Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/470

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
436
pévaré levr ar rouéed,


IX. PENNAD.


Jéhu lékéat da roué war Israel. Jézabel debret gan̄d ar chas.


1. Hôgen Élizéus, ar profed, a c’halvaz unan eûz a vipien ar broféded, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Laka eur gouriz war da zargreiz, ha kémer ar fiolennig éôl-man̄ enn da zourn, ha kéa da Ramot-Galaad.

2. Ha pa vézi deûet énô, é wéli Jéhu, mâb Jozafat, mâb Namsi : ha pa vézi éat enn tî, é tenni anézhan̄ eûz a greiz hé vreûdeûr, hag hel likii da von̄t enn eur gampr distrô.

3. Hag ô kémérout ar fiolennig éôl, é skuḻi war hé benn, hag é liviri : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Da éôliet em eûz da roué war Israel. Hag é tigori ann ôr, hag é tec’hî, ha na choumi két énô.

4. Paotr-iaouan̄k ar profed a iéaz éta da Ramot-Galaad :

5. Hag hén̄ a iéaz ébarz : hôgen prin̄sed ann armé a oa azézet, hag hén̄ a lavaraz : Eur gér em eûz da lavarout d’id, ô prin̄s. Ha Jéhu a lavaraz : Da béhini ac’hanomb holl ? Hag hén̄ a lavaraz dézhan̄ : D’id, ô prin̄s.

6. Hag hé-man̄ a zavaz hag a iéaz enn eur gampr ; hag ar paotr-iaouan̄k a skuḻaz ann éôl war he benn, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel : Da éôliet em eûz da roué war Israel, pobl ann Aotrou.

7. Dispenna a rî tî Ac’hab da aotrou ; ha mé a ven̄jô goad ar broféded, va zervicherien, ha goad holl zervicherien ann Aotrou, eûz a zourn Jézabel.

8. Gwasta a rinn holl dî Ac’hab ; hag é lazinn eûz a dî Ac’hab bétég al loéned ; bétég ann hini a zalc’hed klôz, hag ann distéra eûz a Israel.

9. Ha mé a lakai tî Ac’hab, ével tî Jéroboam, mâb Nabat, hag ével tî Baasa, mâb Ahia.

10. Ar châs a zebrô ivé Jézabel é park Jezrahel, ha na vézô dén évid hé bésia. Hag hén̄ a zigoraz ann ôr, hag a dec’haz-kuît.

11. Hôgen Jéhu a zistrôaz étrézé servicherien hé aotrou ; hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Hag ervâd éma pép-trâ ? Da bétrâ eo deûet ann diskian̄t-zé d’az kavout ? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : C’houi a anavez ann dén, hag ar péz en deûz lavaret d’in.

12. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : É nép kîz ; hôgen ken̄toc’h danével-hén̄ d’é-omp. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Ével-henn hag ével-henn en deûz komzet ouz-in, hag en deûz lavaret : Ével-henn é lavar ann Aotrou : Da éoliet em eûz da roué war Israel.

13. Hag hî a hastaz, ha pép-hini anézhô ô kéméroud hé zaé hé lékéaz dindân hé dreid é doaré eunn trôn ; hag hî a zonaz gan̄d ar c’horn-boud, hag a lavaraz : Jéhu eo hor roué.

14. Jéhu éta, mâb Jozafat, mâb Namsi, en em zavaz a-énep Joram ; hôgen Joram a stourmé out Ramot-Galaad, hén̄ hag Israel holl, a-énep Hazael, roué Siria ;

15. Hag hén̄ a oa distrôet évit en em iac’haat é Jezrahel, eûz ar gouliou a oa bét gréat d’ézhan̄ gan̄d ar Siried, pa stourmé oud Hazael, roué Siria. Ha Jéhu a lavaraz : Mar kavit mâd, n’az ai dén er-méaz eûz a géar, gan̄d aoun n’az ajé da gas kélou da Jezrahel.

16. Ha Jéhu a biñaz, hag a iéaz étrézé Jezrahel : hôgen Joram a oa klan̄v énô, hag Oc’hazias, roué Juda, a oa diskennet évit gwélout Joram.

17. Hôgen ann évésiad a ioa war dour Jezrahel, a welaz Jéhu ô ton̄t gan̄d hé armé, hag hén̄ a lavaraz : Eunn armé a wélann. Ha Joram a lavaraz : Kémer eur c’harr, ha kâs-hén̄ étrézeg ann dûd-zé, ha ra vezô lavaret d’ézhô : Hag ervâd éz a pép-trâ ?

18. Ann hini a oa piñet war ar c’harr, a iéaz éta étrézé Jéhu, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ar roué : Hag é péoc’h éma pép-trâ ? Ha Jéhu a lavaraz : Pétrâ a zô etré té hag ar péoc’h ? Trémen, ha kéa war va lerc’h. Ann évésiad hé rôaz da anaout, ô lavarout : Ar c’hannad a zô éat étrézég enn-hô, ha n’eo két distrôet.

19. Kâs a réaz Joram eunn eil garr, évit mon̄d étrézé Jéhu, hag évit lava-