zou Israel, évit gervel holl zervicherien Baal ; ha na choumaz hini hép don̄t. Hag hî a iéaz é templ Baal ; ha tî Baal a oé leûn eûz ann eil penn d’égilé.
22. Hag hén̄ a lavaraz d’ar ré a viré ar gwiskaman̄chou : Digasit gwiskaman̄chou da holl zervicherien Baal. Hag hî a zigasaz gwiskaman̄chou dézhô.
23. Ha Jéhu ô véza éat ébarz templ Baal, gan̄t Jonadab, mâb Réc’hab, a lavaraz da azeûlerien Baal : En̄klaskit ha gwélit, ma na vé két gan-é-hoc’h unan-bennag eûz a zervicherien ann Aotrou, hôgen servicherien Baal hép-kén.
24. Mon̄d a réjon̄t neuzé ébarz évit kenniga viktimou ha sakrifisou-losk. Hôgen Jéhu en dôa lékéat er-méaz pévar-ugen̄t dén, da béré en dôa lavaret : Mar tec’h unan eûz ann dûd-zé a zigasinn étré hô taouarn, hô puez a vézô évid hé vuez.
25. Pa oé éta kenniget ar sakrifiz-losk, Jéhu a rôaz ar gourc’hémenn-man̄ d’hé vrézélidi ha d’hé ovisérien : Id ébarz ha lazit-hô, ha na dec’het hini anézhô ; hag hî hô lazaz gan̄d ar c’hlézé ; hag ar vrézélidi gan̄d ann ovisérien a daolaz anézhô er-méaz : hag hî a iéaz é kéar templ Baal,
26. Hag a dennaz eûz ann templ skeûden Baal, hag a zévaz anézhi.
27. Ha goudé m’hô dôé hé diskaret, é kaschon̄t ivé da-gét tî Baal, hag é réjon̄t kac’h-lec’hiou enn hé léac’h, bétég-henn.
28. Jéhu éta a gasaz-kuît Baal eûz a Israel.
29. Koulskoudé na zilézaz két péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi, ha na bellaaz két diouc’h al leûéou aour a oa é Bétel hag é Dan.
30. Hag ann Aotrou a lavaraz da Jéhu : O véza ma éc’h eûz gréat gan̄t préder ar péz a oa reiz hag a oa mâd dirâk va daoulagad, ha ma éc’h eûz gréat a-énep tî Ac’hab kémen̄d em bôa em c’haloun ; da vipien bétég ar béderved lignez a vézô azézet war drôn lsrael.
31. Hôgen Jéhu na gerzaz két bépréd é lézen ann Aotrou, Doué Israel, a greiz hé galoun ; ha na dec’haz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi.
32. Enn deisiou-zé é teûaz ann Aotrou d’en em skuiza diwar-benn Israel ; hag Hazael a dréc’haz anézhô é holl harzou Israel,
33. Adaleg ar Jourdan war-zû ar sâv-héol, é holl vrô C’halaad, hag é Gad, hag é Ruben, hag é Manasé, adaleg Aroer, a zô war froud Arnon, hag é Galaad, hag é Basan.
34. Oberiou all Jéhu, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé nerz, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
35. Ha Jéhu a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vesiaz anézhan̄ é Samari ; ha Joac’haz, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
36. Ann deisiou é-pâd péré é rénaz Jéhu war Israel é Samari, a oé eûz a eiz vloaz war-n-ugen̄t.
1. Atalia, mamm Oc’hozias, ô wélout pénaoz é oa marô hé mâb, a zavaz hag a lazaz holl wenn ar roué.
2. Hôgen Josaba, merc’h ar roué Joram, c’hoar Oc’hozias, a géméraz Joas, mâb Oc’hozias, hag a laéraz anézhan̄ eûz a greiz mipien ar roué a lazed, ha gan̄t-han̄ hé vagérez a oa enn hé gampr ; hag hî hé guzaz diouc’h gwél Atalia, evit na vijé két lazet.
3. Hag hén̄ a oé kuzet gan̄t-hi é-pâd c’houec’h vloaz é tî ann Aotrou ; hôgen Atalia a réné war ar vrô.
4. Koulskoudé er seizved bloaz, Joiada a gasaz ; hag hén̄ ô kémérout kan̄ténerien ha soudarded, hô lékéaz da zon̄t étrézég enn-han̄ é ti ann Aotrou, hag é réaz kévrédigez gan̄t-hô : hag ô véza hô lékéat da doui é tî ann Aotrou, é tiskouézaz d’ézhô mâb ar roué.
5. Hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô,