eûz a zaouarn Joac’haz hé dâd dré wîr ar brézel ; Joas hé dréc’haz teir gwéach hag a zistolaz ar c’heriou da Israel.
1. Enn eil vloaz eûz a Joas, mâb Joac’haz, roué Israel, é rénaz Amasias, mâb Joas, roué Juda.
2. Pemp ploaz war-n-ugen̄t en dôa pa zeûaz da réni : hag hén̄ a rénaz naô bloaz war-n-ugen̄t é Jéruzalem ; hé vamm a oa eûz a Jéruzalem, hag a oa hanvet Joadan.
3. Hag hén̄ a réaz ar péz a oa mâd dirâg ann Aotrou ; hôgen n’her gréaz két ével David hé dâd ; ôber a réaz enn-holl ével Joas hé dâd :
4. Néméd hép-kén na dennaz két al lec’hiou uc’hel : râg ar bobl a gennigé c’hoaz sakrifisou hag a zevé ézan̄s el lec’hiou uc’hel.
5. Ha pa oé startéet hé rén, é skôaz gan̄d ar ré eûz hé zervicherien hô dôa lazet hé dâd :
6. Hôgen na lazaz két bugalé ar ré hô dôa lazet, hervez ar péz a zô skrivet é levr lézen Moizez, hag hervez ma en deûz gourc’hémennet ann Aotrou, ô lavarout : Na varvô két ann tadou évid ar vipien, nag ar vipien évid ann tadou ; hôgen pép-hini a varvô évid hé béc’hed hé-unan.
7. Hén̄ eo a dréc’haz dék mil eûz ann Iduméed é traon̄ien ar poullou-c’hoalen, hag a géméraz eur roc’h er brézel, a hanvaz Jektéhel, ével ma eo hanvet bétég-henn.
8. Neûzé Amasias a gasaz kannaded da Joas, mâb Joac’haz, mâb Jéhu, roué Israel, évit lavarout : Deûz hag en em wélomp ann eil égilé.
9. Ha Joas, roué Israel, a gasaz goudé da Amasias, roué Juda, évit lavarout : Askol al Liban a gasaz d’ar sedr a zô el Liban, évit lavarout : Rô da verc’h da c’hrég d’am mâb. Hag al loéned c’houéz a zô é koat al Liban a dréménaz hag a flastraz ann askol.
10. O véza ma éc’h eûz bét ar gounid war ann Iduméed, ha ma éc’h eûz hô zréc’het, eo bét stambouc’het da galoun ; béz laouen gan̄t da c’hloar hag azez enn da dî. Pérâg é klaskez-té da zroug da-unan, évit ma kouézi té ha Juda gan-éz ?
11. Hag Amasias na aotréaz két ; ha Joas, roué Israel, a biñaz, hag hî en em wélaz ann eil égilé, hén̄ hag Amasias, roué Juda, é Betsamez, kéar Juda.
12. Ha Juda a oé tréc’het dirâg Israel ; hag hî a déc’haz pép-hini enn hé delt.
13. Hôgen Joas, roué Israel, a géméraz é Betsamez Amasias, roué Juda, mâb Joas, mâb Oc’hozias, hag a gasaz anézhan̄ da Jéruzalem ; hag hén̄ a ziskaraz mûr Jéruzalem, adalek pors Efraim bété pors ar c’hon̄, war-héd pévar c’han̄t ilinad,
14. Hag hén̄ a géméraz ann holl aour hag ann arc’han̄t, hag ann holl listri a oé kavet é tî ann Aotrou, hag é ten̄zoriou ar roué, ha gwéstlou ; hag é tistrôaz da Zamari.
15. Oberiou all Joas, hag ann ners gan̄t péhini é stourmaz oud Amasias, roué Juda, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Israel ?
16. Ha Joas a gouskaz gan̄d hé dadou, hag a oé bésiet é Samari é-touez rouéed Israel ; ha Jéroboam hé vâb a rénaz enn hé léac’h.
17. Hôgen Amasias, mâb Joas, roué Juda, a vévaz pemzék vloaz goudé ma oé marô Joas, mâb Joac’haz, roué Israel.
18. Oberiou all Amasias, ha n’in̄t két bét skrivet é levr ôberiou rouéed Juda ?
19. Eunn dispac’h a zavaz enn hé énep é Jéruzalem ; hag hén̄ a déc’haz da Lac’his. Hag hî a gasaz tûd war hé lerc’h da Lac’his hag a lazaz énô anézhan̄.
20. Hag hî a zougaz anézhan̄ war hé gézek, hag hén̄ a oé bésiet é Jéruzalem gan̄d hé dadou, é kéar David.
21. Hôgen holl bobl Juda a géméraz Azarias, péhini en dôa c’houézek vloaz, hag hî hel lékéaz da roué, é léac’h Amasias hé dâd.