bleûd. Ha p’hô dôé hé zigaset d’ezhan̄, hel lékéaz er pôd, hag é lavaraz : Rôit bréma da zibri d’ann holl dûd ; ha na oé mui nétrâ a c’houérô er pôd.
42. Hôgen eunn dén a zeûaz eûz a Vaalsalisa péhini a zigasé d’ann dén Doué baraou ar c’hen̄ta-frouez, ugen̄t bara heiz, hag éd névez enn hé visac’h. Hag Élizéus a lavaraz : Rô d’ar bobl, évit ma tebrô.
43. Hag hé vével a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ eo kémen̄t-sé, évit ma hé rôjenn da gan̄t dén ? Hag Élizéus a lavaraz adarré : Rô d’ar bobl, évit ma tebrô : râg ével-henn a lavar ann Aotrou : Dibri a rain̄t, hag é vézô enn hô dilerc’h.
44. Lakaad a réaz éta kémen̄t-sé dira-z-hô : hî a zebraz, hag é oé enn hô dilerc’h, hervez gér ann Aotrou.
1. Naaman, prin̄s armé roué Siria, a oa eunn dén galloudék hag énoret-brâz é-kén̄ver hé aotrou : râk dré-z-han̄ en dôa ann Aotrou savétéet ar Siria : eunn dén kré ha pinvidik é oa, hôgen lovr é oa.
2. Hôgen laéroun a oa éat er-méaz eûz a Ziria, hag hô dôa digaset gan̄t-hô da sklavez eûz a vrô Israel eur plac’hik vihan, péhini a zeûaz da vatez da c’hrég Naaman.
3. Hag hou-man̄ a lavaraz d’hé mestrez : A-ioul é vijé éat va aotrou da gavout ar profed a zô é Samari : hép-mâr en divijé hé iac’héet eûz a lovren̄tez en deûz.
4. Naaman éta a iéaz da gavout hé aotrou, hag a zanévellaz d’ézhan̄, ô lavarout : Ével-henn hag ével-henn é deûz lavaret eur plac’h eûz a vrô Israel.
5. Ha roué Siria a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha mé a gasô lizer da roué Israel. Hag hén̄ en em lékéaz enn hen̄t, hag a gasaz gan̄t-han̄ dék talan̄t arc’han̄t ha c’houec’h mil skoéd aour, ha dék saé névez.
6. Hag hén̄ a rôaz al lizer da roué Israel, war béhini é oa ar geriou-man̄ : Pa vézô rôet al lizer-man̄ d’id gwéz pénaoz em eûz kaset d’id Naaman, va zervicher, évit ma iac’hii anézhan̄ eûz hé lovren̄tez.
7. P’en dôé lennet roué Israel al lizer, é rogaz hé ziḻad, hag é lavaraz : Ha Doué ounn-mé, évit ma helfenn lémel ha rei ar vuez, pa zigas hennez d’in eunn dén évit ma hé iac’hainn eûz hé lovren̄tez ? Likid évez, ha gwélit ma na glask két eunn darvoud em énep.
8. Pa glevaz Élizéus, ann dén Doué, pénaoz roué Israel en dôa roget hé ziḻad, é kasaz étrézég enn-han̄, évit lavarout d’ézhan̄ : Perâg éc’h eûz-té roget da ziḻad ? Deûet d’am c’havout, ha gwézet pénaoz éz eûz eur profed enn Israel.
9. Naaman éta a zeûaz gan̄d hé gézek hag hé girri, hag a choumaz tâl dôr ti Élizéus.
10. Hag Élizéus a gasaz d’ézhan̄ eur c’hannad, hag a lavaraz : Kéa, hag en em walc’h seiz gwéach er Jourdan, ha da gîg a zeûi da véza iac’h ; ha té da véza glân.
11. Naaman ô véza savet droug enn-han̄ a iéa-kuît, ô lavarout : Mé a grédé é teûjé er-méaz d’am c’havout, en em zalc’hché enn hé zâ ô c’hervel hanô ann Aotrou, hé Zoué, é lakajé hé zourn war léac’h va lovren̄tez, hag é iac’hajé ac’hanoun.
12. Ha né két gwélloc’h ann Abana hag ar Farfar, steriou Damas, égéd holl zouréier Israel, évit ma en em walc’hinn enn-hô, ha ma vézinn glanet ? Pa oé éta trôet hé gein gan̄t-han̄, ha p’az éa-kuît, drouk brâz enn-han̄,
13. Hé zervicherien a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Va zâd, ha pa en défé ar profed lavaret d’id eunn dra ziez, évit gwîr é vijé bét réd d’id hé ôber : Pégément gwelloc’h pa lavar bréma d’id : En em walc’h, hag é vézi glanet ?
14. Diskenni a réaz, hag en em walc’haz seiz gwéach er Jourdan hervez lavar ann dén Doué, hag hé gîg a zis-