ann Aotrou, hag ann Aotrou a zélaouaz anézhan : râg hén̄ a wélaz an̄ken Israel, ha pénaoz é oan̄t gwasket gan̄t roué Siria :
5. Hag ann Aotrou a rôaz eur Zalver da Israel, hag hén̄ a oé tennet eûz a zaouarn roué Siria : ha bugalé Israel a choumaz dindân hô zeltou ével ken̄t.
6. Koulskoudé na zilezchon̄t két péc’héjou tî Jéroboam, péhini en dôa lékéat Israel da béc’hi ; hôgen hî a gerzaz enn-hô ; hag ar c’hoat-sakr a choumaz zô-kén é Samari.
7. Ha né oa choumet da Joac’haz eûz hé bobl némét han̄ter-kan̄t marc’hek ha dék karr, ha dék mil dén war droad : râk roué Siria en dôa hô zréc’het ha brévet ével ar poultr war al leûr.
8. Oberiou all Joac’haz, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé ners, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
9. Ha Joac’haz a gouskaz gan̄d hé dadou ; hag hî a vésiaz anézhan̄ é Samari : ha Joas, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
10. Er seizved blôaz ha trégon̄t eûz a Joas, roué Juda, é rénaz Joas, mâb Joac’haz, war Israel é Samari, é-pâd c’houézék vloaz.
11. Hag hén̄ a réaz ar péz a zô drouk dirâg ann Aotrou : na bellaaz két diouc’h péc’héjou Jéroboam, mâb Nabat, péhini a lékéaz Israel da béc’hi ; hôgen hén̄ a gerzaz enn-hô.
12. Oberiou all Joas, ha kémen̄d en deûz gréat, hag hé ners, ha pénaoz en deûz stourmet oud Amasias, roué Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
13. Ha Joas a gouskaz gan̄d hé dadou ; ha Jéroboam a azézaz war hé drôn ; ha Joas a oé bésiet é Samari gan̄t rouéed Israel.
14. Hôgen Élizéus a oa klan̄v gan̄d ar c’hlén̄ved gan̄t péhini eo bét marvet ; ha Joas, roué Israel, a ziskennaz d’hé wélout, hag a wélaz dira-z-han̄, ô lavarout : Va zâd, va zâd, karr Israel hag hé garréner.
15. Hag Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Digas eur wareg ha saésiou. Ha p’en dôé digaset d’ézhan̄ eur wareg ha saésiou,
16. É lavaraz da roué Israel : Laka da zourn war ar warek. Ha p’en dôé lékéat hé zourn war ar warek, é lékéaz Élizéus hé zaouarn war zaouarn ar roué,
17. Hag é lavaraz : Digor ar prénestr war zû ar sâv-héol. Ha pa en dôé hé zigoret, Élizéus a lavaraz d’ézhan̄ : Taol eur zaez. Hag hén̄ hé zaolaz. Hag Élizéus a lavaraz : Saez silvidigez ann Aotrou, ha saez silvidigez a-éneb ar Siria ; skei a rî gan̄d ar Siria é Afek, kén na gasi anézhi da gét.
18. Hag hén̄ a lavaraz c’hoaz : Kémer saésiou. Ha p’en dôé hô c’héméret, é lavaraz c’hoaz d’ézhan̄ : Skô gan̄d eur zaez war ann douar ; ha p’en dôé skôet war-n-ézhan̄ teir gwéach, ha ma oé éhanet,
19. Ann dén Doué a zavaz drouk enn-han̄ enn hé énep (T), hag a lavaraz : M’az pijé skôet pemp gwéach, pé c’houec’h gwéach, pé seiz gwéach, ez pijé skôet gan̄d ar Siria bétég hé c’hâs-da-gét ; hôgen brema e skôi gan̄t-hî teir gwéach.
20. Hag Élizéus a varvaz, hag hî a vésiaz anézhan̄. Hôgen don̄d a réaz laéroun eûz a Voab war ar vrô er bloaz-zé.
21. Hôgen eur ré-bennâg a vésié eunn dén ; ha pa wélchon̄t al laéroun, é taolchon̄t ar c’horf-marô é béz Élizéus. Pa stokaz ar c’horf-marô oud eskern Élizéus, é teûaz ann dén a varô da véô, hag é savaz war hé dreid. (T).
22. Hazael éta, roué Siria, a heskinaz Israel a-héd holl zeisiou Joac’haz.
23. Hag ann Aotrou en dôé truez out-hô, hag a zistrôaz out-hô enn-abek d’ar gévrédigez en dôa gréat gan̄d Abraham, hag Izaak, ha Jakob ; ha na fellaz két d’ézhan̄ hô c’hâs-da-gét, nag hô disteûrel a-grenn, bétég ann amzer-man̄.
24. Hôgen Hazael, roué Siria, a varvaz. Ha Bénadad hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
25. Neûzé Joas, mab Joac’haz, a géméraz eûz a zaouarn Bénadad, mâb Hazael, ar c’heriou en dôa kéméret