5. Ra vézô kéméret gan̄d ar véleien, pép hini hervez hé reiz, ha ra aozin̄t-hî tî ann Aotrou, é pé léach-bennâg é wélin̄t é vézô réd hé aoza. (M).
6. Hôgen ar véleien n’hô dôa két aozet ann templ bétég ann trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz ar roué Joas.
7. Hag ar roué Joas a c’halvaz Joiada, ar bélek-brâz, hag ar véleien all, hag a lavaraz d’ézhô : Pérâk na aozit-hu két ann templ ? Na gémérit két éta mui ann arc’han̄t, hôgen distolit-hén̄ évid aoza ann templ.
8. Difennet é oé éta oc’h ar véleien na gémerchen̄t arc’han̄t digan̄d ar bobl, ha na aozchen̄t tî ann Aotrou. (T).
9. Ha Joiada ar bélek-brâz a géméraz eur c’houfr, hag a réaz eunn toull war hé c’horré, hag a lékéaz anézhan̄ oud ann aotér enn tû déou d’ar ré a zeûé é ti ann Aotrou ; hag ar véleien a oa ô tiwall ann ôriou a lékéa enn-han̄ ann holl arc’han̄t a oa digaset da dî ann Aotrou.
10. Ha pa wélen̄t pénaoz é oa kalz a arc’han̄t er c’houfr, skrivañer ar roué, hag ar bélek-brâz a biñé, hag hî a denné hag a nivéré ann arc’han̄t en em gavé é tî ann Aotrou.
11. Hag hî a lékéa ann arc’han̄t, hervez ann niver hag ar poéz, étré daouarn ar ré a ioa é penn labourérien ti (M) ann Aotrou : hag ar ré-man̄ a rôé lôd d’ar gilvizien, ha lôd d’ar van̄sounerien a labouré é tî ann Aotrou ;
12. Hag hî a aozé ann tî ; hag évid ar ré a véné ar vein ; hag évit préna koat ha mein da gompéza évit peûr-aoza tî ann Aotrou, é kémen̄d en dôa ézomm.
13. Koulskoudé na réad két gan̄d ann arc’han̄t-zé a gased d’ann templ listri tî ann Aotrou, hag ar ferierigou, hag ann ézan̄souérou, hag ar c’hornou-boud, hag ann holl listri aour hag arc’han̄t.
14. Hé rei a réad d’ar ré a labouré évid aoza tî ann Aotrou.
15. Ha na c’houlenned két a goun̄t digan̄d ann dûd da béré é oa rôet ann arc’han̄t évid hé lôdenna étré al labourerien ; hôgen gan̄t féalded é lôdennen̄t anézhan̄.
16. Na zouged két é tî ann Aotrou ann arc’han̄t évid ar gwallou, hag ann arc’han̄t évid ar béc’héjou ; râk d’ar véléien é oa.
17. Neûzé Hazael, roué Siria, a bin̄az hag a stourmaz out Gét hag a géméraz anézhi ; hag hén̄ a drôaz évit piña da Jéruzalem.
18. Râk-sé Joas, roué Juda, a géméraz ann holl draou sakr hô dôa kenniget Jozafat, ha Joram, hag Oc’hozias, hé dadou ha rouéed Juda, hag ar ré en dôa kenniget hé-unan ; hag ann holl arc’han̄t a hellaz da gavout e ten̄zoriou tî ann Aotrou, hag é tî ar roué : hag hén̄ hô c’hasaz da Hazael, péhini a bellaaz diouc’h Jéruzalem.
19. Oberiou all Joas, ha kémen̄d en deûz gréat, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
20. Hôgen hé zervicherien a zavaz hag a zispac’haz étré-z-hô, hag a lazaz Joas é tî Mello, d’ann diskenn eûz a Zella.
21. Ha Josac’har, mâb Sémaat, ha Jozabad, mâb Somer, hé zervicherien, a skôaz gan̄t-han̄ hag a lazaz anézhan̄ ; hag hî a vésiaz anézhan̄ gan̄d hé dadou é kéar David ; hag Amasias, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
1. Enn trédé bloaz war-n-ugen̄t eûz a Joas, mâb Oc’hozias, roué Juda, é rénaz Joac’haz, mâb Jéhu, war Israel é Samari, é-pâd seiték vloaz.
2. Hag hén̄ a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a heûliaz péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; ha na bellaaz két diout-hô.
3. Eunn drouk brâz a ioa enn Aotrou a-énep (T) Israel, hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn Hazael, roué Siria, hag étré daouarn Bénadad, mâb Hazael, enn holl zeisiou-zé.
4. Hôgen Joac’haz a bédaz dirâg