.

41. Hag hén̄ a lavaraz : Digasit