rout d’ézhan̄ : Ével-henn é lavar ar roué : Hag ar péoc’h a zô ? Ha Jéhu a lavaraz : Pétrâ a zô étré té hag ar péoc’h ? Trémen, ha kéa war va lerc’h.
20. Hôgen ann évésiad hé rôaz da anaout, ô lavarout : Éad eo étrézég enn-hô, ha n’eo két distrôet. Hé gers a zô ével kers Jéhu, mâb Namsi ; râk buan é kerz.
21. Ha Joram a lavaraz : Sternit va charr. Hag hî a sternaz hé garr ; ha Joram, roué Israel, hag Oc’hozias, roué Juda, a iéaz pép-hini enn hé garr, étrézé Jéhu, hag a gavaz anézhan̄ é park Nabot, ar Jezrahélit.
22. Ha pa wélaz Joram Jéhu, é lavaraz d’ézhan̄ : Ha péoc’h a zô, Jéhu ? Hag hén̄ a lavaraz : Pébez péoc’h, en̄dra ma pâd c’hoaz gadélésiou da vamm Jézabel, hag hé holl strôbinellou ?
23. Ha Joram a drôaz hé zourn, hag ô tec’hout é lavaraz da Oc’hozias : Trubardérez, Oc’hozias.
24. Hôgen Jéhu a sten̄az hé wareg enn hé zourn, hag a skôaz gan̄t Joram étré hé ziskoaz. Ar zaez a dreûzaz hé galoun, ha râk-tâl é kouézaz marô enn hé garr.
25. Ha Jéhu a lavaraz da Vadaser, unan eûz hé ovisérien : Kémer-hén̄, ha taol-hén̄ é park Nabot ar Jezraélit : râk koun em eûz pénaoz, pa édomb hon daou azézet enn eur c’harr ô von̄t war-lerc’h Ac’hab hé dâd, ann Aotrou en deûz savet ar béac’h-man̄ war-n-ézhan̄, ô lavarout :
26. Enn abek da c’hoad Nabot, ha da c’hoad hé vipien, am eûz gwélet hiriô, émé ann Aotrou, é tistolinn d’id er park-man̄, émé ann Aotrou. Bréma éta kémer-hén̄, ha taol-hén̄ er park, hervez gér ann Aotrou.
27. Pa wélaz Oc’hozias, roué Juda, kémen̄t-sé, é tec’haz dré hen̄t tî ar garz ; ha Jéhu a iéaz war hé lerc’h, hag a lavaraz : Skôit ivé gan̄d hé-man̄ enn hé garr ; hag hî a skôas gan̄t-han̄ é kréac’h Gaver, a zô war-harz Jéblaam : hag hén̄ a dec’haz étrézé Mageddo hag a varvaz énô.
28. Hag hé zervicherien ô véza hé lékéat war hé garr, a zougaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé dadou é kéar David.
29. Enn unnékved bloaz eûz a Joram, mâb Ac’hab, é rénaz Oc’hozias war Juda.
30. Ha Jéhu a zeûaz da Jezrahel : hôgen Jézabel ô véza klevet pénaoz é teûé, a livaz hé daoulagad gan̄t liou dû, a gin̄klaz hé fenn, hag a zellaz dré ar prénestr
31. Out Jéhu péhini a oa out pors kéar, hag é lavaraz : Hag ar péoc’h a hell béza eûz a Zambri, péhini en deûz lazet hé aotrou ?
32. Ha Jéhu a zavaz hé benn war-zû ar prénestr hag a lavaraz : Piou eo houn-nez ? Ha daou pé dri spaz a stouaz out-han̄.
33. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Taolit-hi d’ann traoun̄. Hag hî hé zaolaz ; hag ar vôger a oé glépiet gan̄d hé goad, ha treid ar c’hézek a vac’haz anézhi.
34. Ha pa oé deûet ébarz évid dibri hag éva, é lavaraz-hén̄ : It ha gwélit ar c’hrég villiget-zé, ha likit-hi er béz ; râk merc’h eur roué eo.
35. Ha p’az éjon̄t évid hé bésia, na gefchon̄t néméd ar c’hlôpenn, ann treid, ha blen̄chou ann daouarn.
36. Hag hî a zistrôaz hag a zanévellaz kémen̄t-sé d’ézhan̄. Ha Jéhu a lavaraz : Gér ann Aotrou eo, pa en deûz komzet dré c’hénou Élias, ann Tesbit, hé zervicher, ô lavarout : É park Jezrahel é tebrô ar châs kîk Jézabel.
37. Ha kîk Jézabel a vézô é park Jezrahel ével ann teil war c’horré ann douar, enn hévélep doaré ma lavarô ann dréménidi : Hag houn-nez eo ar Jézabel-zé ?
1. Hôgen Ac’hab en dôa dék mâb ha tri-ugen̄t é Samari : ha Jéhu a skrivaz lizéri, hag hô c’hasaz da Zamari, d’ar ré gen̄ta eûz a géar, ha