benn d’ann dén Doué ; ha goulenn kuzul digan̄d ann Aotrou dré-z-han̄, ô lavarout : Ha mé a hellô sével eûz ar c’hlén̄ved-man̄ ?
9. Hazael a iéaz éta war hé arbenn, ha gan̄t-han̄ rôou, kémen̄d a oa a vâd é Damas, samm daou-ugen̄t kan̄val. Ha pa oé deûet dira-z-han̄, é lavaraz : Bénadad, roué Siria, da vâb en deûz va c’haset étrézég enn-oud, ô lavarout : Ha mé a hellô distrei iac’h eûz ar c’hlén̄ved-man̄ ?
10. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa, ha lavar d’ézhan̄ : Iac’haad a rî ; koulskoudé ann Aotrou en deûz diskouézet d’in pénaoz é varvô.
11. Hag hén̄ a choumaz enn hé zâ gan̄t-han̄, hag a oé ker strafiḻet ma her gwélet war hé zremm ; hag ann dén Doué a skuḻaz daérou.
12. Hag Azael a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é wél va aotrou ? Hag hén̄ a lavaraz : O véza ma ouzoun ann droug a rî da vugalé Israel. Hô c’heriou kré a loski gan̄d ann tân, hag hô zûd-iaouan̄k a lazi gan̄d ar c’hlézé, hag hô bugaligou a friki, hag ar c’hragez vragez a ziframmi.
13. Hag Hazael a lavaraz : Piou ounn-mé, mé, eur c’hî, da zervicher, évid ôber eunn dra ker brâz ? Hag Élizéus a lavaraz : Ann Aotrou en deûz diskouézet d’in pénaoz é vézi roué war ar Siria.
14. Hag hé-man̄ a iéaz-kuît diouc’h Élizéus hag a iéaz étrézég hé aotrou, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Pétrâ en deûz lavaret d’id Élizéus ? Hag hén̄ a lavaraz : Lavaret en deûz d’in pénaoz é tistrôi d’ar iéc’hed.
15. An̄trônôz Hazael a géméraz eur ballen a c’hlépiaz gan̄d dour, hag a lédaz war hé zremm ; hag ar roué ô véza marô, Hazael a rénaz enn hé léac’h.
16. Ar pempved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, roué Israel, hag eûz a Jozafat, roué Juda, é rénaz Joram, mâb Jozafat, roué Juda.
17. Daou vloaz ha trégon̄t en dôa pa zeûaz da réni ; hag eiz vloaz é rénaz é Jéruzalem.
18. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄chou rouéed Israel, ével m’en dôa kerzet tî Ac’hab : râg hé c’hrég a oa merc’h da Ac’hab ; hag hén̄ a réaz ar péz a zô droug dirâg ann Aotrou.
19. Hôgen na fellaz két d’ann Aotrou kolla a-grenn Juda, enn abek da Zavid hé zervicher, hervez ar gér en dôa rôet d’ézhan̄, pénaoz é rôjé d’ézhan̄ eur c’houlaouen, ha d’hé vugalé da vikenn.
20. Enn hé zeisiou en em dennaz Édom eûz a zindân dourn Juda, hag é lékéaz eur roué war-n-ézhan̄ hé-unan.
21. Hôgen Joram a zeûaz da Zeira, ha gan̄t-han̄ hé holl girri ; hag hén̄ a zavaz diouc’h ann nôz, hag a skôaz war ann Iduméed péré hô dôa hé gelc’hiet, ha war brin̄sed hé girri ; hag ar bobl-zé a dec’haz enn hé deltou.
22. Édom éta en em dennaz eûz a zindân dourn Juda, ével ma eo choumet bétég-henn. Neûzé en em dennaz ivé Lobna enn hévéleb amzer.
23. Oberiou all Joram, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
24. Ha Joram a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet gan̄t-hô é kéar David ; hag Oc’hozias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
25. Enn daouzékved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, roué Israel, é rénaz Oc’hozias, mâb Joram, roué Juda.
26. Daou vloaz war-n-ugen̄t en dôa Oc’hozias pa zeûaz da réni ; hag eur bloaz é rénaz é Jéruzalem : hé vamm a oa hanvet Atalia, merc’h Anori, roué Israel.
27. Hag hén̄ a gerzaz é hen̄chou tî Ac’hab : hag hén̄ a réaz ar péz a zô droug dirâg ann Aotrou, ével tî Ac’hab ; râk mâp-kaer é oa da dî Ac’hab.
28. Kerzoud a réaz ivé gan̄t Joram, mâb Ac’hab, évit brézélékaat oud Hazael, roué Siria, é Bamot-Galaad, hag ar Siried a c’hlazaz Joram.
29. Hag hén̄ a zistrôaz da Jezrahel évit béza iac’héet ; râg ar Siried hô dôa hé c’hlazet é Bamot pa vrézélékéé oud Hazael, roué Siria Hag Ac’hozias, mâb Joram, roué Juda, a ziskennaz da wélout Joram, mâb Ac’hab, é Jezrahel, péhini a oa klan̄v énô.